Guillaume Ricou
Guillaume Ricou (Gwilherm Rikoù hervez Lukian Raoul[1]), bet ganet e Tremael[2] (Bro-Dreger) d'ar 17 a viz C'hwevrer 1778 hag aet da Anaon er memes kumun d'ar 5 a viz Meurzh 1848, a oa ur mojennour ha skrivagner brezhoneg.
Desavet e voe gant e dud — Yann Rikoù ha Mari ar Saoz — a oa devezhourien o-daou. Dre ma tiskoueze bezañ troet gant ar studioù — desket en devoa lenn ha skrivañ tost e-unan-penn — e kelennas personed Plistin ha Plufur un tamm latin dezhañ. Oadet a eizh vloaz warn-ugent ez eas d'ar skolaj stag ouzh kloerdi bras Sant-Brieg e miz Here 1806. Ne oa ket tonket da vont da veleg ha, d'an 12 a viz Genver 1807, ec'h euredas da Marie-Jeanne Salou (1785-?) : mont a reas an dud nevez d'ober o annez da Blufur ma adkrogas Guillaume Ricou gant e vicher a labourer-douar. Nav bugel — Jean-Marie, Marie-Françoise, Claudine, Marie-Louise, Guillaume, Jean-Marie, Jean, Marie-Jeanne ha Marie Jeanne — o devoe etre 1807 ha 1826 hag unan eus o merc'hed-bihan a euredas d'ar pastor protestant ha skrivagner brezhonek Gwilh ar C'hoad (1845-1914).
Kavet un dastumad fablennoù gant Aisopos gantañ e krogas d'o zreiñ, pe o azasaat kentoc'h, e brezhoneg tra m'edo o labourat an douar en e barkoù. Deuet barregezh dezhañ war an danvez e pellaas diouzh skouer orin ar fablennoù henc'hresianeg tamm-ha-tamm. Goude ma voe prenet e zornskrid gant ur mouller eus Montroulez n'eo nemet e 1828 ma voe embannet an oberenn.
Hervez Lukian Raoul[1] en dije savet "prederiadennoù filozofel hag un droidigezh eus L'Avare ou l'École du mensonge" (ur pezh-c'hoari gant Molière (1622-1673) hep na vijent embannet.
N'ouzer ket re pegoulz resis e kejas Ricou gant ar pastor kembreat John Jenkins (1807-1872) a zistroas anezhañ ouzh ar gredenn brotestant. Gantañ en devoa kenlabouret da adwelet Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, an droidigezh eus ar Bibl kaset da benn gant Yann-Frañsez ar Gonideg (1775-1838) a vo embannet e 1866 e Sant-Brieg a-benn ar fin.
En e gozhni e talc'has ostaleri en e barrez c'henidik, a-gevret gant e wreg Mari-Janed. Lidet e voe e oferenn gañv gant e vignon ha kengredenneg Jenkins.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fablou Esop, troët en brezoneg, Ti-moullerezh Gwilmer, Montroulez, 1828
- Fablennou Troet euz a Latin en Brezonek, Moullerezh ar Bobl, Karaez
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Fablou Esop troët en brezonec e WIKIMAMMENN.
- (br) Fablennou Troet euz a Latin en Brezonek el lec'hienn Levraoueg Niverel Breizhek hag Europeat.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, pajenn 365.
- ↑ Un drev eus Plistin d'ar c'houlz-se.