Janed III Navarra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Janed III Navarra

Janed III Navarra pe Janed Albret (kastell Saint-Germain-en-Laye 1528-1572 Pariz ), pe Jeanne d'Albret (e galleg) a oa rouanez Navarra adal 1555 betek he marv e 1572. Dre he dimeziñ d'an dug Anton Bourbon, Dug Vendôme, eo mamm an Tiegezh Bourbon hag Herri Navarra, a voe roue Navarra war he lerc'h, ha roue Bro-C'hall evel Herri IV. Unan eus renerien bolitikel an ugunoded e oa, hag un den a bouez bras da goulz ar brezelioù a relijion.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa d'ar 16 a viz Du 1528 e kastell al lez c'hall, e Saint-Germain-en-Laye [1][2] =. Merc'h e oa da Herri Albret (1503-1555), roue Navarra (1517-1555) ha da Marc'harid Angoulême , c'hoar henañ d'ar roue gall Frañsez Iañ.

Savet e voe Janed e lez Bro-C'hall (nizez e oa d'ar roue Frañsez Iañ) hag e Normandi, dispartiet diouzh he zud, gant mitizhien ha mevelien en-dro dezhi, hag ivez ur mestr anvet Nicolas Bourbon.[3], dindan aotrouniezh he eontr roue.

Diskouez a rae bezañ pennek ha dispont. En 1541 e klaskas Janed stourm ouzh an dimeziñ a glasked aozañ dezhi gant Wilhelm von Kleve (1516-1592), dug Kleve, breur da Anna von Kleve, pedervet gwreg ar roue saoz Herri VIII Goude ma ne oa nemet 12 vloaz ec'h enebas ouzh ar roue betek deiz al lid, goude ma oa bet skourjezet evit he lakaat da sentiñ,[4], ma voe ret d'ar c'honestabl Anne de Montmorency he bountañ betek an aoter[5][6]. Deskrivet eo bet Janed en deiz-se, gwisket kaer, ur gurunenn aour war he fenn, sae aour hag arc'hant endani gant mein prizius, mantell satin erminiget[7].

Pevar bloaz goude e voe torret an dimeziñ politikel-se dre ma ne oa ket bet kaset da benn.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude marv Frañsez Iañ (Bro-C'hall) en 1547, e timezas Janed Albret, e miz Here 1548, e Moulins, da Anton Bourbon, « kentañ priñs a wad ». Pemp bugel o doe, ha daou a chomas bev.

Rouanez Navarra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltred Janed Albret gant un arzour eus skol Francois Clouet, eil kard ar XVIvet kantved

E miz Mae 1555, goude marv he zad Herri II Navarra, e voe anvet da Rouanez Navarra war un dro gant he fried. E miz Gouhere e voe teuzet ur pezh moneiz da lidañ ar ren nevez, ha skrivet warnañ e latin: Antonius et Johanna Dei gratia reges Navarrae Domini Bearni.[8] E miz Eost e voent kurunennet e Pau en iliz-veur, hervez al lid katolik.

Heuliañ skouer he mamm (marvet e 1549), a reas Janed ha reiñ harp d'ar brotestantiezh. Daoust da se ne fellas ket dezhi dispartiañ diouzh an iliz katolik da gentañ. Douget e oa, evel he mamm, da lennegouriezh ar XVIvet kantved, d'ar frankiz da soñjal.[9]
Eno emañ gwrizioù he feiz protestant hag a raio dezhi treiñ war-du ar galvinegezh.

E kentañ bloavezh he ren e c'halvas Janed ministred protestant d'en em vodañ. Goude-se e tisklerias e oa ar galvinegezh a oa relijion ofisiel he rouantelezh : harluañ a reas beleien ha leanezed, distrujet e voe ilizoù, ha berzet ar pedennoù katolik[10] Lakaat a reas treiñ an Testamant Nevez en euskareg, a voe graet gant ar beleg Joanes Leizarraga, hag e bearneg.

Klask a reas ivez adkemer Navarra Uhel, aloubet gant ar Spagnoled e 1512, en aner avat.


E 1561, ar rouanez Caterina de' Medici, rejantez evit he mab Charlez IX, he devoa kemeret Anton da Letanant Jeneral Bro-C'hall. Janed ha Catarina en em zaremprede el Lez e dibenn ren Frañsez Iañ


Harperez ar brotestantiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1560 e teuas da vout protestantez, betek neuze e tiwalle da ziskouez he doug d'ar relijion nevez. Dindan levezon Théodore de Bèze, degouezhet en he lez, e Nérac, e miz Eost 1560, eo e torras he darempred gant an iliz katolik, hag ofisielaet e voe kement-se da Nedeleg . [11]. Diwar neuze e teuas da vezañ unan eus pennoù bras ar gostezenn brotestant e Bro-C'hall, hag enebourez an Enepkempennerezh.[12]

Er memes amzer edo he fried Anton oc'h embann e vennozhioù katolik e lez Bro-C'hall.
Dre un ordrenañs e Gouhere 1561 ec'h aotreas ar galvinegezh en he rouantelezh. ne gemeras ket perzh er brezlioù a relijion da gentañ, ne rae nemet kreñvaat difennoù Navarra diouzh amezg ar c'hreisteiz, Spagn. Mervel a reas Antoine, en 1562 , ha neuze e stagas da reiñ brasoc'h pouez dar brotestantiezh en Béarn. Kaset e voe kannaded dezhi gant ar pab fuloret, a c'hourdrouzas anezhi ma ne zistroe ket d'ar gatoligiezh ha ma ne lakae ket berzh war ar brotestantiezh en he rouantelezh. Ha hi da respont "ne oa ket anavezet aotrouniezh kannad ar pab e Bearn". Un irienn a voe zoken, steuet gant ar pab Pi IV, d'he skrapañ ha d'he reiñ d'an Ofis Santel spagnol.


He skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ a reas:

  • hec'h eñvorennoù
  • un dornad barzhonegoù

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Nancy Lyman Roelker, 1968, p. 7
  2. Pierre Babelon, Henri IV, 1982, p. 28
  3. Roelker, p.31
  4. Robin, Larsen and Levin. {{{title}}}. 3 p. 
  5. "Strage 1976, p. 149"/
  6. Hackett 2007, p. 419.
  7. Roelker, p.55
  8. Bryson, David (1999). Queen Jeanne and the Promised Land: Dynasty, Homeland, Religion, and Violence in Sixteenth-Century France. p.75
  9. Bryson, p.72
  10. Strage 1976, p. 150.
  11. Paul-F. Geisendorf. Théodore, de Bèze. Genève, éd. Labor et Fides, 1949, p. 120.
  12. Roelker, p.154