Ivan Franko

Eus Wikipedia
Ivan Franko, e 1898

Ivan Franko (en ukraineg : Іван Франко) (ganet d'ar 27 a viz Eost 1856 e Nahuievychi/Nahujowice, en Impalaeriezh Aostria-Hungaria d'an ampoent, ha marvet e Lviv d'an 28 a viz Mae 1916) a oa ur skrivagner, barzh, kazetenner, troer ha skridvarner eus Ukraina.

Bez' e voe ivez unan eus saverien an emsav sokialour ha broadelour e kornaoueg Ukraina, e Galitsia, al lodenn eus ar vro a oa e dalc'h Impalaeriezh Aostria-Hungaria. Ouzhpenn an oberennoù savet gantañ (barzhonegoù, danevelloù, romantoù, pezhioù-c'hoari) e troas skridoù diwar meur a yezh : oberennoù gant William Shakespeare, George Byron, Pedro Calderón de la Barca, Dante Alighieri, Victor Hugo, Adam Mickiewicz, Johann Wolfgang von Goethe ha Friedrich Schiller a voe lakaet en ukraineg gantañ. Evel Taras Shevchenko e voe unan eus an dud o devoe ul levezon vras war al lennegezh hag ar politikerezh en Ukraina en XIXvet kantved.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.