Jobig Koad
Neuz
Jobig Koad
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Joseph Coat |
Anv-bihan | Job, Joseph |
Anv-familh | Coat |
Deiziad ganedigezh | 26 Eos 1798 |
Lec'h ganedigezh | Montroulez |
Deiziad ar marv | 23 Gwe 1858 |
Lec'h ar marv | Montroulez |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | skrivagner, dramaour |
Jobig Koad (Joseph Coat ; (Montroulez, 26 a viz Gouere 1789 – 23 a viz Gwengolo 1858) a oa ur micherour e labouradeg ar butun e Montroulez. Skrivañ pezhioù-c'hoari a reas, ha lakaat pezhioù gallek e brezhoneg ivez. C'hoari pezh a rae e-unan, ha ren a reas ur strollad krouet gantañ e Montroulez.
Hervez Anatol ar Braz en doa savet ouzhpenn tri c'hant pezh-c'hoari e brezhoneg, a zo chomet e stumm dornskridoù[1].
Tad da Visant Koad (1845-1908), skrivagner brezhonek ivez, e oa Jobig Koad.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cahier Trajedi deus a Vue Yan a Baris, dizeiziad
- Creation ar Bed laquet en Trajedie, dizeiziad
- Genovefa a Vrabant, dizeiziad
- Mitridat, 5 arvest, dizeiziad
- Tragedien sant Guillarm, condt deus a Poetou (moullet e 1815 ha 1872)
- Tragédie a bue Huon a Vourdel (1824)
- Cahier deus a Conquejou Charlemagne (1825)
- Plac'h ar pemp Amourouz (etre 1826 ha 1831)
- Cahier a Vue Geraldi (1827)
- Bue Esther, pe Triomph Mardoche (1834)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Raoul, Lukian. Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien. Brest : Al Liamm, 1992, p. 69-b (ISBN 978-2-7368-0034-5)