Konan III
Neuz
| Konan III | |
Diner Konan III | |
| Dug Breizh | |
| Ren | 1112—1148 |
|---|---|
| A-raok | Alan IV Fergant |
| Goude | Berta gant Eudon (rejant) |
| Kont Naoned | |
| Ren | 1112—1148 |
| A-raok | Alan IV Fergant |
| Goude | Hoel III |
| Kont Roazhon | |
| Ren | 1112—1148 |
| A-raok | Alan IV Fergant |
| Goude | Hoel III |
| Buhez | |
| Ganet | 1095-1096 |
| Marvet | 17 a viz Gwengolo 1148 |
| Tiegezh | Kernev |
| Tad | Alan IV, dug Breizh |
| Mamm | Ermengarde Anjev |
| Priedoù | Matilda FitzRoy (a.r. 1113) |
| Diskennidi | Konstanza Berta Breizh, dugez Breizh Hoel III |
| Relijion | Katolik |
Mab e oa Konan III (1095 - 1148) da Alan Fergant, dug Breizh, ha da Ermengarde Anjev, merc'h da Foulk IV. Dug Breizh e voe adalek 1112 betek e varv e 1148.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa a-raok 1113 gant Matilda, pe Maude, ur vastardez da Herri Iañ, roue Bro-Saoz. Tri bugel o doa bet:
- Hoel, a vo dug war-lerc'h e dad
- Berta (ganet war-dro 1114), a zimezas da Alan Pentevr, kont Richmond, a varvas e Bro-Saoz e 1146, ma tistroas Bertha da Vreizh en-dro neuze;
- Konstanza.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stourmet en deus gant ar roue gall Loeiz VI an Tev a-enep e dad-kaer saoz hag a-enep aotrounez Breizh e-pad e vuhez.
Emglev a reas gant Steven Bro-Saoz a-enep Matilda an Impalaerez. Evit e drugarekaat e voe krouet kontelezh Richmond evit e vab-kaer Alan.
A-raok mervel en doa disheriet e vab Hoel e 1148 hag e vab-bihan Konan IV an hini a oa deuet da vezañ dug Breizh. Hogen dalc'het e voe kontelezh Naoned gant Hoel.
| En e raok: Alan IV |
Dug Breizh 1112 – 1148 |
War e lerc'h: Konan IV |