Rainer Maria Rilke
Rainer Maria Rilke | |
---|---|
![]() Rainer Maria Rilke, 1900 | |
Anv ofisiel | René Karl Wilhelm Johann Josef Maria Rilke |
Obererezh | Barzh dreist-holl, romantour, daneveller, saver pezhioù-c'hoari |
Ganedigezh | D'an 4 a viz Kerzu 1875 Praha, Bohemia, ![]() |
Marv | D'an 29 a viz Kerzu 1926 Montreux, ![]() |
Yezh skrivañ | alamaneg, ha galleg e fin e vuhez |
Oberennoù pennañ | |
| |
Sinadur | ![]() |
kemmañ ![]() |
Rainer Maria Rilke a oa ur barzh aostrian ganet e Praha d'ar 4 a viz Kerzu 1875 ha marvet d'an 29 a viz Kerzu 1926 e Montreux e Suis. Gwelet eo evel unan eus ar gwellañ barzhed alamanek.
Ar yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rainer Maria Rilke a zo ganet e Praha d'ar 4 a viz Kerzu 1875. E dad, ofiser en arme, en deus bet un esped micherel dister, hag a echuas e vuhez en ul labourat en un embregerezh trenioù. An emglev etre e dud a zaio war fallaat hag en em disrann a reas ar c'houblad. Ar vamm, Phia Rilke, doueüs ha frink, a bellas diouzh he mab. Rainer-Maria a c'houzañvo ar mank-se e-pad toud e yaouankiz. E oberennoù eus ar prantad-mañ a zo bet levezonet kalz gant an darvoud-mañ. Eus 1882 betek 1890, e zae er skol piarist (skolioù relijiel kenañ) ha goude e skol Sankt-Pölten e Aostria. E 1890 e krogas gant e studioù soudard e skol-uhel milourel Weisskirchen e Moravia. Met rankout a reas kuitaat an arme abalamour da gudennoù yec'hed. Kregiñ a reas e gentañ embannadurioù e kazetennoù 'zo. Met e 1891 e kuitaas ar skol-mañ evit mont en ur skol koñvers e Linz. Goude, e 1892 e tistroas e Praha e lec'h ma tremenas un tamm amzer er skol-veur (a-benn studiañ al lennegezh, an istor, ar brederouriezh hag istor an arz). E 1896 e zeas da genderc'hel e studioù e skol-veur München.
Bloavezhioù gant Lou Andreas-Salome[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er gêr-mañ, e kejas gant Lou Andreas-Salome, ha chom a rejont tost kenañ betek fin o buhez (dindan stumm ur garantez platonel). Kregiñ a reas da vat da skrivañ e gentañ barzhonegoù ha deizlevr Wegwarten, ul levr skignet digoust. Gant Salome e veajas e 1897 eus Wolfratshausen e-kichen München betek bannlev Berlin ma chomas betek 1901. E-pad ar c'houlz-se, e skrivas hag e embannas danevelloù evel Am Leben him(A-hed ar vuhez) pe Zwei Prager Geschichten (Daou istor eus Praha). Etre miz Ebrel ha miz Even 1899, e veajas e Rusia gant Lou hag he gwaz. En em gavout a rejont gant ar skrivagner rusian Tolstoi. Un eil beaj a reas e 1900 ma adwelas ar skrivagner. Goude-se e embannas al levr Vom lieben Gott und Anderes (Istor an aotroù Doue). E 1901, Rilke a zimezas gant Clara Westhoff, un diskibiez eus Rodin. Eus an eured-mañ, e voe ganet ur plac'h d'an 12 a viz Kerzu 1901 anvet Ruth Rilke. Met ar c'houblad a zispartias ur bloaz war-lerc'h. E miz Eost 1902, e zeas kuit da Bariz m'en doa c'hoant da labourat war ul levr diwar-benn Rodin.
Servij evit Rodin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E miz Ebrel 1903, e zeas kuit eus Pariz. Labourat a reas dreist-holl war e levrioù barzhoniezh o tont. Rilke a zo erruet en ur stad e lec'h ma ne ra nemet beajiñ ha labouraat war e oberenn. E 1904 e veajas e Roma hag e Skandinavia. Ar bloavezh goude e dremenas un tamm-amzer e Berlin met mont a reas da vevañ gant Rodin e Meudon evit bezañ e sekretour ha prientiñ un heuliad prezegennoù diwar-benn e implijour. Labourat a reas e-giz-se betek miz Meurzh e lec'h ma tad Rilke a varvas hag e miz Mae, e zarempredoù gant Rodin a zejiont war fallaat. Met en desped da-se e embannas memestra e levr diwar e benn.
Eus ar beajoù hag ar brezel betek fin e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etre 1907 ha 1914 e krogas un heuliad beajoù etre Afrika an Norzh, Bro-Egipt, Berlin, Bro-Spagn, Italia ha Bro-C'hall. Met paket-berr eo pa darzh ar brezel: sac'het eo e Bro-Alamagn. Soudardet eo bet Bro-Aostria met dieubet un nebeud mizioù diwezhatoc'h e 1916. Goude ar brezel ec'h adkemeras e vuhez graet gant beajoù, labourioù skritur ha prezegennoù bep an amzer met dreist-holl e Bro-Suis.
E 1922 e echuas Die Sonette an Orpheus (sonedenn da Orfeüs) ha Duineser Elegien (klemmgan Duineser). Met labourat a reas ivez war un droidigezh eus oberenn Paul Valéry. E 1924 e krogas un heuliad sizhunioù tremenet en ospitalioù. Kenderc'hel a reas da veajiñ etre Bro-Suis ha Pariz met d'an 29 a viz Kerzu, e varvas Rilke gant al leukemi.
Oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1893: Feder und Schwert
- 1894: Leben und Lieder
- 1895: Larenopfer
- 1897: Im Frühhfrost
- 1897: Traumgekrönt 1898, Advent
- 1898: Ohne Gegenwart
- 1898: Am Leben hin
- 1899: Zwei Prager Geschichten
- 1899: Mir zur Feier
- 1899: Das Buch vom mönchischen Leben
- 1899: Der Kardinal
- 1900: Vom lieben Gott und Anderes
- 1901: Das Buch von der Pilgerschaft
- 1902: Die Letzten
- 1902: Das tägliche Leben
- 1902: Das Buch der Bilder
- 1903: Das Buch von der Armut und vom Tode
- 1904: Geschichten vom lieben Gott
- 1905: Das Stundenbuch
- 1906: Die Weise von Liebe und Tod des Cornets Christoph Rilke
- 1907: Neue Gedichte
- 1908: Der neuen Gedichte anderer Teil
- 1909: Die frühen Gedichte
- 1909: Requiem
- 1910: Die Aufzeichnungen des Malte Laurids Brigge
- 1913: Erste Gedichte
- 1913: Das Marien-Leben
- 1915: Sieben Gedichte
- 1920: Die weiße Fürstin
- 1923: Die Sonette an Orpheus
- 1923: Duineser Elegien
- 1926: Vergers suivi des Quatrains Valaisans
- 1927: Les Fenêtres
- 1927: Les Roses
E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kanenn hini Langenau, troet gant Olier Mordrel, Ti-Moulerez Kenwerzel Breiz, Roazhon, war-dro 1932.
- Luskellerezh (barzhoneg) in Al Liamm nn 21 (troet gant Ronan Huon)
- Du-hont... (barzhoneg) in Al Liamm nn 21 (troet gant Ronan Huon)
- Araokaat (barzhoneg) in Al Liamm nn 131 (troet gant Abanna & Alan ar Berr)
- "Mervel a ranker pa anavezer" (barzhoneg) in Al Liamm nn 131 (troet gant Abanna & Alan ar Berr)
- Skridoù Malte Laurids Brigge (Danevell) in Al Liamm nn 293 (troet gant Anke Simon)
- Diskar an devezhioù (Barzhoneg) in Al Liamm nn 376 (troet gant Iwan Couée)