Pedro Calderón de la Barca
Pedro Calderón de la Barca | |
---|---|
![]() | |
Obererezh | Dramaour, barzh |
Ganedigezh | e 1600 e Madrid, ![]() |
Marv | e 1681 e Madrid, ![]() |
Yezh skrivañ | Spagnoleg |
Oberennoù pennañ | |
La vida es sueño, El alcalde de Zalamea | |
kemmañ ![]() |
Pedro Calderón de la Barca y Barreda González de Henao Ruiz de Blasco y Riaño anvet aliesoc´h Pedro Calderón de la Barca (17 Genver 1600 ; 25 Mae 1681), a oa bet soudard, ha goude beleg katolik, skrivagner, barzh ha dramaour e-kerzh ar Siglo de Oro, pe Kantved Aour Spagn. Ganet e oa bet pa oa bet termenet c´hoariva ar c´houlz-se gant Lope de Vega, ha diorren a reas anezhañ diwezhatoc´h, ma vez gwelet e oberenn evel ar pep gwellañ eus c´hoariva barok Spagn. Setu ma seller outañ evel unan eus gwellañ dramaourien Spagn, hag eus ar bed a-bezh zoken.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa Calderón e Madrid. E vamm, hag a oa a orin flandrezat, a varvas e 1610; e dad, un Hidalgo (noblañs) a orin eus Kantabria hag a oa bet sekretour an teñzor, a varvas e 1615. Kelennet e voe Calderón e Kevredigezh ar Jezuited e Madrid, e-sell da vont da veleg; met mont a reas da studiañ ar gwir da skol-veur Salamanca.
Etre 1620 ha 1622 e c´hounezas Calderón meur a briz barzhoniezh, en enor da Sant Izidor e Madrid. E bezh-c´hoari kentañ a voe Amor, honor y poder, c´hoariet d´an 29 a viz Even 1623. Da heul e teuas daou bezh all er memes bloaz: La selva confusa ha Los Macabeos. A-hed an daou zekved da heul e skrivas Calderón ouzhpenn 70 pezh-c´hoari, an darn vrasañ anezho o vezañ dramaoù skrivet evit ar c´hoarivaoù kenwerzhel.
Hervez unan eus e vuhezskridourien, Vera Tassis, e servijas Calderón en arme Spagn, en Italia ha Flandrez, etre 1625 ha 1635; met prouiñ a ra meur a zave, er c´hontrol, e oa bet Calderón o chom e Madrid e-pad ar bloavezhioù-se. E 1629 e voe goustilhet unan eus e vreudeur gant un aktour hag a dec'has kuit d'ur gouent; Calderón, asambles gant ur breur all hag un nebeud ofiserien, a yeas tre er gouent ha klask tapout an torfeder. (Unan eus ar seurezed a oa dre zegouezh merc'h an dramaour Lope de Vega.) Ar prezeger anavezet Hortensio Félix Paravicino, a ziskuilhas obererezh Calderón en ur sarmon prezeget dirak Fulup IV Spagn; respont a reas Calderón en ur lakaat e-barzh El príncipe constante ur meneg goapaüs eus sarmon Paravicino. Harzet e voe Calderón e-pad tri devezh en e di, ha ret e voe dezhañ lemel ar meneg goapaüs diwar ar pezh-c'hoari.
Pa varvas Félix Lope de Vega e 1635 e oa bet anavezet Calderón evel dramaour gwellañ Spagn ar mare. E 1636-1637 e voe roet dezhañ Urzh Santiago gant Fulup IV, hag en doa urzhiet digantañ un heuliad pezhioù evit ar c'hoariva roueel e palez ar Buen Retiro.
D'an 28 a viz Mae 1640 e kemeras perzh e kampagn Katalogna. Abalamour d'e yec'hed o fallaat e kuitaas an arme e miz Du 1642, ha tri bloaz war-lerc'h e voe roet dezhañ ul leve ispisial evit ar soudarded, da drugarekaat e servijoù war ar maez.
Nebeut anavezet eo e vuhez er bloavezhioù diwezhañ. E vreur Diego Calderón a varvas e 1647. Ganet e voe ur mab, Pedro José, da gCalderón ha d'ur vaouez dianav etre 1647 ha 1649; ar vamm a varvas nebeut goude. Lakaat a reas Calderón e vab da eveshaat e niz, José, mab d'e vreur Diego. Beleget e voe Calderón e 1651, ha labourat a reas e San Salvador e Madrid. War a seblant e tivizas paouez da skrivañ pezhioù-c'hoari evit ar c'hoarivaoù kenwerzhel.
Un nebeud oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Troet ez eus bet daou bezh-c´hoari diwar zorn Calderón gant Youenn Drezen: 'Ar vuhez a zo un huñvre', hag 'Aotrou Maer Zalamea'.
- El médico de su honra
- La vida es sueño (Ar vuhez a zo un huñvre)
- El alcalde de Zalamea (Calderón) (Aotrou Maer Zalamea)
- La Dama duende
- Casa con dos puertas
- El Mágico prodigioso
- La Devoción de la Cruz
- El Gran Teatro del mundo
- El Gran Mercado del mundo
- El Pintor de su deshonra
- El Prodigio de Alemania
El lennegezh a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavet e vez Pedro Calderón er romant eus 1998 skrivet gant Arturo Perez-Reverte, El sol de Breda. Hervez ar skrivagner en doa servijet ar barzh en arme Spagn e Flandrez.