Alan Titley
Neuz
Alan Titley
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Anv-bihan | Alan |
| Anv-familh | Titley |
| Deiziad ganedigezh | 28 Mez 1947 |
| Lec'h ganedigezh | Korkig |
| Yezhoù komzet pe skrivet | iwerzhoneg, saozneg |
| Micher | skrivagner, kazetenner, dramaour, kelenner skol-veur |
| Tachenn labour | belletristic literature, drama, iwerzhoneg |
| Implijer | University College Cork, National University of Ireland, Cork |
| Bet war ar studi e | St Patrick's College, Dublin |
Alan Titley (ganet d'an 28 a viz Mezheven 1947) zo ur skrivagner iwerzhonek hag un troer. Implijet en deus Crobhingne da anv-pluenn.
Ganet e voe e Korkig (Corcaigh) ha graet en deus e studioù e Korkig hag e Dulenn.
Goude bezañ graet skol e Nigeria eo bet o kelenn e rann an iwerzhoneg e skol-veur Sant Padrig e Dulenn hag e skol-veur Korkig, betek ar mare ma'z eas war e leve e 2011. E-pad meur a vloaz en deus skrivet pennadoùigoù iwerzhonek e-barzh The Irish Times. Meur a briz en deus bet gant e skridoù, romantoù, pezhioù-c'hoari ha levrioù evit ar re yaouank. Gantañ eo bet troet e saozneg pennoberenn Máirtín Ó Cadhain, Cré na Cille.