Mont d’an endalc’had

Yann Guillamot

Eus Wikipedia
Yann Guillamot
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Micherkelenner, Kalvez Kemmañ
Kargchairperson Kemmañ

Yann Guillamot (Yann Gwilhamod), bet ganet e 1949 e Ploveilh, zo ur c'honter brezhonek hag un arbennigour war al lennegezh dre gomz. Aet eo d'an Anaon d'an 18 a viz Even 2025 e Pont 'n Abad.

Ganet en ur familh kouerien, Yann Gwilhamod a voe desavet e brezhoneg. Mont a reas da vezañ munuzer betek ma voe paouezet ober goude ur gwallzarvoud, hag eñ en e oad gour. Pa oa o klask gouzout petra ober e tivizas adstagañ gant e studioù war ar brezhoneg, p'en doe tapet un testeni war ar studioù keltiek e Skol-veur Roazhon er mare ma plije dezhañ mont da enrollañ traoù a bep seurt a veze kontet dezhañ gant tud e gumun. Renket en doa ar c'hontadennoù dastumet e-pad un tregont vloaz bennak ha diwar an dafar-se en doe soutenet ur c'hounskrid ken e tapas ur vestroniezh pa voe tri-ugent vloaz.

Kelennet en deus da c'houde evit Kelenn (Kreizenn stummañ Diwan), Mervent ha Roudour.

Embannet en deus 5 barzhoneg, un danevell hag ur gontadenn er gelaouenn lennegel Al Liamm. Diwar e zorn ez eus deuet ivez daou levr koñchennoù ha marvailhoù e ti-embann Al Liamm.

Embannet en deus meur a studiadenn er gelaouenn a yezhoniezh "Hor Yezh" ha kaset 682 enrolladur da Zastum[1]. Echuet en deus ur mell "Geriaoueg Glazig ha Bigouden" a vo embannet gant Al Liamm.[2]

  • Krouidigezh ar vaouez, Komz hag arz Breizhek, 1975. Lenn en linenn war lec'hiad an I.D.B.E.
  • Straed ar sec'hedien ha koñchennoù all, Al Liamm, 2017
  • Ar vuhez diamzeriet ha marvailhoù all, Al Liamm, 2020
  • Youenn Drezen dastumer en e amzer, in E koun Youenn Drezen, Al Lanv, 2023

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Camille Pineau, Pas une heure sans que je pense en breton; Ouest-France, 24 Ebrel 2023.
  • Bernez Rouz, L'humour cornouaillais de Yann Guillamot, 10/12/2017, Lire en ligne sur le site Trésor du breton écrit.