Thomas Hardy

Eus Wikipedia
Thomas Hardy

Thomas Hardy (2 a viz Mezheven 1840 – 11 a viz Genver 1928) a oa ur skrivagner, romantour ha barzh, eus Bro-Saoz. Unan eus skrivagnerien anavezetañ al lennegezh saoznek eo.

Ganet e voe en Upper Bockhampton, ur gêriadenn vihan e-kichen Dorchester, e Dorset. Mañsoner e oa e dad. Lakaet e voe da labourat evel deskard gant un tisavour ha goude-se ez eas da Londrez da studiañ ar vicher-se.

Barzhonegoù a skrivas Thomas Hardy a-hed e vuhez hag evitañ e tremene e romantoù war-lerc'h ar varzhoniezh. Ne skrive romantoù nemet evit gounit e vuhez. Met ganto e tapas brud. Tremen a ra e romantoù e mervent Bro-Saoz, er pezh a veze anvet Wessex gantañ, diwar anv ar rouantelezh kozh. E-touez e romantoù brudetañ emañ Far from the Madding Crowd (1874), The Mayor of Casterbridge (1886), Tess of the Durbervilles (1891) ha Jude the Obscure, e romant diwezhañ, embannet e 1895. Goude-se e paouezas Hardy da sevel romantoù. Ne skrivas mui nemet barzhonegoù, hag en o zouez The Dynasts, ur meurgan e teir lodenn deuet er-maez e 1904, 1906 ha 1908.

Mervel a reas Hardy e Dorchester. Interet e voe e ludu en Abati Westminster.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]