Steven (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Steven Bro-Saoz)
Ar roue Steven.

Steven, Steven Bleaz, pe Stephen of Blois e saozneg (pe Estienne de Blois e galleg), ganet etre 1092 ha 1096, marvet e 1154, a voe dug Normandi entre 1135 et 1144, kont Boulogne (a-berzh e wreg) entre 1125 ha 1146, ha roue Bro-Saoz eus 1135 betek e varv.

Ganet e oa e kontelezh Bleaz. E dad Étienne-Henri a varvas, hag eñ yaouank c'hoazh, ma voe savet gant e vamm Adela Normandi, merc'h da Gwilherm an Alouber. Kaset e voe gant e vamm da lez e eontr, Herri Iañ Bro-Saoz. Plijout a reas an niz d'ar roue, a roas dezhañ douaroù bras. Dimeziñ a reas da Matilda Boulogne, pennhêrez douaroù bras ivez, e Kent hag e Boulogne, ma oant ar priedoù pinvidikañ e Bro-Saoz.

Hogos e voe da Steven bezañ beuzet war un dro gant mab Henri Iañ, William Adelin, pan eas ar Blanche-Nef d'ar goueled en 1120. Goude marv William e oa diasur piv a yaje da roue. Neuze, pa varvas Henri en 1135, e teredas Steven a-dizh, eus Normandi, ha gant skoazell e vreur Henri, eskob Winchester hag abad Glastonbury, e voe anvet da roue Bro-Saoz ha kurunennet, o lavarout e tremene derc'hel d'an urzh vat a-raok e le da harpañ merc'h ar roue Henri Iañ, an Impalaerez Matilda.

Ne voe ket ur roue gwall ampart. Gwan e oa, ha ne gomze ket rust a-walc'h. E-kerzh e ren e voe brezel diabarzh gant e geniterv, an Impalaerez Matilda. War e lerc'h e renas Herri II, mab da Vatilda, ha kentañ roue anjevat ar vro.

Brudet fall eo Steven abalamour ma voe ur roue meur en e raok, Herri Iañ, hag unan all war e lerc'h, Herri II, hag ar re-se a blijas muioc'h egetañ d'an istorourien, eme e zifennerien.


En e raok:
Herri Iañ
Roue Bro-Saoz

1135 - 1154
War e lerc'h:
Herri II