Mont d’an endalc’had

Tractatus de Purgatorio Sancti Patricii

Eus Wikipedia

An Tractatus de Purgatorio Sancti Patricii (Diwar purgator sant Padrig) zo ur skrid latin e gwerzennoù savet war-dro ar bloavezhioù 1180-1184 gant ur manac'h sistersian saoz eus Huntingdonshire, anavezet evel H. (marteze « Henry ») de Saltrey (hiziv e skriver Sawtry).

Owen e Purgator Sant Patrig, Lyon 1506

Kaoz zo eus ur vojenn savet diwar-benn Sant Padrig en Iwerzhon. Goude klevout ar sant o prezeg e lavaras e selaouerien ne gredfent anezhañ nemet gwelout a rajent jahinoù an ifern ha levenez ar Baradoz.

Kentañ meneg eus ar vojenn a vije en ur buhezskrid eus an XIIvet kantved, savet gant ar manac'h Jocelin, Kembread a orin, eus abati Furness, e Lancashire. Kaoz a oa gantañ eus ar purgator-se, al lec'h ma yunas ha ma pedas ar sant war ur menez, e Connacht, ha ma teuas evned du da goagal da virout outañ a brederiañ. Kalz a dud, eme ar manac'h, a deu di da yunañ war ar menez-se o soñjal n'aint biken d'an ifern dre ma kredont eo ur c'hras roet gant Doue a-drugarez da bedennoù ar sant.

Tost er memes koulz e skrivas Gerallt Gymro diwar-benn ar purgator en e levr Topographia Hibernica hag a oa, hervezañ, en Uladh, deun un enezenn e-kreiz ul lenn.

E dibenn an XIIvet kantved neuze e voe savet oberenn latin Saltrey. Goude e voe lakaet ar skrid e galleg gant ar varzhez Marie de France hag anvet L'Espurgatoire Seint Patriz.