Pèir de Garròs

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Golo ar Poesias gasconas

Pèir de Garròs (1530–1585), pe Pey de Garros evel ma veze skrivet gwechall, pe c'hoazh Pierre de Garros e galleg, a oa ur barzh okitanek da vare an Azginivelezh. Skrivet en deus e gwaskoneg, ha graet ur yezh lennegel eus ar rannyezh-se.

Ganet e voe e Leitora (Lectoure), e bro Armanhac. Studioù gwir ha doueoniezh a reas e skol-veur Toloza. Kuzulier e voe e lez Janed III Navarra, e Pau. Eno e troas da brotestant. Un droidigezh a reas diwar Salmoù ar roue David a voe lakaet gantañ e gwaskoneg, war c'houlenn ar rouanez a glaske lakaat ar galvinouriezh da ren e Rouantelezh Navarra.

E 1567, daou vloaz goude embannadur ar Salmoù, e voe embannet ul levr barzhonegoù gantañ, gant an titl Poesias gasconas.

Mervel a reas e Pau.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]