Mont d’an endalc’had

Europa ar C'hreiz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kreiz Europa)
Un doare da welet Europa ar C'hreiz. Gwer teñval: lodennoù a vez lakaet enni; gwer sklaer: lodennoù a vez lakaet enni a-wechoù.
Rannoù Europa hervez ar struzh (kartenn saoznek).
Un doare all da welet Kreiz-Europa, diaezezet dreist-holl war ar sevenadur hag an istor. Gwelet a reer emañ ar broioù balt e-barzh ha Slovenia ha Kroatia a-bezh (kartenn alamanek).

Europa ar C'hreiz, pe Kreizeuropa, pe c'hoazh Kreiz-Europa, a zo ur rannved eus kevandir Europa etre Europa ar C'hornaoueg hag Europa ar Reter. Gwall cheñch-dicheñch eo bevennoù ar re-mañ avat. N'eo ket kemeret e kont gant Aozadur ar Broadoù Unanet evit e stadegoù (na ra nemet gant Europa an Norzh, Europa ar Reter, Europa ar Su hag Europa ar C'hornaoueg), met deuet eo diouzh ar c'hiz en-dro abaoe m'eo aet da get ar gael houarn e deroù ar bloavezhioù 1990. A-raok e oa rannet strizh ar c'hevandir gant Europa ar Reter (a heulie strizh an URSS), hag Europa ar C'hornaoueg (a oa dre vras eus tu an Amerikaned), ha rannet e oa Kreiz ar c'hevandir dre an hanter.

N'eo ket gwall aes bevenniñ sklaer pere eus ar stadoù a zo da lakaat e-barzh ha pere n'emaint ket. Dre vras e c'haller lakaat ar re-mañ:

Al lodennoù-mañ a vez lakaet e-barzh ivez a-wechoù evit abeg-pe-abeg (sevenadurel, douaroniezhel, pe istorel):



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.