Marvnad
Ar marvnad zo ur c'han pe ur varzhoneg savet war-lerc'h marv unan bennak evit e enoriñ.
Marvnad ha klemmgan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemm a vez graet peurvuiañ etre marvnad ha klemmgan. En Hellaz kozh e veze graet θρῆνος / thrếnos (eus θρέομαι / thréomai, « garmal ») eus klemmvanoù kanet da vare an obidoù. Evit ar c'hlemmgan a zispleg klemmoù ar barzh e n'eus forzh peseurt degouezh. Ur skouer splann eo Marienbader Elegie, gant Goethe, diwar-benn e dristidigezh goude kaout ur c'habestr gant ur briñsez.
E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Unan eus kefridioù ar varzhed vrezhon e oa kanañ marvnad ar priñs. Sed a veze graet gant Barzhed ar Briñsed e Kembre.
E kembraeg pe e kumbrieg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Y Gododdin, skrivet gant ar barzh Aneirin war-dro ar bloaz 600.
E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Hellaz kozh e oa kaoz eus elegeia.
E Roma e voe krouet ar marvnad roman gant Caius Valerius Catullus. Brudet eo ivez klemmganoù Albius Tibullus.
Er varzhoniezh c'hallek e vez kaoz alies eus marv bugale, evel e pezhioù Victor Hugo diwar-benn e verc'h Léopoldine.
Marvnadoù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Giovanni Boccaccio, Elegia di Madonna Fiammetta (1343)
- Jorge Manrique (c. 1440 – 1479) Coplas a la muerte de su padre
- Chidiock Tichborne, Elegy (1586)
- Luis Pereira Brandao, Elegiada (1588)
- John Donne, Elegies (1601)
- Paolo Rolli, Elegie (1715)
- Alexander Pope, Elegy to the Memory of an Unfortunate Lady (1717
- Thomas Gray, Elegy Written in a Country Churchyard (1751)
- Johann Wolfgang von Goethe, Römische Elegien (Elegie romane) (1795)
- Walt Whitman, "O Captain! My Captain!" e 1865 diwar-benn marv Abraham Lincoln.
- Sergio Corazzini, Elegia (raccolta) nel 1906
- Rainer Maria Rilke, Duineser Elegien (Elegie duinesi) (1923)
- Gabriele d'Annunzio, Elegie Romane (1906)
- Federico García Lorca, Llanto por Ignacio Sánchez Mejías 1935
- Luis Cernuda, Egloga, Elegia, Oda (1936)
- Emilio Ballagas, Elegia sin Nombre (1936)
- Zbigniew Herbert, Elegia na Odejscie (1990)