Kontadennoù ar Bobl
Kontadennoù ar Bobl eo anv an dastumad kontadennoù (kant seizh warn-ugent en holl), serret gant Fañch an Uhel, adalek 1847 betek 1892, e Bro-Dreger evit an darn vrasañ anezho, hag embannet gant Al Liamm adalek 1984.
Dre ma oa e peurunvan embannadur Al Liamm, prientet an embannadur gant Martial Menard (evit ar pezh a sell ouzh ar peder levrenn gentañ), ha skoazellet gant Skol-Uhel ar Vro ha Renerezh al Levr, e voe barnet kriz gant Françoise Morvan, he deus bet implijet ar peurunvan en hec'h embannadennoù brezhonek goude.
Kenlabouret o devoa Yann-Erwan Abalan, Iwan Gadored ha Makoto Noguchi da ober al labour adkempenn ivez.
An danevelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-lerc'h pep pennad (nemet er pempvet levrenn) e kaver ur bajenn NOTENNOU savet gant Martial Menard o tisplegañ an dibaboù doare-skrivañ graet gant an embanner e-skoaz an dornskrid orin.
Gant Willy Degryse e oa bet skeudennaouet golo al levrioù.
Levrenn gentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou c'hant naontek pajenn ha pevar-ugent ennañ e oa deuet er-maez al levrenn-mañ e penn-kentañ miz Meurzh 1984. Kregiñ a ra gant ur rakskrid hag ur rann EVEZHIADENNOU savet gant Ronan Huon.
- 19 kontadenn
- Ar berenn he fer aour hag ar c'horf hep ene
- Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili (dastumet e Plûned e 1871)
- Ar Barbaover hag ar priñs a gollas e benn o c'hoari, hag a c'honezas anezhañ adarre (dastumet e Pederneg e miz Here 1871)
- Ar jeant Kolevran (dastumet e Kawan e 1872)
- Teodor, pe ar c'hastell kouevr, ar c'hastell arc'hant, hag ar c'hastell aour (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1869)
- Priñsez ar Velandinenn (dastumet e Keraodi (Plouilio) e miz Mezheven 1870)
- Yannig e zaou wenneg ha Priñsez ar c'hastell aour (dastumet e Plouared e 1870)
- Ar c'hazh du (dastumet e Benac'h-an-Douar e 1871)
- Ar roue Dalmar (dastumet e Plouared e miz Du 1869)
- Evnig ar Wirionez, an dour a dañs hag an aval a gan (dastumet er C'hozh-Varc'had e 1869) ; un dastumad kontadennoù anvet Labous ar wirionez, gant Troude ha Milin, zo bet embannet gant Skridoù Breizh e 1950.
- Paotr e bod-houarn (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
- Ar wiz ouez (dastumet e Plouared e 1869)
- Ar bleiz gris (dastumet e Plûned)
- Mari hag Yvon hag ar sirenn (dastumet e Plouared e miz Genver 1870)
- Fañch Skouarneg (dastumet e Plouared e miz Genver 1868)
- Ar plac'h hag an naer, ganet war un hevelep tro gant ur wreg (dastumet e Prad e 1871)
- Ar plac'h a dimezas da un den marv (dastumet e Plûned e 1872)
- Yann e vazh-houarn hag an tri Jeant (dastumet e 1873)
- An dañserien-noz (dastumet e Plouared).
Perzh eo an holl anezho eus ur c'haierad dornskrivet gant Fañch an Uhel ma oa Levraoueg Kemper perc'hennez warnañ.
Eil levrenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou c'hant pemp pajenn ha hanter-kant ennañ e oa deuet er-maez al levrenn-mañ e miz Eost 1985. Kavet a reer un ERRATA AL LEVRENN GENTAN er penn kentañ anezhi.
- 19 kontadenn
- Gwennveur ha C'hwevrer (dastumet e Plûned e miz Kerzu 1868)
- Ar Skorn hag al Laouenan
- Ar Priñs Naer hag ar Priñs Treger (dastumet e Plûned e miz Kerzu 1868)
- Ar Priñs Glas (dastumet e Plouared e 1869)
- Ar Priñs a c'hoarias e benn hag a gollas anezhañ
- Paotr e bod-houarn (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
- An Den-Touseg (dastumet e Plouared e 1869)
- Paotr e dri c'hi
- An dañserien-noz hag ar wreg troet en houadez (dastumet e Plouared e miz Genver 1869)
- An den gwirion (dastumet e Plourin-Montroulez d'ar 16 a viz Eost 1876) # Mab an hini gozh pe Roue ar pesked
- Tregont a Bariz (dastumet e Pederneg)
- Ar pevarzek kazeg ha Marc'h ar Bed (dastumet e Pederneg)
- Louizig, mab ar glaouer, filhor d'ar Roue Frañs (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1869)
- Ar Briñsez Tro-Heol (dastumet e Plougonveur)
- Ar manac'hig ha Priñsez tro an Heol (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
- Priñsez an Tronkolenn (dastumet e miz Genver 1868)
- An Tignouz, pe mevel an Diaoul (dastumet e Plouared e miz Genver 1869)
- Roue ar Portugal (dastumet e Benac'h e miz Genver 1869)
Teirvet levrenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou c'hant div bajenn warn-ugent zo el levr deuet er-maez e 1988.
- 19 kontadenn
- Ar peroked sorser (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
- Merc'h ar Roue Spagn
- Teir barvenn aour an Diaoul
- Pêronig (dastumet e Plûned e miz Kerzu 1868)
- Markiz Tromilin, pe al laer aet da ermit (dastumet e Plouared e miz Genver 1869)
- Ar C'horf hep ene (dastumet e Plouared e 1869)
- Priñsez an Hongri (dastumet e Plouared)
- Ar c'hazh hag an div sorserez (dastumet e Plûned e miz Meurzh 1869)
- Merc'h Markiz Koadleger, pe Fañch Kreñv, Yann Kofeg, Youenn ar Reder ha Job al Lagadeg
- Teir merc'h ar baraer, pe an dour a dañs, an aval a gan hag Evnig ar Wirionez (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
- Evnig e û aour
- An dañvad bihan gwenn (dastumet e Prad)
- Gwreg an Ankou (dastumet e Pederneg)
- Kristig a oa aet da Bap da Rom (dastumet e Pederneg)
- An hini a oa bet o kas ul lizher d'ar Baradoz (dastumet e Plouared e miz Genver 1869)
- Ar martolod, ar c'hemener hag ar baraer (dastumet e Plouared e 1870)
- Kure Brelevenez a oa bet lazhet c'hwec'h gwezh (dastumet e Plûned e 1869)
- Ar manac'h bihan hag ar manac'h bras
- Un dapadenn
Pedervet levrenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kant daouzek pajenn ennañ e oa deuet er-maez al levrenn-mañ e miz Meurzh 1989. Al levrenn-mañ ne oa ket bet raktreset hec'h embann dre m'en devoa skrivet Ronan Huon e rakskrid al levrenn I "Teir levrenn a vo [...]" da gentañ-penn.
- 12 kontadenn
- Ar skubelenn
- An daou dort (dastumet e Plouared)
- Ar miliner hag e aotrou (dastumet e Plouared e miz Kerzu 1868)
- Jezuz-Krist en Breizh-Izel
- Porpant
- Ar mesaer-deñved a c'honezas merc'h ar Roue gant ur ger hepken
- Daou vab ar pesketaer (dastumet e Plûned)
- Ar paotr kozh Mizer ha sant Pêr
- Sakramant an Nouenn (dastumet e Bodsorc'hel e miz Genver 1890)
- Liñsel ar re varv (dastumet e Bodsorc'hel e miz Genver 1890)
- Koadalan (dastumet e Plouared e miz Genver 1869)
- Sermon evit Gouel an Hollsent, an deiz kentañ a viz Du
Pempvet levrenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kant pemp pajenn ha pevar-ugent zo el lev, deuet er-maez e miz Gouere 1994. Kregiñ a ra gant ur rakskrid savet gant Pêr Denez. E kemm gant al levrennoù bet embannet kent ez eo skrivet an holl gontadennoù er yezh unvan, bet kempennet gant Divi Kervella ivez.
- 58 kontadenn
- Al laer hag e berson
- Laouig Kergoad ha Gwilherm Kerbrad
- Un istor
- Al labourer paour hag an diaoul
- Marc'had gant an Diaoul (Pe anv al loen ?)
- Matelin, pe an divinadenn
- Marc'had gant an Diaoul (Mao Kergareg)
- Hent ar Baradoz
- Gwreg an Diaoul
- Merc'h ar jardiner
- Ar briñsez tri liv
- Merc'h roue ar Portugal pe ar c'hentañ prosez
- Ar verc'hodenn
- Adolfig, en devoa tromplet an Ankoù
- An daou gabusin (Ar blanedenn)
- Ar c'hemener a lazhe kant gant un taol
- An diod dimezet
- Meudig
- Ar vuoc'h laer
- Marc'had gant an Diaoul
- N'eo ket mat ober goap eus ar paour
- An tri breur, pe ar c'hog, ar c'hazh hag ar falz
- Ar porc'hell du hag ar manac'h
- Ar soudard, al logodenn, ar c'hog-raden
- Ar manac'h hag ar c'hrennard
- Ar vorverc'h
- Ar soudard, al louarn hag an ourz
- Un ene en poan (1)
- Un ene en poan (2)
- An ene en poan
- Ar skourjez-tan
- Mamm sant Erwan hag an Diaoul
- Mab sant Pêr
- Sant Jakez a Galis
- Ar briñsez Margasa
- Yann e vazh-houarn (doare all)
- An tri brank impinad
- Ar sabrenn merglet
- Al laer salvet a-raok e vreur ermit
- An den gwirion
- Al laer fin
- Yann ha Janed (Stag aze !)
- Kaoz ar pothouarn pe an tri mennad
- An heureuchin Staki
- Yann ha Janed
- Mar karje Adam
- Ar briñsez hag he matezh
- Titi La-Oup
- Trouz arc'hant an den kozh
- Ar vulez wenn
- Ar bleiz hag al louarn kozh
- Ar Gadaon (Yann hep aon)
- Person Lanvezeeg
- Dañvad sant Yann
- Ar soner
- Fañch ar Skrilh
- Al louarn hag ar bleiz
- An hini a werzhas teir gwech e vuoc'h ar memes deiz
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Levrenn 1 : Al Liamm, miz Meurzh 1984 (ISBN 978-2-7368-0002-4)
- Levrenn 2 : Al Liamm, miz Eost 1985 (ISBN 978-2-7368-0013-0)
- Levrenn 3 : Al Liamm, miz Du 1988 (ISBN 978-2-7368-0021-5)
- Levrenn 4 : Al Liamm, miz Meurzh 1989 (ISBN 978-2-7368-0023-9)
- Levrenn 5 : Al Liamm, miz Gouere 1994 (ISBN 978-2-7368-0042-0)