Lais de Marie de France
Neuz
Ur pennad Laeoù Marie de France zo ivez.
Al Lais de Marie de France zo un torkad 12 lae, da lavaret eo barzhonegoù eizhsilabennek krennc'hallek gant ar varzhez Marie de France (fl.1160-1210). N'ouzer ket piv e oa Marie de France ervat, nemet e oa bet ganet e Normandie hag e skrivas e Bro-Saoz he Lais awenet gant danvez Breizh.
Al leoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur Prolog (rakskrid) 56 eizhsilabenneg ennañ zo a-raok al lae kentañ.
- Guigemar — Gwiomarc'h zo ur marc'heg breizhat kadarn ha fur a zo dic'houest da garout ; goude gloazet ur c'harv en hemolc'h ez eo gloazet d'e dro, ha mallozhet gant ar c'hav : ne c'hello pareañ nemet pa garo ur vaoue hag he c'haro kement all.
- Equitan — Equitan (marteze Aquitan, roue ar Gorred e Trstan hag Izold), a zo ur roue avoultr gant pried e senesal.
- Bisclavret — Bisclavet zo ur baron hag a dro da vleiz garv hag en deus e zial digant e wreg difeal.
- Lanval — Ur marc'heg e lez ar roue Arzhur eo Lanval ; peowir e nac'h daremprediñ ar rouanez e tamall-hi heñvelrevelezh dezhañ.
- Les Deus Amanz — Pleustrer ur briñsez a rank he dougen betek barr ur run uhel e Normandi evit he gounez ; erru e laez e varv diwar ar skuizher, hag ar briñsez diwar c'hlac'har[1].
- Yonec — Ur mab bet ganet diwar avoultriezh a zial e vamm a zo dimezet gant ur c'hozhiad gwarizius.
- Laüstic — Ur vaouez dimezet a vag karantez ouzh he amezeg ; bemnoz ec'h da d'e welet dre doull ar prenestr. Pa c'houlenn he gwez perak e sav bemnoz e lavar-hi ez eo evir selaou kan an eostig. Ar pried a lazh al labous, setu n'he deus mui abeg ebet da sevel.
- Milun — Ur marc'heg e Kembre eo Milun ; ur bugel en deus a-vaez an dimez. E garantez zo rediet da zimeziñ gant ur gwaz all ; pa varv hennezh e timezont.
- Chaitivel — E Naoned ne c'hall ket ur marc'heg dimeziñ gant e garantez peogwir ez eo dic'halloud goude ur stourmadeg ma varv tri fleustrer all ; kement ha "klañvidik" e teu chaitivel (kar da chétif).
- Chievrefueil — Unan eus troioù-kaer Tristan e mojenn Arzhur, pa zistro da rouantelezh Marc'h, roue Kernev-Veur, goude bezañ bet harluet da Gembre gantañ.
- Eliduc — Mojenn Tristan hag Izold lakaet war an tu-gin.
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un embannadur brezhonek zo bet graet, hag anvet Laeoù Marie de France
- Troet eo bet al laeoù e galleg a-vremañ gant Françoise Morvan[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E Romilly-sur-Andelle (Eure) emañ La Côte des Deux-Amants.
- ↑ (fr) Marie de France. Le Lai du rossignol et autres lais courtois – Nouvelle traduction et présentation de Françoise Morvan. Paris : J'ai lu / Librio, 2001 (ISBN 978-2-290-31579-8)