Mont d’an endalc’had

Kristian ar Braz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kristian Braz)
Kristian ar Braz
Anv ofisiel Christian Le Braz
Obererezh Danevellour, troer
Ganedigezh 1949
Yezh skrivañ brezhoneg
Rumm lennegel danevelloù, romantoù evit ar re yaouank, troidigezhioù
Oberennoù pennañ
  • Spont (2008)
  • Kest (2009)
  • Rebetiko (2012)
  • Diskaner (2014)
  • Kroashent-tro (2020)
  • Moussa (2023)

Kristian ar Braz (skrivet ivez Kristian Braz) zo ur filmaozer breizhat, skrivagner ha troer, ganet e 1949 ha savet e Menez Are[1]. Bevet en deus en Alamagn, e Bro-Skos, e Hellas hag en Iwerzhon. Labouret en deus evit ar skingomz RCF Rivages e Brest.

Levrioù zo bet skrivet gantañ evit ar vugale hag ar grennarded. Troet en deus romantoù ha pezhioù-c'hoari. Skrivet en deus danevelloù a zo bet embannet er gelaouenn Al Liamm (Rebetiko en niverenn 394 ;Diskaner en niverenn 406). Bet en deus bet Kristian ar Braz Priz 2012 danevelloù e brezhoneg Kêr Garaez evit Rebetiko, e 2018 adarre evit Feunteun Santez Diboan, hag e 2023 evit E Penn ar Wern.

Embannet eo e filmoù war Vimeo k koulz ha war YouTube [1].

Stummadurioù berr e brezhoneg a ra ivez gant ar gevredigezh Blaz Produktion hag ober a ra war-dro ar webradio divyezhek Radio Ribin - Mouezh an Are ma kinnig ivez enrolladennoù testennoù lennegel.

  • A-hed ar c’hantved, Blaz Produktion, embannet gant TES (2007) (4 DVD, 5e30 a filmoù)[2]
  • Ti Dédé e Bro ar sivi, da welet e Kaouenn.net : [3].
  • Kudenn ebet
  • Hag ur bern reoù all, mui atersadennoù klok A-hed ar C'hantved : [4]

Romantoù ha danevelloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Kristian ar Braz, BED-BCD (lennet d'an 12/05/2025)