Abati Itron Varia Bear
Neuz
Abati Itron Varia Bear zo un abati savet e 1130 gant menec'h sistersiat.
A-hed ar c'hantvedoù e kreskas he levezon sevenadurel, relijiel hag ekonomikel e Treger hag e dugelezh Breizh dre vras betek bezañ lesanvet Cîteaux bihan Arvorig. E-touez an dud beziet enni emañ Alan an Du hag e vab Konan IV.
D'an 3 a viz Du 1790 e voe gwerzhet an abati d'ur c'henwerzhour eus Pariz hag e 1857 e teuas seurezed eus ar Salver Mat eus Caen da vezañ perc'hennezed warni ha krouiñ enni ur skol hag un ti degemer evit bugale emzivat. Ar bloaz war-lerc'h e kroujont enni un ti-degemer evit maouezed kollet o skiant gante. Degemeret e vez ar baotred ivez abaoe 1972.