Mont d’an endalc’had

Barzhoniezh vrezhonek

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar varzhoniezh vrezhonek eo hollad an oberennoù skrivet pe gomzet a denn d'un eztaoladur lennegel a zo aparchant d'ar varzhed abaoe m'emañ ar brezhoneg en implij. Koulskoude n'eo ket puilh an oberennoù barzhoniel a-raok an XIXvet kantved ha dre-se ne gaver ket an holl seurtoù barzhoniezhoù e brezhoneg (ar meurganoù, da skouer). En amzerioù koshañ e veze implijet ur reizhiad gwerzaouiñ ha n'eus ket chomet kalz a roudoù anezhi. Pelloc'h e voe levezonet ar varzhed gant ar barzhoniezhoù savet nes dezho, koulz er gwerzaouerezh hag en traoù eztaolet.

Istor ar varzhoniezh kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhed hep oberennoù anavezet en oadoù teñval

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e bennad diwezhañ embannet e 1987 e talc'h Léon Fleuriot da sevel un daolenn eus ar gevredigezh e Breizh adalek ar Vvet kantved betek an XIvet kantved, pa oaq ar sevenadur henvrezhonek o ren en daou du da Vor Breizh. Ne veze komzet ha skrivet gant an dud desket nemet al lingua brittanica, ar yezh vreizhek, da lavaret eo an henvrezhoneg, er broioù predenek, koulz e Kembre, e Kernev-Veur hag e Kornôg Breizh (Devnon ha Kerne da gentañ). Ne chom nemet roudoùigoù eus ar pezh a veze skrivet : dornskrid Leiden, spisc'herioù ha treuzskrivadurioù kembraek eus barzhonegoù Aneirin ha Taliesin. Ar brezelioù diniver a voe oc'h ober o reuz e Breizh adalek Charlez Veur (IXvet kantved) betek Brezelioù ar Relijion er XVIvet kantved) a c'hell bezañ bet abegoù evit dilezel ha distruj an dornskridoù dizimplij.

En testennoù latin e kaver roudoù eus barzhed anvet citharista pe joculator oc'h ambroug pennadurezhioù evel kont Kerne Hoel II (XIvet kantved) pe eskob Dol.

Ouzhpenn se e seblant da lod arbennigourien e c'hellfe bezañ bet ur varzhoneg meuleudi kañv en enor d'ar roue Yezekael, un droidigezh diwar ur marvnad savet e brezhoneg, evel ma rae Kembreiz eus an oberennoù-se. Pelloc'h e weler Rivallonus, filius an Bard meneget e diellevr abati Kemperle e 1130-1139[1]. Chomet eo ar ger bard e brezhoneg (barzh) koulz hag e kembraeg (bardd).

E Kembre hag en Iwerzhon e veze stummet an danvez barzhed e skolioù savet a-ratozh hag e tlee ar varzhed sevel o barzhonegoù hep skrivañ anezho, astennet en deñvalijenn ha paket en o flaidoù. E Kembre e weler al lec'hanv Iskoldy, a zo kenster gant Scoldy ("skoldi") a gaver en Edern abaoe penn ar XVvet kantved[2]. Embann a ra Herve Bihan :

"Ne ouvezomp nemet un dra asur, a-benn ar fin : kendalc'het ez eus bet gant ar sistem gwerzaouiñ kozh - sistem an enklotennoù - en daou du da vMor Breizh, ha se pa oa troc'het an darempredoù etre ar broadoù predenek abaoe an XIIvet kantved… Diouzh o zu, Emil Ernod, Gwennole ar Menn ha Léon Fleuriot o devoa merket penaos ne c'halle ket ar sistem gwerzaouiñ kozh bezañ deuet betek ennomp hep ma vije bet skolioù da stummañ ar varzhed a rae gantañ."

[3]

Implijet e voe reizhiadoù gwerzaouiñ dre enklotennoù e Kembre ken e voe eilet dornskridoù hengembraek a zo deuet betek hon amzer.

Estreget ar frazenn engravet a weler war ul laour-vaen en ur chapel eus Bro-Gwened ne voe kavet testenn henvrezhonek ebet a-raok kreiz an XIIIvet kantved, an hini silet evit distennañ e spered gant Ivonet Omnes pa oa oc'h eilañ dornskrid Speculum Historiale Visant Beauvais. Kentañ skouer eus ur barzhoneg brezhonek enklotennet eo, ken berr ma 'z eo. Ne greder ket e oa Ivonet Omnes oberour ar barzhoneg. Léon Fleuriot en doa kinniget un treuzskrivadur evit tostaat ouzh an distagadur hag un droidigezh.

An guen heguen am louenas
An hegarat an lacat glas…
Mar ham guorant va karantit
Da vout en nos oh he kostit
Uam garet nep pret…

An wenn hewen am lowenas
An hegarat an lagat glas
Mar ham guorant ma karantidh
Da vout in nos okh he khostidh
Wamm garet nep pret…

Troidigezh azasaet diwar kinnigadenn c'hallek Léon Fleuriot : "An (hini) wenn am laouenas, (an hini) hegarat he lagad glas / Ma gwarant din va c'harantez / Da vout en noz en he c'hostez,/ Maouez karet, nep pred…

 Laeoù Breizh gant Marie de France pe dianav

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek an XIIvet kantved e reas berzh barzhonegoù romanek-gallek e furm kontadennoù berr a veze anvet laeoù Breizh ; Marie de France o vezañ an oberourez anavezet nemeti ; reoù all a voe savet diwar he skouer.

Merzout a reas Gaston Paris e 1879 "ez eo laeoù Breizh a orin keltiek, a-dra-sur, evel m'eo diskouezet gant anvioù al lec'hioù, koulz hag an anvioù-tud".

Barzhoniezh kentelius e krennvrezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir barzhoneg relijiel diwar oberennoù latin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Kervarker e voe studiet pizh, evit ar wezh kentañ[4], teir barzhoneg a gaver da heul Pasion ha Dasorc'hidigezh Jezus Krist e-barzh ul levr moullet e 1530 e Pariz.

 Misterioù kristen gant  enklotennoù hag hepto

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mister eo an anv roet (diwar ar galleg) d'ar pezhioù-c'hoari a veze savet er Grennamzer evit kenteliañ an dud gant istorioù relijiel en ur c'hlask degas dudi ivez.

Kantikoù an Tad Maner hag e heulierien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoariva-pobl "keltiek"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel pezhioù e gwerzioù evit ar vondianed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhoniezh vrezhonek vodern ha rakgwalarnek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prosper Proux, kentañ barzh lik oc’h embann e oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1838, pa ne oa ket gantañ ur saviad asur, e lakaas Prosper Proux embann ul levrig gant kanaouennoù gwerzaouet, met savet gant ur spered fentus pe lu. Ken displijet e voe ar pennadurezhioù relijiel ma voe lañset ur chaseadenn war ar skouerennoù evit herzel d'o lenn. Koulskoude e timezas d'ur benhêrez pinvidik hag e kavas ur post tailhanter e Gwerliskin.

Aogust Brizeug, kentañ barzh lidet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1836 e tibunas Aogust Brizeug ur varzhoneg kanet, Barzonek pé kanaouen ar Vrétoned, a lakaas holl arvesterien banvez kentañ Brezhoned Pariz da dridal en "un darzhadenn virvilh diaes he zreiñ" (Teodor Kervarker, nebeut amzer goude)[5] hag e tleas he adlavaret meur a vezh dirak bodadegoù all. Brudet e voe an diskan : Ni zo bepred Bretoned / Bretoned, tud kalet.

Ha pa dennas Brizeug e vrud vras eus e varzhonegoù gallek, gant ur gwir vestroniezh anavezet gant al lenneien, ec'h embannas e 1844 un teskad barzhonegoù hollvrezhonek, Telenn Arvor, ar c'han illur ennañ, a vez priziet un tamm izeloc'h eget e oberennoù all. Padal e chom Aogust Brizeug ar barzh kentañ m'eo bet degaset ar varzhoniezh piaouek ha lec'hel gantañdigomprenus.

Barzhoniezh vrezhonek ar c'hanaouennoù-pobl hep oberour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1834 e tisplegas Émile Souvestre da goumananterien ar Revue des Deux-Mondes e veze barzhonegoù-pobl e pep lec'h e Breizh.

Baleet em eus a-hed hag a-dreuz, selaouet em eus e vesaerien, e glaskerien-vara, e nezerezed ha kazi bep tro e kleven ur c'han nevez... Kammed goude kammed, mouezh ur bugel pe ur vaouez kozh (…) a gas a-bell ur bruzun eus ar balladennoù kozh war donioù n'int ket eus hon amzer, savet diwar-benn ur vurzhud en tremened pe un torfed en draonienn pe ur garantez varvel ! [6]

Un testeni sklaer eo eus an tech a oa gant ar Vrezhoned da vezañ sot gant ar c'han, hiniennel pe a-stroll. Ne oa ket ezhomm da vezañ eilet gant ur benveg-seniñ hag ar re-se ne vezent implijet nemet evit an darvoudoù bras, evit dañsal hep kanañ. Koulskoude, pep kanaouenn he doa bet un oberour, hag eñ dianav d'ar c'haner peurvuiañ, ha ma 'z ae ar c'hanaouennoù koshañ war zistummañ pe e-keñver an troioù-lavar pe anvioù an dud pe al lec'hioù e oa gouest ar ganerien da zibunañ miliadoù a werzennoù hep implij skridoù.

En Europa a-bezh, goude 1830 e teuas ar c'hiz d'ober enklaskoù war ar varzhoniezh a veze kanet gant pep pobl, pa grede d'al lenneien e c'hellfent kavout roudoù eus an Henamzer, testenioù amzerioù tremenet d'an nebeutañ. Lañset e voe al lusk diwar spered ar romantelezh ha kredet e veze e c'hellfe barzhed kouerien bezañ mammennoù a-stroll al lennegezh dre gomz. Lennegezh-pobl ar Vrezhoned a seblantas bezañ bet diskoachet gant Teodor Kervarker pa embannas ar Barzaz Breiz e 1839.

Barzhoniezh lik ha relijiel er XIXvet kantved 

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un tu e voe lakaet war wel gant barzhonegoù Barzaz Breiz pegen gwevn eo ar brezhoneg evit gwerzaouiñ, met en un tu all ne voe ket roet kalz frankiz d'ar varzhed da zispakañ santadoù ha ne vijent ket stag ouzh deskadurezh an Iliz katolik pe, washoc'h, ouzh "ar santimant broadel" gall, impalaerel pe republikan e ve. Diskouezet eo splann pa lenner levr barzhonegoù nemetañ Yann-Vari ar Joubiouz, "Doue ha mem Bro" embannet e 1844 ha kempred rik gant Telenn Arvor, oberenn un den a îliz ha ne c'hall ket sevel un destenn hep un elfenn relijiel. Ouzhpenn-se bro ar chaloni ne ya ket kalz pelloc'h eget Bro-Gwened. Kejet en doa gant Aogust Brizeug, pa oant diskibien o-daou e Skolaj Gwened.

Andon all ar varzhed eo ar c'hantikoù a voe savet e-leizh anezho gant ar veleien da heul Mikael an Noblez ha Juluan Maner ha stummet e voe ar gloer evit gwerzaouiñ en ur studiañ pizh al latin, an henc'hresianeg hag ar galleg, ken e voe aes sevel kantikoù dezho. Ur skouer eus an ampartiz-se eo Gwilherm Rikou (1778-1848), hag eñ, goude bezañ bet e Kloerdi bras Sant-Brieg ha aet da labourer-douar, a voe barrek da dreiñ fablennoù Aisopos (gresianeg) ha Fedr (latin) e brezhoneg gwerzaouet p'edo o labourat en e barkoù.

Priziet e veze ar varzhoniezh e pep bro hag e veze treuzkaset en Europa a-bezh ken e oa deuet dre ar saozneg barzhonegoù Ossian kinniget evel barzhoniezh gouezelek Skos, met pa voe graet ur veaj sevenadurel da Bro-Gembre gant ur strolladig Brezhoned e voe dizoloet ganto e c'hellfe ar varzhed bezañ ahel al luskad evit mirout an hengoun. Derc'hel a reas Kervarker hag e ziskibien da sevel ur framm degemer evit ar skrivagnerien dedennet gant ar brezhoneg, ar varzhed dreist-holl, hêred an hengoun lennegel ha poblel. Tro-dro d'ar gouizieg meur e voe savet Breuriez Breiz, e-lec'h ma veze kavet ar barzh a-enor Aogust Brizeug, met danvez barzhed vrezhonegerien ivez evel Fañch an Uhel, Yann-Vari ar Skourr, Charles de Gaulle, Yann-Wilhoù Herri.

Barzhoniezh vrezhonek en amzer kentañ Skolaj ar Varzhed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhoniezh vrezhonek adalek 1925

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur berzh bras a reas Skol Walarn, pa broudas da grouiñ kelaouennoù lennegel unyezhek ha lennegel-rik. A-raok ma teuas ar gelaouenn "Gwalarn e veze embannet barzhonegoù er c'hazetennoù gallek (Ar C'hourrier du Finistère, da skouer), pe magazinoù lies o sujedoù. Gant un nebeud barzhed e veze lakaet  embann o zorkadoù barzhoniezh. 

N'eus ket kalz a antologiezhioù o kinnig un teskad barzhonegoù brezhonek hepken. Notennet eo bet gant Hervé Abalain[7] "ma teuas war wel meur a antologiezh barzhoniezh e tro an (XXvet kantved)", darn anezho o veskañ barzhonegoù gallek ha brezhonek. Bleuniou Breiz Izel, embannet gant Kevredigez Broadel Breiz e 1902 eo an hini gentañ hollvrezhonek.

  • Yann-Wilhoù Herri (renerezh), Bleuniou Breïz : poésies anciennes et modernes de la Bretagne, Kemperle, Th. Clairet, 1862. Eil embannadur e 1888. Testennoù gallek ha brezhonek.
  • Bleuniou Breiz-Izel, dibab barzoniezou kurunet gant Kevredigez breiz e Kemperle = Fleurs de Basse-Bretagne, choix de poésies couronnées par l'Union régionaliste bretonne à Quimperlé, kentskrid gant Joseph Loth, Roazhon, Plihon et Hommay, 1902, 232 p.
  • Camille Le Mercier d'Erm, Les Bardes et poètes nationaux de la Bretagne armoricaine, anthologie contemporaine des XIXe-XXe siècles, kentskrid gant Anatole Le Braz, 2 levrenn, Roazhon, Plihon et Hommay, (s. d.)
  • Frañsez Jafrennou-Taldir, Breiziz 1810-1910, Karaez, Ti-moulañ ar Bobl, 1911. Sevel antologiezh al lennegezh vrezhonek eo ar mennoz, met darnvuiañ an oberourien dibabet a voe barzhed.
  • Abeozen, "Skridou e brezoneg krenn" E-barzh Sterenn, niv. 9, Gwengolo 1941.
  • Per Denez (renerezh ha kentskrid), Barzhaz : 1350-1953, Embannadurioù Al Liamm, 1954. 100 barzhoneg.
  • Yann-Bêr Piriou, Défense de cracher par terre et de parler breton; poèmes de combat (1950-1970). Honfleur, P. J. Oswald, 1971. Antologiezh barzhonegoù divyezhek brezhoneg-galleg.
  • Abeozen, Barzhaz 1839-1939, Levrenn 1, Mouladuriou Hor Yezh, 1987, 188 p. (ISBN 2868630332). Adembannet e 2000 : (ISBN 9782868630339)
  • (en) Jacqueline Gibson, The Turn of the Ermine: An Anthology of Breton Literature - Selected and translated by Jacqueline Gibson and Gwyn Griffiths. London, Francis Boutle, 2005 (ISBN 978-1-903427-28-6). Gant meur a varzhoneg brezhonek hag an droidigezh saoznek tal ouzh tal.
  • Gwendal Denez & Herve Bihan, Barzh ha Marzh : un dibab barzhonegoù savet e brezhoneg : 14vet-21vet, Embannadurioù An Alarc’h, 2012.
  • 366 haïku : vingt ans de concours de poésie = ugent vloaz a varzhoniezh : 2001-2020, Keit Vimp Bev, 2020. Teskad aozet gant ar gelaouenn Hopala!

Reizhiadoù gwerzaouiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An enklotennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Joseph Loth hag Emil Ernod e voe studiet ar gwerzaouriñ a gaver er misterioù hag er barzhonegoù brezhonek kozh. Eus Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff (barzhoneg diougan, war-dro 1450) betek Trajedien sakr (barzhoneg danevellañ savet gant Yann Kadeg war-dro 1651 diwar-benn Pasion Jezuz Krist) e weler testennoù relijiel (war-bouez An Dialog…) savet gant beleien o vestroniañ ar cynghanedd lusg ("kengan lusk") evel ma rae Kembreiz kozh anezhañ pa n'eus nemet div enklotenn, e-kreiz ar werzenn hag en dibenn.
Klasket ez eus bet gant un nebeut barzhed adsevel ar werzaouriezh-se dilezet abaoe kantvedoù (an oberenn diwezhañ gant enklotennoù a voe ‘’Tragedienn sakr’’ war-dro 1650). Embannet ez eus bet barzhonegoù Roparz Hemon, Zavier Langleiz, Gwilherm Berthou-Kerverzhiou ha Herve Seubil gKernaudour.

Prizioù evit ar varzhoniezh vrezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Priz Imram. N'eo ket ur priz evit an oberennoù barzhoniel hepken, met an darnvuiañ eus ar re c'haredonet a voe barzhed evel an hini kentañ loreet, Maodez Glanndour, hag a skrivas Imram.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Emil Souvestr, "Des poésies populaires de la Basse-Bretagne. 1 Poésies". E-barzh Revue des Deux-Mondes, Levrenn 4, 1834 (p. 489-537). Da vezañ lennet war  [1] Wikisource.
  • (fr) Emil Souvestr, "Des poésies populaires de la Basse-Bretagne. 2 Tragédies". E-barzh Revue des Deux-Mondes, Levrenn 1, 1835 (p. 367-417). Da vezañ lennet war [2] Wikisource.
  • Fañch an Uhel, ‘’Deux bardes bretons du XIXe siècle : Auguste Brizeux et Prosper Proux’’, Kemperle, L.-T. Clairet, 1888, 25 p.
  •  Joseph LothLa métrique du moyen breton, 19... Da vezañ lennet enlinenn la bibliothèque numérique de l'Université Rennes 2
  •  Emil ErnodL'ancien vers breton, Pariz, Honoré Champion, 1912.
  •  René Largillière, "Le dialogue entre Arthur et Guinclaff". E-barzh Annales de Bretagne, Levrenn 38, niv. 4, 1928. p. p. 627-674.

[www.persee.fr/doc/abpo_0003-391x_1928_num_38_4_1649 Da vezañ lennet enlinenn war Persée]

  • Youenn Drezen, « Brizeug, paeron ar vrezhonegerien nevez". E-barzh Arvor, niv. 150, 28 Du 1943.
  • Pêr Denez, "Hent hor barzhoniezh". E-barzh Al Liamm, niv. 41, l953. Adkemeret evel kenskrid Barzhaz : 1350-1953'' (Embannadurioù Al Liamm, 1954).
  •  Frañsez KervellaDiazezoù ar sevel gwerzioù, Embannadurioù Al Liamm, 1965.
  •  Maodez GlanndourBarzhoniezh maread Gwalarn. E-barzh Al Liamm, niv. 124, l967.
  • Myles Dillon & Nora Chadwick, The Celtic Realms, Londrez, Weidenfeld and Nicolson, 1972.
  •  Léon Fleuriot, "Langue et société dans la Bretagne ancienne". E-barzh Jean Balcou & Yves Le Gallo, Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, Champion-Slatkine, 1987, p. p. 7-28.
  •  Per-Jakez Hélias. Niverenn ispisial. E-barzh Brud Nevez niv. 172, 1994.
  • Gwendal Denez, «  Barzhoniezh maread Gwalarn : modern pe get ? ». E-barzh Klask, niv. 3, 1996.
  •  Aline Gleoneg, "Krouadelezh ha steuzidigezh er barzhonegoù gant Youenn Drezen". E-barzh Al Liamm, niv. 317, 1999.
  •  Pascal Rannou, Inventaire d'un héritage - Essai sur l'œuvre littéraire de Pierre-Jakez Hélias, An Here, 2000. Adembannet e 2014 gant Embann ar Menezioù Du.
  •  Francis Favereau (renerezh), Pierre-Jakez Hélias : bigouden universel ?, Aktaoù an emgavioù etrebroadel, Skol-veur Roazhon 2, 24-25 Gwengolo 1999, Roazhon, Presses universitaires de Rennes, 2001, ISSN 978217708494. Galleg ha brezhoneg.
  •  Reun ar C'halan, "Stumm ha ster ar stourm speredel e barzhonegoù Maodez Glanndour". E-barzh Al Liamm, niv. 331, 2002.
  •  Goulc'han Kervella, "Glenmor, skrivagner brezhonek".  E-barzh Al Liamm, niv. 387, 2011.
  •  Herve Bihan, "Notennoù diwar-benn al lec'hanv krBr. Scoldy, ar varzhed ha dibenn arver ar c'hlotennoù diabarzh". E-barzh Hor Yezh, niv. 276, Kerzu 2013, p. p. 37-39. 
  •  Kristian Braz, "Ar Micheriou, Barzhonegoù Ivonig Picard (1859-1925) da lenn ha da glevet". E-barzh Al Liamm, niv. 421, 2017.
  •  Herve Seubil gKernaudour, "Hentoù nevez evit barzhoniezh vrezhonek an dazont ?". E-barzh Al Liamm, niv. 421, 2017.
  •  Erwan Hupel, "Ar varzhed a-vremañ hag ar c'hlotennoù-diabarzh". E-barzh Al Liamm, niv. 441, 2020.
  • Joseph Rio, Auguste Brizeux 1803-1858 : inventeur de la Bretagne ?, Roazhon, Presses universitaires de Bretagne, 2021, 262 p., Dastumadeg Bretagne références. (ISBN 9782753581869)
  • Herve Bihan, « La période du vieux-breton et des débuts du moyen-n-breton : les lais bretons, une littérature perdue entre traces anciennes et traditions tardives », E-barzh La littérature en langue bretonnes des origines à nos jours’’, Gourin, Embann ar Menezioù Du, 2024. 
  • Herve Bihan, « De la littérature en moyen breton : littérature et société - entre tradition multiséculaire et contacts », E-barzh La littérature en langue bretonnes des origines à nos jours’’, Gourin, Embann ar Menezioù Du, 2024. N’eus ket chomet nemet testennoù gwerzennet eus ar mare-se.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Eil embannadur, p.164.
  2. Studiet eo bet ar c'hraf-se gant Herve Bihan : koshoc'h eo furm al lec'hanv eget ar meneg kentañ anezhañ. Ul lec'hanv bev a gaver, nemet e veze reoù all gwezhall e GwitalmezeLambaol-GwitalmezeKerien Kerne ha Priel.
  3. Herve Bihan, Notennoù diwar-benn al lec'hanv kr Br. Scoldy, ar varzhed ha dibenn arver ar c'hlotennoù diabarzh, Hor Yezh, 2013.
  4. Poèmes bretons du Moyen-Âge, 1865.
  5. Teodor Kervarker a ouzhpennas, naontek vloaz goude : Den ebet, kent hor barzh, n'en devoa soñjet e kanañ Breizh, Breizh keltiek wirion, e brezhoneg. [...] Gant birvilh e tegemeras-hi ar vuzenn vreizhat wirion, daoust d'he neuz lentik hag he fouez-mouezh parizian. Ar saliad a-bezh a savas, hag a adkanas a-gor an diskan a zo bet adkanet kel lies gwech abaoe : Ni zo bepred Bretoned / Bretoned, tud kalet. »
  6. J’ai parcouru le Finistère en tout sens, j’ai écouté ses pâtres, ses mendians, ses fileuses, et presque à chaque fois c’était un nouveau chant que j’entendais... À chaque pas, la voix d’un enfant ou d’une vieille femme lui jette, de loin, un lambeau de ces antiques ballades, chantées sur des airs comme on n’en fait plus, et qui racontent un miracle d’autrefois, un crime commis dans la vallée, un amour qui a fait mourir !. Emil Souvestr, "Des poésies populaires de la Basse-Bretagne. 1 Poésies". E-barzh Revue des Deux-Mondes, Levrenn 4, 1834.
  7. ’'Pleins feux sur la langue bretonne, p. 118.