Marie de France (barzhez)

Eus Wikipedia
Disambiguation.svg Ur pennad Marie de France zo ivez.
Marie de France, barzhez c'hallek.
Marie de France o kinnig he laeoù da Herri II Plantagenêt.

Marie de France a oa ur varzhez c'hall er Grennamzer hag ar c'hentañ skrivagnerez c'hallek anavezet. Krediñ a reer e oa ganet e Bro-C'hall, marteze e Normandi, hag e vevas e Bro-Saoz, war-dro dibenn an XIIvet kantved. N'ouzer mann eus he buhez, na pelec'h e veve, met brudet e oa un tamm bennak e lez ar roue saoz Herri II.


He fablennoù, adskrivet ganti diwar re Ezop, a voe lennet kenañ ha drevezet etre an XIIvet hag an XIIIvet kantved. Sevel a reas ivez laeoù, pe barzhonegoù tennet eus mojennoù Breizh. Gant tud evelti eo e voe brudet Danvez Breizh.

Bomm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • « Bretagne est poésie ». Brudet eo ar frazenn-se, bet adlavaret a-hed hag a-dreuz da lavarout n'eus forzh petra.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]