Pèire Vidal

Eus Wikipedia
Pèire Vidal

Pèire Vidal (dibenn an XIIvet - deroù an XIIIvet kantved) a oa un troubadour okitanek eus Toloza. Mab e oa d'ur feurer en e aez. Degemeret e voe e lez ar c'hont Ramon V Toloza, ha diwezhatoc'h e voe o sevel barzhoniezh e lezioù all, evel re Alfonso II Aragon pe aotrouien all en Italia. Beajiñ a reas dre Italia, Kreiz Europa, Malta, Palestina. Kemer a reas perzh en Trede Kroaziadeg, da-heul e vistri. Kontañ a reer e oa un den didro ha fin, hag a save barzhonegoù ha kanaouennoù flour ha fromus.

Chomet ez eus 45 sonenn war e lerc'h ha sonerezh zo evit daouzek anezho. Un test int eus e arz.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E oberennoù


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.