Ancilotto, re di Provino
Ancilotto, re di Provino[1],[2],[3] zo ur gontadenn italianek el levr Le piacevoli notti (An nozvezhioù plijus) (fablenn IV-3), un dastumad 73 kontadenn italianek bet savet e-kreiz ar xvivet kantved gant Giovanni Francesco Straparola, hag embannet el levrenn gentañ er bloaz 1550.
Ar gontadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro-C'hall e kêr Provino (Provins) e oa ur baraer, Rigo, hag e deir merc'h Brunora, Lionella ha Chiaretta. Un deiz, pa oa an dimezelled en o liorzh e weljont ar roue Ancilotto o tremen gant gwersed, da vont da chaseal. Brunora, an henañ, a lavar neuze e c'halle reiñ o gwalc'h da dud lez ar roue gant ur banne gwin mard dimzfe da hanafer ar roue. Lionella neuze a lavar e rafe rochedoù d'an holl wersed gant ur werzhidad mar dimezfe da baotr-a-gambr ar roue. Clarette a lavar e c'hanfe daou vab hag ur verc'h, melen-aour o blev, tro-c'houzoug aour en o c'herc'henn, ha steredenn ouzh o zalioù, mar dimezfe d'ar roue.
Dimezet int hervez o c'hoant. Ar rouanez, mamm d'ar roue, zo displijet-bras gant he merc'h-kaer. Ret d'ar roue mont d'ur vro all : ha Chiaretta he bugale. Er c'heit-se ivez ez eus ganet tri c'hi bihan du, pep a steredenn wenn ouzh o zal, a voe degaset d'ar rouanez gant div c'hoar Chiaretta. Hag ar rouanez d'o lakaat e-lec'h ar babigoù. Hag ar babigoù en ur c'hased lakaet war ar stêr. Kavet int gant ur miliner, Marmiato. E wreg Gordiana, a anv an daou baotr Acquirino ha Fluvio, hag ar plac'h Serena.
Ancilotto zo glac'haret pa glev an istor, met pa glev ar rouanez, an amiegez, hag ar c'hoarezed o lavarout he deus ganet Chiaretta chas bihan, e lavar bac'hañ e wreg.
Gordiana, ar vilinerez, a c'hanas ur mab, anvet Borghino. Marmiato ha Gordiana a wel diamantoù o kouezhañ eus blev ar vugale pan o zroc'hont. Ha setu aesaet o buhez. Met pa voe bras ar vugale e klevjont e oant bet dilezet evel emzivaded. Hag int da-gaout bro ar roue Ancilotto d'ober kaoz gantañ. Hag ar roue da gontañ d'e vamm e kave dezhañ e oant bugale Chiaretta, hag e re neuze. Ha mamm ar roue da gas an amiegez war o lerc'h. Ha honnezh d'ober da Serena goulenn eus an dour a zañs. Hag Acquirino ha Fluvio da vont da glask ; un durzhunell a gemennas dezho e oa dañjer hag a leunias ur vuredad dezho. Ar roue Ancilotto o gwelas adarre, hag e vamm a glevas ne oant ket marvet. Hag an amiegez adarre d'ober da Serena goulenn an aval a zañs. Hag Acquirino ha Fluvio da vont da glask, ha war o hent e voe kemennet dezho gant un ostiz e oa dañjer, hag a roas dezho ur sae a velezourioù. Kement-se a oa evit en em wareziñ diouzh an euzhvil a oa o tiwall an aval, pa welje e boltred er melezour. Fluvio a wiskas ar sae hag a gemeras an aval.
Ar roue Ancilotto o gwelas adarre, hag e vamm a glevas ne oant ket marvet. Hag an amiegez adarre d'ober da Serena goulenn un evn kaer e bluñv glas-gwer hag a gomze gant furnezh en noz koulz hag en deiz. Hag Acquirino ha Fluvio ha mont adarre ha kavout al liorzh ma oa an evn, nemet sellout a rejont ouzh delwennoù ma voent troet en delwennoù o-unan. E-keit-se edo Serena ouzh o gortoz, ha hi ken nec'het ma'z eas en o arbenn. Ha hi hag erruout el liorzh, kavout an evn, ha tapout anezhañ. Hag an evn da c'houlenn e frankiz, ha da ziskouez dezhi penaos ober d'he breudeur dont bev en-dro; ha Serena da lavarout dezhañ ne vije laosket da vont nemet o ambroug a rafe betek ti o zad hag o mamm.
Hag int da balez Ancilotto da goan ha da zegas an dour, an aval, hag an evn. Hag ar roue hag e gouviidi da vamiñ dirak an dour hag an aval, hag an evn da c'houlenn pe gastiz a dlejed reiñ d'ar re a glaskas lazhañ daou vreur hag ur c'hoar. Ha mamm ar roue da lavarout ar marv en tan, hag an holl a-du ganti. Hag an evn neuze da gontañ istor bugale Chiaretta; hag ar roue d'he dieubiñ, ha da c'hourc'hemenn ober un tantad ma voe stlapet e vamm, he c'hoarezed-kaer, hag an amiegez.
Madame d'Aulnoy
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar XVIIvet kantved e savas an itron d'Aulnoy un doare gallek d'ar gontadenn, anvet La Princesse Belle-Étoile et le Prince Chéri. Amañ n'eus ket kaoz eus bugale ur baraer.
Doareoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un doare all c'hoazh a gaver en XVIIIvet kantved er Mille et Une Nuits, gant Antoine Galland. Koulskoude ne gaver roud ebet en arabeg, ma kred lod e vije bet Galland levezonet gant skrid Straparola.
- Tennañ a ra d'ar gontadenn alamanek De drei Vügelkens gant ar vreudeur Grimm.
- Diwar skrid Staparola eo bet skrivet Kontadenn an tsar Saltan, barzhoneg Pouchkin e 1831, ha diwar honnezh eo e savas Rimski-Korsakov ur c'hoarigan e 1900.
- Un doare italianek, Li Figghi di lu Cavuliciddaru, zo bet dastumet gant Giuseppe Pitrè, ha troet e saozneg gant Thomas Frederick Crane evel The Dancing Water, the Singing Apple, and the Speaking Bird, dastumet en e Italian Popular Tales.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div gontadenn da vihanañ a gaver e brezhoneg, hag en div-se ez eus kaoz eus merc'hed ur baraer:
- Teir merc'h ar baraer, pe an dour a dans, an aval a gan, hag evnig ar wirionez, e trede levrenn Kontadennoù ar Bobl, kontet gant Barba Tassel e 1868.
- Evnig ar wirionez, an dour a dañs, hag an aval a gan, kontet da Fañch an Uhel gant Gwilherm Garandel eus ar C'hozh-Varc'had e 1869, hag a gaver e levrenn gentañ Kontadennoù ar Bobl.