Ar c'hazh gant heuzoù ler
Neuz
(Adkaset eus Le Chat botté)
Ar c'hazh gant heuzoù ler (Kazh e heuzoù a-wechoù dre verrdo) zo ur gontadenn diwar-benn ur c'hazh korvigellek embannet gant Al Liamm e 1957 er rummad Levrioù ar vugale. Troet eo bet diwar ar gontadenn c'hallek Le Maître chat ou le Chat botté gant Charles Perrault (1628-1703) er XVIIvet kantved.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- e galleg:
- e portugaleg:
- O Gato de Botas e Brazil
- O Gato das Botaspe O Mestre Gato e Portugal
- e saozneg: Puss in Boots
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Koshañ skrid anavezet eus istor ar c'hazh-se eo ar gontadenn italianek Costantino Fortunato el levr Le piacevoli notti, gant Giovanni Francesco Straparola er XVIvet kantved (c. 1550–1553). Anavezet e oa moarvat gant Perrault, dre ma oa bet troet e galleg.
- E 1634 e voe embannet un doare italianek all, anvet Gagliuso, er Pentamerone gant Giambattista Basile. Ne seblant ket ar gontadenn bezañ bet anavezet gant Perrault, ha ne voe troet e galleg en e amzer. Ar paotr amañ zo ur c'hlasker-bara anvet Gagliuso (a-wechoù Cagliuso) ha sikouret eo ivez gant e gazh. Met disheñvel eo ar fin. Cagliuso a bromet un arched aour d'e gazh pa varvo. Tri devezh goude e ra van ar c'hazh da vervel ha klevout a ra Gagliuso o lavarout d'e wreg skeiñ ar c'hazh marv er-maez dre ar prenestr. Neuze e sav ar c'hazh hag e tamall e vestr, o c'houlenn ha hennezh eo ar gopr prometet evit ar sikour roet dezhañ da wellaat e stad. Neuze e red kuit ar c'hazh eus ti e vestr dizanaoudek.
- E 1697 skrid gallek Charles Perrault
- En 1729, e voe troet skrid Perrault e saozneg gant Robert Samber, ma oa anvet The Master Cat, or Puss in Boots hag embannet e Londrez gant J. Pote ha R. Montagu en dastumad Histories, or Tales of Past Times
- E 1797 Der gestiefelte Kater a oa ur gomedienn alamanek gant Ludwig Tieck.
- E 1812 e voe troet ar skrid en alamaneg gant ar vreudeur Grimm hag embannet en o Kinder- und Hausmärchen.
- Er gontadenn c'hallek Le renard doré, embannet e 1900 en dastumad Contes des landes et des grèves e kaver un tamm eus danvez ar gontadenn, hag an anv ""marquis de Carabas meneget ouzhpenn ugent gwech[1].
-
'[[Histories, or Tales of Past Times] en 1763.
-
Skeudenn evit an embannadur saoznek gant Otto Speckter.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gontadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marvet eo ar miliner ha rannet e vadoù etre e dri mab.
-
Deuit da sikour ! Emañ ar markiz o veuziñ!
-
C'hwi, tud vat o falc'hat, ma ne lavarit ket d'ar roue eo ar prad-mañ d'ar markiz, a vezo malet kig hag eskern.
-
Ar c'hazh a glaskas gouzout piv e oa ar Roñfl-se.
-
Degemeret e voe gant ar Roñfl ken seven ha ma c'hall ur Roñfl degemer tud.