Walt Whitman
Walt Whitman | |
---|---|
![]() Walt Whitman e 1887 | |
Obererezh | Skrivagner, barzh, kazetenner |
Ganedigezh | d'an 31 a viz Mae 1819 e West Hills, Huntington (New York) |
Marv | d'ar 26 a viz Meurzh 1892 e Camden (New Jersey) |
Yezh skrivañ | saozneg |
Sinadur | ![]() |
kemmañ ![]() |
Walter Whitman, anavezetoc’h evel Walt Whitman (31 a viz Mae 1819 – 26 a viz Meurzh 1892) a oa ur skrivagner, barzh ha kazetenner eus Stadoù Unanet Amerika. Sellet a reer outañ evel unan eus pouezusañ barzhed ar Stadoù Unanet en XIXvet kantved[1] Brudet eo e zastumad barzhonegoù, Leaves of Grass, embannet evit ar wech kentañ e 1855. Derc'hel a reas Whitman da ouzhpennañ barzhonegoù d’an dastumad-se betek e varv e 1892[2].
Hervez an dud o deus studiet e vuhez hag e skridoù e oa Whitman pe heñvelreviat pe divreviat[3] Kement-se a dalvez e voe dael diwar-benn e varzhonegoù pa voent embannet evit ar wech kentañ, rak en XIXvet kantved e oa kalz a rakvarnioù a-enep an heñvelrevidi er Stadoù Unanet[4].
Kavout a reer en e skridoù ur savboent a-enep ar sklaverezh, dre vras. Hogen levezonet e oa gant ar rakvarnioù a oa e-touez an dud wenn en e amzer hag e enebiezh ouzh ar sklaverezh ne oa ket diazezet war ar gredenn e oa kevatal an holl bobloù[5].
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Franklin Evans (1842)
- Leaves of Grass (1855)
- Drum-Taps (1865)
- Memoranda During the War
- Specimen Days
- Democratic Vistas (1871)
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Walt Whitman: The Poetry Foundation
- ↑ NNDB
- ↑ The first great American poet
- ↑ A brief history of homosexuality in America
- ↑ Hutchinson, George ha David Drews : The Walt Whitman Encyclopedia: Racial Attitudes, e The Walt Whitman Archive