Mont d’an endalc’had

Brian Ó Nualláin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Flann O'Brien)
Bez familh Brian Ó Nualláin

Brian Ó Nualláin (hervez an iwerzhoneg) pe Brian O'Nolan (hervez ar saozneg) (5 Here 19111añ Ebrel 1966) a oa ur skrivagner ha kazetenner eus Iwerzhon.

Ganet e voe e An tSrath Bán, e kontelezh Tír Eoghain met tremen a reas e vugaleaj hag e yaouankiz e meur a lec'h all, e Bro-Skos, e Dulenn hag e Tulach Mhór. Goude studioù e Skol-veur Dulenn e kavas ul labour kargiad en ur ministrerezh e Dulenn hag en em lakaat a reas da skrivañ. E 1939 e embannas e levr kentañ, gant an anv-pluenn Flann O'Brien, At Swim-two-birds, ul levr hag a reas un tamm berzh. Skrivañ a rae ur pennad bep sizhun evit ar gazetenn The Irish Times, en iwerzhoneg hag e saozneg, dindan an titl An Crúiscín Lán (pe an Cruskeen Lawn e "saozneg"), sinet gant un anv-pluenn all, Myles na gCopaleen (pe Myles na Gopaleen), rak ne c'halle ket, evel kargiad, sinañ gant e anv gwir. Kalz a verzh a reas ar pennadoù fentus ha flemmus-se.

Er bloavezh goude e skrivas ul levr all, The third policeman. Soñjal a rae Flann O'Brien e oa e bennoberenn met ne gavas embanner ebet da neuze. E 1941 e embanns e levr brudetañ, An Béal Bocht, sinet Myles na gCopaleen. Dont a reas er-maez en iwerzhoneg ha n'eo nemet e 1973 e voe embannet un droidigezh anezhañ e saozneg, gant an titl The Poor Mouth. El levr-se e ra ar skrivagner al lu gant al levrioù eñvorennoù a oa bet embannet en iwerzhoneg. Ul levr fentus eo, ha flemmus war un dro. Ennañ e tispak Brian Ó Nualláin e zonezon hag e ijin en o barr.

Troet eo bet An Béal Bocht e brezhoneg gant Kristian Braz hag embannet gant an titl Chaokañ mizer (Mouladurioù Hor Yezh, 2014). Troet eo bet e galleg, evel Le pleure-misère, ou la triste histoire d'une vie de chien, gant André Verrier hag Alan E. ar Berr (Ombres, Toloza, 1994)

  • At Swim-Two-Birds, 1939
  • An Béal Bocht, 1941
  • The Hard Life, 1961
  • The Dalkey Archives, 1964
  • The Third Policeman, 1967

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]