Jack Kerouac

Eus Wikipedia
Jack Kerouac
Jack Kerouac
Jack Kerouac e-tro 1956 (skeudenn gant Tom Palumbo)
Anv ofisiel Jean-Louis Kerouac
Obererezh romantoù, barzhonegoù
Ganedigezh 12 a viz Meurzh 1922
e Lowell (Massachusetts)
Marv 21 a viz Gwengolo 1969
e St. Petersburg (Florida)
Yezh skrivañ saozneg (ha galleg)
Luskad lennegel Beat Generation
Oberennoù pennañ
  • On the Road (1957)
  • The Dharma Burns (1958)
  • Mexico City Blues (1959)
  • Satori in Paris (1962)

Sinadur Jack Kerouac signature.svg

Jack Kerouac (distaget: [ˈkɛruːæk] pe [ˈkɛrɵæk]), ganet Jean-Louis Kérouac d'an 12 a viz Meurzh 1922 e Lowell (Massachusetts) ha marvet d'an 21 a viz Here 1969 e St. Petersburg (Florida), a zo un arzour, ur skrivagner hag ur barzh stadunanat lakaet da vezañ e-touez ar re bennañ eus an XXvet kantved, arouezius eus ar Beat Generation.

E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Jean-Louis Kérouac ent-ofisiel, ha lesanvet e oa "Ti-Jean" gant e familh. Goude e roas da c'houzout e oa e anv Jean-Louis Lebris de Kérouac peogwir en doa disklêriet e hendad an anv « Maurice-Louis-Alexandre Le Bris de Kervoach » e 1732 p'en doa dimezhet[1]. An holl dud anvet Kirouac, Keroack, Kerouac, etc, e Kebek a ziskenn eus an Kervoach-se.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tad Kerouac, Leo a oa ganet en ur familh a blanterien patates e parez Saint-Hubert-de-Rivière-du-Loup, Kebek.

En e vugaleaj pa oa 4 bloaz, e voe mantret gant marvidigezh e vreur ennañ a oa 9 vloaz. Da c'houde e kontas, e oa e vreur, hañval ouzh un ael en oabl, oc'h ambroug anezhañ.

Galleg a gomze Kerouac hepken, kent stagañ da zeskiñ ar saozneg da 6 vloaz, neoazh ne oa ket ampart c'hoazh war ar saozneg a-barzh bout 10. Er feiz katolik e voe desket gant e vamm, devot ma oa hi.

Barrek e oa Kerouac evit redek er mell-droad amerikan, ha neuze e voe tapet gant skipailh Columbia University.

Pa voe echu gant e garierenn melldroader amerikan, e yeas maez ar skol-veur. En em stummañ a reas d'al lennegezh ha d'ar sevenadur e unan. Bevañ reas neuze e Upper West Side e New York gant e vignonez Edie Parker. Dar c'houlz-hont e deroù ar bloavezioù 40 e reas anaoudegezh gant tudennoù ar Beat Generation, a voe ur skol evit 'n em stummañ. Kavout a raer alies anv anezho en e zanevelloù : Allen Ginsberg, Neal Cassady, John Clellon Holmes, Herbert Huncke, Lucien Carr ha William S. Burroughs.

E 1942, e yeaz Kerouac el lu stadunanat, hag e 1943 e yeas en US Navy.

E 1951 e voe embannet e levr "On the road", a zanevell e avanturioù, pa oa war an hent, o treizañ ar SUA, ambrouget gant e geneil Neal Cassady. Al levr a zo dre vras ur skridbuhez o kontañ troioù, ha distroioù Kerouac o vont evel ur beajour ergerzhour etre reter ha kornôg ar SU. A-wechoù 'mañ oc'h ober biz meud, pe war kein un tren noz, pe war droad. Evelkent, n'eo nemet da 34 e teskas bleinañ, ha n'en doe biskoaz a aotre bleinañ, Neal a vleine ar c'hirri avat.

Brudet eo da vezañ skrivet dizehan, e-doug 20 devez, "On the road", war ur folenn baber, hir spontus, 37 metrad. Evit chom gant ul lusk ha bezañ bagol ha divrall rak ar skuizhder e tapas a bep seurtoù dramm : benzedrin, sigaretennoù, tasadoù kafe, ha bolennadoù soubenn.

Ar stumm-se da skrivañ dizehan a voe unan eus perzhioù heverk e zoare skritur. Ar stil a ro da grediñ e oa deuet trumm war e spered an eñvorennoù a skrivas dillo war e vekanik skrivañ, hogen priented e oant bet en araok, skrivet ma oant bet gantañ ende war karnedoù bihan e-kerz e veajoù.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danevelloù ha romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lizheroù, deizlevrioù, pennadoù-kaoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennnoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez Patricia Dagier et Hervé Quéméner en o levr "Jack Kerouac, Breton d'Amérique".