Amrita Pritam

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Amrita Pritam e 1948

Amrita Pritam, ganet d’an 31 a viz Eost 1919 e Gujranwala ha marvet d’an 31 a viz Here 2005 e Delhi, zo ur skrivagnerez eus India. Skrivet he deus e pandjabeg hag e hindeg. Brudetañ skrivagnerez pandjabek an XXvet kantved eo, ha priziet e vez he skridoù koulz en India hag e Pakistan.

Ganet e vo en ur familh sikh eus Gujranwala e Panjab, ur gêr hag a zo e Pakistan bremañ, abaoe ma voe rannet Indez Breizh-Veur. Mervel a reas he mamm pa ne oa nemet unnek vloaz, ha desavet e voe gant he zad, a oa kelenner ha skrivagner. He barzhonegoù kentañ a embannas d’an oad a c’hwezek vloaz. Pa voe dispartiet Pakistan diouzh India e 1947 e kuitaas Lahore da vont da India da vevañ, ha kregiñ neuze da skrivañ e hindeg ivez, met kenderc’hel a reas da vezañ lennet e Pandjab Pakistan a-hed he buhez.

Ar vaouez kentañ e voe o tapout ur priz, e 1955, digant ar Sahitya Akademi, gant un dastumad barzhonegoù pandjabek. Garedonet e voe meur a wech c’hoazh en India : tapout a reas ar Priz Jnanpith, unan eus prizioù lennegel uhelañ India, e 1982, ar Padma Shri e 1969, hag ar Padma Vibhushan e 2004. E broioù all e tapas prizioù ivez : anvet e voe en Ordre des Arts et des Lettres, e Bro-C’hall, da skouer, e 1987.

Ouzhpenn 100 levr he deus skrivet : barzhonegoù, romantoù, arnodskridoù... hag a zo bet troet en ouzhpenn tregont yezh, yezhoù eus India pe yezhoù all c’hoazh, saozneg, galleg, daneg, japaneg, sinaeg... E-touez he romantoù e c’haller menegiñ Pinjar, Doktor Dev, Rang Ka Patta... Buhezskridoù he deus embannet ivez, evel Kala Gulab (Rozenn zu) (1968) pe Rasidi Tikkat (Timbr kemedel) (1976). Meur a hini eus he levrioù zo bet graet filmoù diwarno, evel Daaku (1976) pe Pinjar (1970).

Labourat a reas Amrita Pritam, betek 1961, evit an All India Radio. Torret e voe he dimeziñ e 1960. E meur a hini eus he skridoù, goude, e laka ar gaoz war he dimeziñ, hag an tu displijus anezhañ. Embann a reas goude ar gelaouenn "Nagmani", ur gelaouenn lennegel e pandjabeg, renet ganti ha gant an arzour Imroz a vevas ganti e-pad 40 vloaz diwezhañ he buhez.

Ezel e voe eus ar Rajya Sabha (kambr uhelañ parlamant India) e 1986-1992.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]