Kristian ar Braz
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Kristian ar Braz | |
---|---|
Anv ofisiel | Christian Le Braz |
Obererezh | Danevellour, troer |
Yezh skrivañ | brezhoneg |
Rumm lennegel | danevelloù, romantoù evit ar re yaouank, troidigezhioù |
Oberennoù pennañ | |
kemmañ ![]() |
Kristian ar Braz zo ur filmaozer breizhat, ganet ha savet e Menez Are. Bevet en deus en Alamagn, e Bro-Skos hag en Iwerzhon. Labourat en deus evit ar skingomz RCF Rivages e Brest.
Levrioù zo bet skrivet gantañ evit ar vugale hag ar grennarded. Troet en deus romantoù ha pezhioù-c'hoari. Skrivet en deus danevelloù a zo bet embannet er gelaouenn Al Liamm (Rebetiko en niverenn 394 ;Diskaner en niverenn 406). Bet en deus bet Kristian ar Braz Priz 2012 danevelloù e brezhoneg Kêr Garaez evit Rebetiko.
Embann a ra lod eus e filmoù e kaouenn.net koulz ha video hag enrolladennoù lennegel war www.blazproduktion.bzh pe [1]
Stummadurioù berr e brezhoneg a ra ivez gant ar gevredigezh Blaz Produktion.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- A-hed ar c’hantved, Blaz Produktion, embannet gant TES (2007) (4DVD, 5H30 a filmoù)
- Ti Dédé e Bro ar sivi, da welet e Kaouenn.net : [2].
- Kudenn ebet
- Hag ur bern reoù all
Romantoù ha danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Spont, Keit Vimp Bev, 2008, 46 p., ISBN 978-2-86824-108-5 (Priz ar Vugale 2009)
- Kest, Keit Vimp Bev, 2009, 98 p., ISBN 978-2-86824-132-8 (Priz ar Yaouankiz 2010)
- Pelec'h emañ an Tad Nedeleg ?, Keit Vimp Bev, 46p, 2014, ISBN 978-2-86824-218-1.
- Rebetiko hag istorioù all (9 danevell), Al Liamm, 2016, ISBN 978-2-7368-0117-5
- Kest (aodiolevr gant testenn PDF da heul), Al Liamm, 2018
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- e galleg :
- Troidigezh romant Roparz Hemon, Nenn Jani - A Brest au début du siècle, Coop Breizh, 1998, ISBN 978-2843460371.
- Irlande libre vers une paix durable, gant Gerry Adams, Éditions Apogée, 1996, ISBN 978-2-909275-71-0
- Orangeman et autres histoires, danevelloù gant Fred Johnston, Terre de brume, 2010, ISBN 978-2-84362-438-4
- e brezhoneg :
- Unan eus an dud o deus labouret da sevel CP mat da zeskiñ gant Pik-Pik eo (TES, 2002).
- Distro (Making it home), pezh-c'hoari gant Gerry McDonnell, embannet e 2013 gant Al Liamm gant ur CD. ISBN 978-2-7368-0096-3
- A-ziwar Logod ha Tud, gant John Steinbeck. Mouladurioù Hor Yezh. Troet diwar an amerikaneg (sic). 2013
- Chaokañ mizer (an Béal Bocht), gant Flann O'Brien, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh, 2014, ISBN 978-2-86863-172-5.
- Tev ar gwad, tanav an dour (No great mischief), gant Alistair MacLeod, Al Liamm, 2015
- Galv ar bed gouez (The Call of the Wild), gant Jack London, Mouladurioù Hor Yezh, 2016
- An diwaller er segaleg (The Catcher in the Rye), JD Salinger, Al Liamm, 2018
- Merc'hed war-dro (Amongst Women), John MacGahern, Al Liamm, 2019