Hopala!

Eus Wikipedia

Hopala! (istitlet La Bretagne au monde) a oa ur gelaouenn lennegel ha sevenadurel vreizhat, e galleg gant un tamm brezhoneg peurliesañ, krouet e 1998 gant Yann-Erwan an Disez war batrom ar gelaouenn gembreat "Planet". Renet eo bet gant Gérard Prémel ha goude-se gant Alain-Gabriel Monot.

Gouestlet e oa pep niverenn d'ur skrivagner pe d'ur sevenadur. Embannet e oa bet an niverenn diwezhañ, 59, e 2019.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek an niverenn 38 e oa bet embannet ur romant gant Paol ar Meur. Embannet ez eus bet ivez barzhonegoù gant Lan ha Bernez Tangi, Alan Botrel, Gwendal Denez ; danevelloù gant Goulc'han Kervella ; studiadennoù gant Herve Bihan.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]