Anagramm

Eus Wikipedia

An anagramm (gresianeg ανά, « war-gil », ha γράμμα, « lizherenn ») pe tregejad[1] zo ur c'hoari gerioù. Eskemm a reer lec'h al lizherennoù en un anv pe ur ger pe e meur a hini evit sevel gerioù pe anvioù all hag o deus ur ster. C'hoari dinoaz e c'hall dont da gaout un dalvoudegezh ezoterek. Studiet eo bet gant ar yezhoniourien — evel Ferdinand de Saussure — evel gant ar bredelfennourien ha barzhed a-vremañ.

An anagramm a oa ur c'hoari e mare an henamzer dija. Anavezet e oa en Europa a-bezh er Grennamzer. Krediñ a reer peurliesañ e vije bet ijinet arz an anagramm gant ar barzh gresianek Likofron, en henamzer.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. ANAGRAMME tregejañ nv. ; tregejad m. où. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, p. 73b.