Mont d’an endalc’had

L'Espurgatoire Seint Patriz

Eus Wikipedia
Ar marc'heg Owein o selaou ar priol o renabliñ ar jahinoù graet er purgator.
Koadengravadur, 1506[1]

L'Espurgatoire Seint Patriz, anavezet ivez evel La légende du purgatoire de saint Patrick, zo ur varzhoneg e galleg kozh, 2 302 werzenn eizhsilabennek enni, bet aozet gant Marie de France en XIIvet kantved. Savet eo diwar ur skrid latin, an Tractatus de Purgatorio Sancti Patricii, gant ar manac'h saoz Henricus Salteriensis[2],[3].

Kontet eo istor ur marc'heg iwerzhonat, Owein e anv, o vont da Burgator Sant Padrig, un enezenn e Donegal, evit kaout ar pardon eus e bec'hedoù. Diskenn a ra d'ar purgator, dont a ra diaouled d'e vete, diskouez a reont dezhañ jahinerezh a bep seurt evit ober dezhañ nac'h e feiz kristen. Dizarbenn a ra an dempterien bep tro dre zistagañ anv Jezuz. Goude tremen un nozvezh er purgator e tistro d'an iliz ma krogas e veaj, hag ez a en-dro war e giz, gwalc'het e ene.

E deroù an XIXvet kantved e kemeras ar barzh saoz Robert Southey skrid L'Espurgatoire Seint Patriz da sevel ar varzhoneg St Patrick's Purgatory.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Marie de France : Oeuvres complètes – Les lais, Les Fables, Le Purgatoire de saint Patrick. Clermont-Ferrand : Éditions Paléo, 2003 (ISBN 978-2-913944-95-4)
  • (en) T. Atkinson Jenkins (1894) : L'espurgatoire Seint Patriz of Marie De France – An Old-French Poem of the Twelfth Century, Legare Street Press, 2021 (ISBN 978-1-01-372084-0)Google Books
  • (en) J. M. Picard : Saint Patrick's Purgatory. Dublin : Four Courts Press, 1985 (ISBN 978-0-906127-91-9)
  1. Tennet eus Picard, 1985, p. 51, diwar Le voyage du puys sainct Patrix auquel lieu on voit les peines de Purgatoire et aussi les joyes de Paradis gant Claude Noury, Lyon, 1506 • En-linenn @ Galliva. Kavet : 22 Du 25..
  2. Henry of Sawtry e anv saoznek, peogwir e oa manac'h en abati Sawtry (Cambridgeshire) ; Henry of Saltrey a gaver ivez.
  3. Jenkins, op. cit.