Félix Lope de Vega
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv e yezh-vamm an den | Lope de Vega |
Anv ganedigezh | Félix Lope de Vega Carpio |
Anv-bihan | Lope |
Anv-familh | de Vega |
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Carpio |
Moranv | Monstruo de la Naturaleza, Fénix de los ingenios |
Deiziad ganedigezh | 25 Du 1562 |
Lec'h ganedigezh | Madrid |
Date of baptism | 6 Kzu 1562 |
Deiziad ar marv | 27 Eos 1635 |
Lec'h ar marv | Madrid |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Terzhienn-ruz |
Pried | Juana de Guardo, Isabel de Alderete y Urbina |
Bugel | Marcela de San Félix |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Yezh implijet dre skrid | spagnoleg |
Micher | dramaour, barzh, skrivagner, troer, beleg katolik |
Bet war ar studi e | University of Alcalá |
Deroù ar prantad labour | 1572 |
Relijion | Iliz katolik roman |
Oberenn heverk | Fuenteovejuna |
Luskad | Siglo de Oro, Baroque literature |
Ezel eus | Congregation of Secular Priests of Saint Peter the Apostle |
Tachenn | barzhoniezh, c'hoariva |
Prizioù resevet | Knight of the Sovereign Military Order of Malta |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Félix Lope de Vega Carpio[1] (Madrid, 25 a viz Du 1562 – Madrid, 27 a viz Eost 1635) a oa ur barzh hag un dramaour spagnol, unan eus ar re veurañ e Kantved Aour Spagn, hag unan eus ar skrivagnerien er bed o deus lezet un oberenn builh : ur 1 500 pezh-c'hoari bennak (1 800 hervez Juan Pérez de Montalbán, e embanner), met n'anavezer nemet 425 anezho ; 3 000 sonedenn, 3 romant, 4 romantig, 9 meurgan, etc.). Koulskoude e teu da eil e renk el lennegezh spagnolek, war-lerc'h Miguel de Cervantes ha n'eo ket ken fetis e oberenn, hag a reas anezhañ Fénix de los ingenios ha Monstruo de la Naturaleza. Nevesaat a reas ar c'hoariva spagnolek en ur mare ma terede an engroezioù da welout an abadennoù. Evel re Tirso de Molina ha Calderón de la Barca e talc'h e oberennoù da vout c'hoariet.
Mignon e oa da Quevedo ha da Juan Ruiz de Alarcón, enebour da Góngora, tra ma vage Miguel de Cervantes gwarizi outañ. Ken souezhus ha ken souezhus e voe e oberenn hag e vuhez.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Madrid e voe ganet Lope de Vega, en un tiegezh tudjentil deuet eus Valle de Carriedo e Cantabria (e kumun Villafufre hiziv), ha mestr broder e oa e dad Félix de Vega Carpio ; ne ouzer netra diwar-benn e vamm, Francisca Fernández Flórez. Gouzout a reer avat e oa bet e dad o chom e Valladolid ur pennadig a-raok dont da Vadrid e 1561, sachet ma oa bet gant al Lez roueel nevez-staliet eno. Lope de Vega a lavaras diwezhatoc'h e oa deuet e dad da Vadrid dre garantez ouzh ur vaouez hag e oa bet tennet he skilfoù gant an hini a oa deuet da vezañ e vamm. Engehentet e vije bet Lope evel frouezhenn an emgav-se, ha ganet e vije diwar ar warizi a zo kaoz anezhi kement en e c'hoariva.
Deskiñ buan a rae ez vihan, lenn a rae latin koulz ha kastilhaneg pa ne oa nemet pemp bloaz, ha krog e oa dija da sevel gwerzennoù. D'e zaouzek vloaz, emezañ, e skrive komediennoù : Yo las componía de once y doce años, de a cuatro actos y de a cuatro pliegos porque cada acto un pliego contenía ("O savet em eus pa oan unnek pe zaouzek vloaz, e pevar arvest ha peder follenn, rak un arvest a oa war bep follenn"). E gomedienn gentañ, a zo bet kollet, a vije bet anvet El verdadero amante "Ar c'harantez gwirion"[2].
Daremprediñ a rae skol ar barzh ha soner Vicente Espinel (1550-1624) e Madrid, hag anaoudegezh en devoe outañ a-hed e vuhez, evel m'en diskouez er sonedenn Al maestro Vincenter Espinel [3].
Kenderc'hel a reas gant ar studi gant ar Jezuisted, en ur skol a zeuas da vout ar Reales Estudios a la Universidad Literaria de Madrid e 1815.
Adalek 1577 betek 1581 e voe skoliet e Skol-veur Alcalá de Henares e Madrid, met ne voe ket loreet. Abalamour d'e vuhez diroll ha d'e emzalc'h merc'hetaer ne oa ket graet evit ar velegiezh ; neuze e paouezas e vadoberourien da arc'hantañ e studioù. Peogwir ne dapas ket e vachelouriezh e rankas gounit e vara ha labourat evel sekretour gant noblañsed pe skrivañ pezhioù-c'hoari diouzh an degouezh. E 1583 ez eas da vartolod er morlu ha stourm a reas en Emgann Enez Terceira (26 a viz Gouere 1582) dindan urzhioù un den hag a droas da vignon bras dezhañ, Álvaro de Bazán, markiz Santa Cruz de Mudela e proviñs Ciudad Real. Ur pennad goude e voe dediet ur pezh-c'hoari gantañ da vab ar markiz.
Harlu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yezhadur ha jedoniezh a studias en Academia Real ("Akademiezh Roueel") ha sekretour markiz an Navas e voe, met netra ne oa an holl drevelloù-se e-skoaz e zarempredoù gant ar merc'hed. Elena Osorio e oa e garantez vras kentañ, ar Filis a gaver en e werzennoù, dispartiet ma oa diouzh he fried, an aktour Cristóbal Calderón ; Lope de Vega he faee gant pezhioù-c'hoari evit kompagnunezh he zad, an deamaour Jerónimo Velázquez.
E 1587 ec'h asantas Elena dimeziñ gant un den a renk uhel, Francisco Perrenot Granvela, a oa niz d'ar c'hardinal galloudus Antonio Perrenot de Granvela. Ha Lope de Vega dipitet ha lakaat skignañ un toullad flemmskridoù enep dezhi ha d'he ziegezh.
Una dama se vende a quien la quiera. |
Un itron en em werzh da neb a venn he c'haout. |
— La Dorotea (1632)[4] |
Kement-se zo dispaket gantañ en e bezh-c'hoari Belardo, el furioso (1586-1595) hag en un toullad sonedennoù ha barzhonegoù a voe kaoz dezhañ da vezañ kaset d'ar vac'h. Peogwir e adc'hreas kemend-all e voe ur prosez all hag e voe harluet eus al Lez e-pad eizh bloavezh, ha daou eus Rouantelezh Kastilha, gant gourdrouz da vezañ lakaet d'ar marv ma ne sente ket ouzh urzh-harlu ar varnerien.
Bloavezhioù diwezhatoc'h e kounaas e garantezioù gant Elena Osorio en e romant en emzivizoù (acción en prosa, emezañ) La Dorotea. A-benn neuze e kare Isabel de Alderete y Urbina, ha dimeziñ ganti a reas d'an 10 a viz Mae 1588 goude he skrapañ gant hec'h asant. En e werzennoù e ra Belisa anezhi, hervez an tregejad Isabel → Belisa.
D'an 29 a viz Mae e 1588 end-eeun e klaskas adskoulmañ gant ar vicher soudard, ha mont a reas da vartolod war ur galion anvet San-Juan er Grande y Felicísima Armada. Da-geñver an distro-se d'e vicher gozh e skrivas ur meurgan e doare ar barzh italian Ludovico Ariosto, La hermosura de Angélica (1602), chomet divrud[5].
E miz Kerzu 1588 e tistroas goude faezhidigezh an Armada, ha mont a eure da València en ur dremen dre Doledo daoust d'ar gondaonidigezh. Gant Isabel e vevas e València hag e labouras war arz ar c'hoariva, ec'h arvestas ouzh abadennoù gant tud evel ar chaloni Francisco Agustín Tárrega, Gaspar de Aguilar, a oa sekretour Dug Gandía, Guillén de Castro, Carlos Boil ha Ricardo de Turia. Deskiñ a reas tremen hep reolenn an unander a zarvoud o kontañ daou istor war un dro er memes oberenn e-lec'h unan hepken hervez ar reolenn, pezh a anver an imbroglio pe al "luziadenn italian".
Echu gantañ e zaou vloaz harlu e-maez ar rouantelezh e 1590 ec'h eas Lope de Vega da Doledo hag eno e labouras evit Don Francisco de Ribera Barroso, a voe eil markiz Malpica, hag ur pennad goude gant pempet dug Alba, Don Antonio de Toledo y Beamonte. Evit se e oa denjentil a gambr e lez an dug en Alba de Tormes, ma vevas etre 1592 ha 1595. Eno e lennas c'hoariva Juan del Encina. En diskaramzer 1594 e varvas Isabel de Urbina diwar-lerc'h genel. Da heul an darvoud-se e skrivas Lope de Vega ur romant bugulek, La Arcadia (1598), ma lakaas un toullad mat a varzhonegoù.
Distro da Gastilha
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Echu gantañ e eizh bloavezh harlu e miz Kerzu 1595 e tistroas da Vadrid. Bloaz goude e voe graet prosez dezhañ abalamour ma veve gant Antonia Trillo, un aktourez intañvez. E 1598 e timezas da Juana de Guardo, merc'h d'ur c'higer pinvidik a bourchase kig d'al Lez, peadra da vagañ ivez ar flemmadennoù taolet gant Luis de Góngora da skouer. Diouzh gwelout e oa Juana de Guardo ur vaouez gros hag an holl a soñje e oa dimezet Lope evit an arc'hant, rak n'eo ket karantez a vanke dezhañ. Ur mab en doe ganti koulskoude, Carlos Félix, ha teir merc'h.
Distreiñ a reas da labourat evel sekretour personel Pedro Fernández de Castro y Andrade, a oa markiz Sarria d'an ampoent, hag a voe kont Lemos diwezhatoc'h, ha skrivañ a reas dezhañ en ul lizher : Yo, que tantas veces a sus pies, cual perro fiel, he dormido ("Me, am eus kousket ken alies ouzh ho treid evel ur c'hi feal"), ha gantañ e chomas betek 1603, p'en em gavas e Sevilla.
Orgediñ a reas neuze ouzh Micaela de Luján, an hini a zo "Celia" pe "Camila Lucinda" en e werzennoù, koant evel an deiz, dizesk avat, ha dimezet ouzhpenn. Na 'vit se ! He daremprediñ a reas betek 1608 ha pemp bugel o doe, en o zouez daou a gare dreist ar re all : Marcela (1606) ha Lope Félix (1607).
Adalek 1608 avat e koller roud eus Micaela de Luján, hag eus o disparti n'eus meneg ebet en oberenn ar skrivagner.
E-pad meur a vloaz e vevas Lope etre an div oaled hag un toullad mat a serc'hed, aktourezed peurvuiañ, evel ma tiskouez splann ar prosez a voe graet dezhañ e 1596 gant Antonia Trillo ; anaout a reer ivez anv ur serc'h all dezhañ, Marina de Aragón. Evit bevañ madik ha magañ kemend-all a vugale, bastarded pe nann, e rankas poaniañ ha labourat evel ur c'hi o skrivañ dizehan barzhoniezh ha komediennoù, a veze embannet alies hep e aotre ha hep bezañ reizhet.
Pa voe en e 38 vloaz avat e c'hallas reizhañ hag embann un darn eus e oberennoù hep fazioù ar re all. Evel kentañ skrivagner spagnolek a vicher el lennegezh e prosezas evit e wirioù oberour ouzh ar re a voulle e gomediennoù hep kaout e aotre. Da vihanañ e teuas a-benn da gaout gwir da reizhañ e oberennoù e-unan.
E 1605 ec'h eas da servij Luis Fernández de Córdoba y de Aragón, dug Sessa. Bec'h en doe bloavezhioù diwezhatoc'h abalamour d'an darempred-se pan eas da veleg, rak an dug a zalc'he da implij anezhañ evel sekretour, ha betek e gofesour a nac'has reiñ an absolvenn dezhañ.
E 1609 ec'h embannas an Arte nuevo de hacer comedias, un oberenn a bouez bras diwar-benn ar c'hoariva, enebet ouzh ar reolennoù [[Aristoteles|nevezaristotelek], hag ezelañ a reas e Cofradía de Esclavos del Santísimo Sacramento en Oratorio Caballero de Gracia, un iliz e Madrid ma kaved hogos an holl skrivagnerien a vrud e kêr ; en o zouez e oa Francisco de Quevedo, ur mignon personel da Lope de Vega, ha Miguel de Cervantes.
Bloavezhioù diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e vloavezhioù diwezhañ ec'h orgedas Lope de Vega ouzh Marta de Nevares, un disakridigezh dre ma oa bet beleget ; ur gaer a vaouez e oa, glas-gwer he lagad evel a lavar Lope de Vega er barzhonegoù a savas dezhi ha ma reas "Amarilis" anezhi en e varzhonegoù ha "Marcia Leonarda" en e romantoù. En amzerioù-se eus e vuhez e skrivas barzhoniezh fentus ha flemmus dreist-holl, liv ar brederouriezh warni.
Gwalleürus e voe bloavezhioù diwezhañ Lope de Vega war-bouez an enorioù roet dezhañ gant ar roue Felipe IV hag ar pab Urban VIII. Glac'har en doe pa welas Marta o vont da zallez e 1626, hag o vervel follez e 1628. Lope Félix, ar mab en doa bet digant Micaela de Luján hag a oa debron-barzhonegañ gantañ, a voe beuzet o perlesa e 1634 en Enez Margarita (Venezuela). E verc'h vuiañ-karet Antonia Clara a voe skrapet gant un hidalgo, he danvez-pried, un denjentil anvet Tenorio. Feliciana, e verc'h nemeti hervez lezenn diouzh a ouzer, he devoa bet daou vugel : ur verc'h hag ac'h eas da leanez, hag ur mab hag a oa ar c'habiten Luis Antonio de Usategui y Vega, a varvas e Milano o servij ar roue. N'eus nemet ur verc'h vastardez, al leanez Marcela, a chome bev pa varvas Lopede Vega d'ar 27 a viz Eost 1635 e Madrid.
Keuz bras a voe dezhañ gant an holl Spagnoliz, a lavarer. Daou c'hant skrivagner a skrivas da ganañ meuleudi dezhañ, hag ar skridoù-se a voe embannet e Madrid hag e Venezia.
Arroudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « No quiso la lengua castellana que de casado a cansado hubiese más de una letra de diferencia. »
- « Ne felle ket d'ar spagnoleg ma vefe muioc'h eget ul lizherenn da ziforc'hañ etre "dimezet" ha "skuizh". »
- «El amor tiene fácil la entrada y difícil la salida.»
- « Aes eo enkerzh ar garantez ha dieaes eo hec'h ezkerzh. »
- « Pero con una cosa me contento; que aunque pueda quitarme la esperanza, no me puede quitar el pensamiento'.' »
- « Un dra avat am gwalc'h ; petra bennak ma c'hall ar goanag ma c'huitaat, ar soñjal ne c'hall ket. »
- «Lo que cuenta no es mañana, sino hoy. Hoy estamos aquí, mañana tal vez nos hayamos marchado.»
- «Hiziv eo a gont, warc'hazh n'eo ket. Hiziv emaomp amañ, aet kuit e vimp warc'hoazh marteze.»
- «Ni el rey comería... si el labrador no labrase.»
- «Ar roue e-unan ne zebrfe ket mar ne labourfe ket ar c'houer.»
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](N'hall ket ar roll bout klok, kement a zo bet skrivet gant ar skrivagner).
|
|
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diwar-benn Lope de Vega
- Castro, Américo & Rennert, Hugo A.. Vida de Lope de Vega: (1562-1635). Salamanca : Fernando Lázaro Carreter Editorial, 1967.
- Montesinos, José Fernández. Estudios sobre Lope de Vega. Salamanca : Anaya, 1967.
- Huerta Calvo, Javier. Historia del Teatro Español. Madrid : Iberoamericana Editorial Vervuert, 2008 (ISBN 978-84-8489-374-5)
- Pedraza Jiménez, Felipe Blas. Cervantes y Lope de Vega: historia de una enemistad y otros estudios cervantinos. Barcelona : Editorial Octaedro, 2006 (ISBN 978-84-8063-811-1)
- Pedraza Jiménez, Felipe Blas. Lope de Vega: vida y literatura". Valladoid : Ediciones Universidad de Valladolid, 2008 (ISBN 978-84-8448-479-0)
- Pedraza Jiménez, Felipe Blas. Lope de Vega: pasiones, obra y fortuna del "monstruo de naturaleza". Madrid : Editorial Edaf, 2011 (ISBN 978-84-414-2142-4)
- Pedraza Jiménez, Felipe Blas. El universo poético de Lope de Vega. Madrid : Ediciones del Laberinto, 2011 (ISBN 978-84-8483-065-8)
- Rozas, Juan Manuel. Estudios sobre Lope de Vega. Madrid: Cátedra, 1990 (ISBN 978-84-376-0957-7)
- Oberennoù Lope de Vega
- Antología poética. Barcelona : Ediciones Orbis, 1994 (ISBN 978-84-402-1624-3)
- Cancionero musical de Lope de Vega. Madrid : Consejo Superior de Investigaciones Científicas, 1986 (ISBN 978-84-00-06207-1)
- Colección de las obras sueltas assi en prosa como en verso de Frey Lope Felix de Vega Carpio. Madrid : Arco Libros, 1990 (ISBN 978-84-7635-062-1)
- Epistolario. Madrid : Real Academia Española, 1989 (ISBN 978-84-600-7292-8)
- Historias de Lope de Vega. Prientet gant Luis Alberto de Cuenca. Madrid : Editorial Anaya, 1998 (ISBN 978-84-207-8289-8)
- Lírica. Madrid : Editorial Castalia, 1980 (ISBN 978-84-7039-318-1)
- Obras escogidas. Madrid : Editorial Aguilar, 1987 (ISBN 978-84-03-00990-5)
- Obras poéticas. Edición de José Manuel Blecua. Barcelona : Planeta, 1974
- Rimas humanas y otros versos. Barcelona : Ediciones Crítica, 1998 (ISBN 978-84-7423-843-3)
- Rimas. Valladolid : Editorial Simancas, 2006 (ISBN 978-84-85232-69-7)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) 'Análisis del Arte Nuevo de Lope de Vega'. Kavet : 30 Even 23.
- (es) 'Atlas hist+rico-escénico del teatro español de los siglos XII y XVIII'. Kavet : 30 Even 23.
- (es) 'Bibliografía'. Kavet : 30 Even 23.
(es) 'Bibliotheca virtual Miguel de Cervantes'. Kavet : 30 Even 23.
- (es) 'Casa museo Lope de Vega'. Kavet : 30 Even 23.
- (es) 'El arte nuevo de hacer comedias en este tiempo, de Lope de Vega'. Kavet : 30 Even 23.
- (es) 'Nueva biografía de Lope de Vega / Cayetano Alberto de la Barrera'. Kavet : 30 Even 23.
- (es) 'Wikicitas'. Kavet : 30 Even 23.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez an akta badeziant, meneget e : (es) Joaquín de Entrambasaguas, Vida de Lope de Vega, Ediciones Labor, 1936, p. 20 ; Lope Félix de Vega Carpio e voe e sinadur adalek 1625, ha Frey Lope Félix de Vega Carpio adalek 1631 : (es) Manuel Sánchez Mariana : Los autógrafos de Lope de Vega
- ↑ (es) 'El verdadero amante'. Kavet : 30 Even 23.
- ↑ (es) 'Otros sonetos, 38. Kavet : 30 Even 23.
- ↑ (es) 'La Dorotea'. Kavet : 30 Even 23.
- ↑ (ISBN 978-3-86527-175-4)