Joseph Sheridan Le Fanu

Eus Wikipedia
J. T. Sheridan Le Fanu

Ganedigezh 26 a viz Eost 1814
Dulenn, Iwerzhon Iwerzhon
Marv 7 a viz C'hwevrer 1873
Dulenn, Iwerzhon
Broadelezh Iwerzhonat

Micher Romantour
Yezh Saozneg
Doare Spont gotek
Kevrin
Luskad Romantelouriezh du

Joseph Thomas Sheridan Le Fanu (distaget /ˈlɛfən.juː/ e saozneg), bet ganet e Dulenn d'ar 26 a viz Eost 1814 ha marvet eno d'ar 7 a viz C'hwevrer 1873, a oa ur romantour iwerzhonat a skrive istorioù spont gotek, kevrinus hag euzhus.

Ur mestr war an istorioù tasmantoù e oa en e amzer ; drezañ pergen e voe diorroet an doare er mare viktorian, eus deroù ar bloavezhioù 1830 betek diwezh ar bloavezhioù 1890[1].
Brudet-bras eo e oberennoù Uncle Silas (ur c'hevrin), Camilla (ur sunerez-gwad lesbian) ha The House by the Churchyard (ur romant istorel).

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Dulenn, e karter Chapelizod[2] e voe ganet en ur familh a-orin hugunot, iwerzhonat ha saoz, mab da Emma Lucretia Dobbin, a skrivas buhez ar mezeg Charles Orpen (1791-1856)[3] ha Thomas Philip Le Fanu, dean en Iliz Iwerzhon[4]. Un dramaourez e oa e vamm-gozh Alicia Sheridan Le Fanu (1753–1817) ; un dramaour ivez e oa e eontr-kozh Richard Brinsley Sheridan (1751–1816). Ur c'hoar henañ a oa, Catherine Frances, hag ur breur a voe ganet en e c'houde, William Richard[5].
Bloaz goude e c'hanedigezh, e 1815, tud J. T. Sheridan Le Fanu a zilojas da Báirc an Fhionnuisce (Phoenix Park), e Dulenn bepred, ma voe anvet an dean da aluzener al lec'h.
E 1826, pa oa Joseph 12 vloaz, e tilojas an tiegezh da Abington e Kontelezh Luimneach da heul an tad. Daoust dezhañ kaout ur c'helenner prevez, J. T. a implijas levraoueg e dad evel emzeskad[6]. Tri bloaz goude, oadet 15 vloaz, e voulc'has skrivañ barzhoniezh, a ziskoueze d'e vamm, d'e c'hoar ha d'e vreur hogen nepred d'e dad[7].

Ur barrez katolik e oa Abington, ma ne oa nemet un daouzek bennak a brotestanted e-tal c'hwec'h mil a gatoliked ; pa redias ar gouarnamant an holl gatoliked da baeañ un deog evit Iliz Iwerzhon e voe boulc'het Cogadh na nDeachúna, Brezel an Deog (1830-36). E 1832 ez erruas an trubuilhoù en Abington, hag e 1833 e tistroas ar re Le Fanu da Zulenn, ma voe gopret Thomas gant ar gouarnamant[8] — betek 1834 hepken, abalamour da Vrezel an Deog. Dav e voe d'an tiegezh Le Fanu bevañ-bevaik betek ma voe gopret Thomas en-dro gant ar gouarnamant e 1838. Pa varvas an tieg e 1845 e rankas ar familh gwezhañ e levraoueg evit paeañ an dleoù.

Daoust d'an enkadennoù-se e teuas Joseph a-benn da chom gant e studi war ar gwir e Trinity College ; testeniekaet evel alvokad e voe e 1839, oadet 25 bloaz, hogen biskoazh ne vreutaas, pa gavas gwelloc'h mont da gazetenner. E 1838 c'hoazh en doa boulc'het skrivañ istorioù evit Dublin University Magazine, ma voe embannet e istor kentañ : The Ghost and the Bone-Setter ; adalek 1840 e voe perc'henn war meur a gazetenn, Dublin Evening Mail en o zouez.

D'an 18 a viz Kerzu 1844 e timezas gant Susanna Bennett, merc'h d'un alvokad brudet e Dulenn. E 1845 e voe ganet o bugel kentañ, Eleanor, heuliet gant Emma e 1846, Thomas e 1847 ha George e 1854.

E 1847 e savas Sheridan Le Fanu enep ar gouarnamant da-geñver An Gorta Mór, Naonegezh Vras Iwerzhon (1845-49).
E miz Ebrel 1858 e varvas gwreg ar skrivagner, a baouezas da skrivañ betek marv e vamm e 1861.

E 1861 end-eeun e voe Sheridan Le Fanu pennskridaozer ha perc'henn Dublin University Magazine, ma embanne e skridoù kent o azasaat evit marc'had Bro-Saoz[1] ; The House by the Churchyard (1863) ha Wylder's Hand (1864) a voe embannet en doare-se. Diwar goulenn e embanner e London e rankas skrivañ a-zivout dodennoù saoz ar mare, ar pezh a zeuas a-benn d'ober gant ar romant Uncle Silas (1864). Distreiñ da Iwerzhon a reas avat en e istorioù diwezhañ.

E Dublin e varvas gant ul lamm-kalon en e 58vet bloaz.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ti genidik J. T. S. Le Fanu

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

1838
  • The Ghost and the Bone-Setter, un istor farsus.
  • The Fortunes of Sir Robert Ardagh, ul luziadell c'hotek hag a c'hoarvez en ur c'hastell en Iwerzhon.
  • The Last Heir of Castle Connor, diwar-benn diskar ar brientinion gatolik ha sav ar re brotestant.
  • The Drunkard's Dream, ur sell war an Ifern.
  • Passage in the Secret History of an Irish Countess, kentañ stumm Uncle Silas.
1839
  • Strange Event in the Life of Schalken the Painter, un istor awenet gant ar ganaouenn hengounel The Daemon Lover (XVIIvet kantved) hag oberennoù al livour izelvroat Godfried Schalcken (1643-1706)
  • A Chapter in the History of a Tyrone Family, kentañ stumm The Wyvern Mystery.
1843
  • Spalatro: From the Notes of Fra Giacomo, embannet disin e Dublin University Magazine hag anzavet diwar dorn Le Fanu e 1980 gant W. J. McCormack ; istor gotek un c'helanoriad hag a c'hoarvez en Italia.
1845
  • The Cock and Anchor: a Chronicle of Old Dublin City, romant istorel, a voe kempennet hag adembannet dindan an talbenn Morley Court[9].
1847
  • The Fortunes of Colonel Torlogh O'Brien — A Tale of the Wars of King James, romant istorel[10].
1863
  • The House by the Churchyard, ar romant istorel diwezhañ hag an hini diwezhañ a c'hoarvez en Iwerzhon (ISBN 978-1-7173-5324-5).
1864
  • Uncle Silas – A Tale of Bartram-Haugh, un oberenn glasel el lennegezh c'hotek, azasaet evit Bro-Saoz diwar Passage in the Secret History of an Irish Countess[11].
  • Wylder's Hand[12]
1865
1866
1867
1868
1869
  • The Wyvern Mystery[13]
1871
  • Checkmate[14]
  • The Rose and the Key, un oberenn glasel el lennegezh c'hotek, ma teskrivas euzh ur bredospital prevez (ISBN 978-1-330-91190-7).
  • Chronicles of Golden Friars, tri istor berr a c'hoarvez e Golden Friars, ur gêriadenn faltaziek e Bro-Saoz (ISBN 978-0-405-09198-8).
1872
  • In a Glass Darkly, un dastumad pemp istor berr
  • Willing to Die
1873
  • Morley Court, eil doare The Cock and Anchor.
1880 (dalif)
  • The Purcell Papers, dastumad an daouzek istor berr kentañ skrivet gant Sheridan Le Fanu etre 1838 ha 1840 (ISBN 978-0-368-28460-1).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (en) Sullivan, Jack. Le Fanu, Sheridan. In : The Penguin Encyclopedia of Horror and the Supernatural. New York : Viking Press, 1986, pp. 257-62 (ISBN 978-0-670-80902-8)
  2. (ga) Séipéal Iosóid, "Chapel Izold".
  3. (en) Le Fanu, Emma Lucrecia (1860). Life of Dr. Orpen. Whitefish, MT. : Kessinger Publishing, 2010 (ISBN 978-1-165-42745-1)
  4. (en) Falkiner, Cæsar Litton. Le Fanu, Joseph Sheridan. In : Dictionary of National Biography, levrenn 32. London : Smith, Elder & Co., 1892, p. 396
  5. (en) Le Fanu, William Richard. Seventy Years of Irish Life – Anecdotes and Reminiscences. London : A. Arnold, 1893, p. 1
  6. (en) Le Fanu, William Richard, op. cit., p. 8
  7. (en) Le Fanu, William Richard, op. cit., [(en) Le Fanu, William Richard, op. cit., p. 11
  8. (en) McCormack, W. J.. J. Sheridan Le Fanu. Cheltenham : Sutton Publishing, 1997 (ISBN 978-0-7509-1489-5)
  9. (en) Skeudennaouet gant Brinsley Le Fanu
  10. (en) Skeudennaouet gant Harlot K. Browne
  11. (en) Embannadur 1865 e Leipzig
  12. (en) Embannadur stadunanat, 1865
  13. (en) Embannadur 1889
  14. (en) Embannadur stadunanat