Mont d’an endalc’had

Barzonek pé kanaouen ar Vrétoned

Eus Wikipedia

Kanaouen ar Vrétoned zo ur pezh barzhoniezh savet gant Aogust Brizeug e miz Gouere 1836. Kanet e voe gantañ e-kerzh ur "banvez keltiek gant kouvidi vrezhon" aozet e Pariz er bloaz-se. Priziet-bras e voe ha lakaet da zanvez kan broadel Breizh gant ar Vrezhoned o devoa he selaouet. Pa voe moullet el levr brezhonek Telen Arvor e 1845, an titl a voe hiraet da Barzonek pé Kanaouen ar Brétoned.

Eztaol kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En diskar-amzer e 1836, goude un hir a droiadenn e Breizh (An Oriant, Kerne ha Koad Pempont) e kemeras Brizeug perzh e banvez kentañ ar Vrezhoned e Pariz dalc’het en enor da Yann-Frañsez ar Gonideg hag e kinnigas kanañ Kanaouen ar Vretoned war ur don anavezet, hini An Hini Gozh. Eztaoliñ a reas ar selaouerien "un darzhadenn virvilh diaes he zreiñ" ha Théodore Hersart de la Villemarqué a ouzhpennas, naontek vloaz goude : "Den ebet, kent hor barzh, n'en devoa soñjet e kanañ Breizh, Breizh keltiek wirion, e brezhoneg. [...] Gant birvilh e tegemeras-hi ar vuzenn vreizhat wirion , en daoust d'he neuz lentik hag he fouez-mouezh parizian. Ar saliad a-bezh a savas, ha a adkanas a-gor an diskan a zo bet adkanet kel lies gwech abaoe : Ni zo bepred Bretoned / Bretoned, tud kalet. »[1].

Nevez-tre e voe intrudu Brizeug, pan eztaolas en ur yezh nebeut priziet ur seurt manifesto dambolitikel war un ton poblel ha pa vourre lakaat war wel seurt sonerezh divoas.

E 1836 e oa Aogust Brizeug ur barzh priziet gant tud al Lizhiri, p'en doa embannet stumm kentañ un dastumad barzhonegoù gallek, Marie e ditl e 1832. Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn e spered hag endro an aozadur, hag-eñ e veze o werzaouiñ e brezhoneg hep patrom ebet, met harpet war ar meuleudioù e-keñver ar barregezh en doa resevet ha war ar brezhoneg en doa mestroniet dre zaremprediñ tud An Arzhanaou.

Er ganaouenn-se e ra meneg eus ar brezhoneg evel un teñzor na c'hell ket bezañ didroc'het eus e gorf : Me drouc'hô ma zéôd em bék / Kent diziski ar brézonek.

Heuliañ a reas an oberour reizhskrivadur Yann-Frañsez ar Gonideg, pa ne oa ket bet embannet sonioù ha gwerzioù Barzhaz Breizh c'hoazh. E 1834 e oa deuet Yann-Frañsez ar Gonideg da chom da Bariz, goude tapet e leve-kozhni digant melestradurezh Dourioù ha Koadeier, met kavet gantañ ul labour gopret gant Compagnie des Assurances générales. Evit doare e talc'he, evel Brizeug, da zaremprediñ saloñs lennegel er skrivagner rak-romantelour gall Charles Nodier (1780-1844), hag ur vignoniezh a ziwanas etre an daou zen, prederiet ma oant gant dazont ar brezhoneg. Doujet evel ar mestr brezhoneger, Ar Gonideg a roe kentelioù brezhoneg d'e geneiled, met Brizeug a zegase e anaoudegezh war brezhoneg ar pemdez adnevezet bep bloaz.

Neuz ar ganaouenn-bobl a weler mat, pa ziskouez erbedadennoù politikel ha buhezegezhel (Torr e ben !, mirit, gourennit), koulz ha traoù eeun ar vuhez war ar maez (euredoù, biniou, koad, mor, penn-baz, blev hir, bragou-bras, gourener, derv).

Kavout a rae dezhañ e oa brezhoneg Kerne ar brezhoneg etre a c'hell bezañ komprenet gant komzerien an eskoptioù all[2].

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet dasparzhet, koulz ha kanaouennoù all savet gantañ, war follennoù-distag[3] e lakaas Aogust Brizeug embann ar ganaouenn en un teskad barzhonegoù brezhonek, dezhañ an titl Telen Arvor, unan eus ar c'hentañ levrioù barzhoniezh vrezhonek, e 1845, paeet ar mizoù-moullañ gantañ hervez kont(Kaoz dispis). Lakaet e voe Telen Arvor e-barzh an « Œuvres complètes » gant ti-embann parizian Alphonse Lemerre e 1879. Adembannet e voe an teskad gant Feiz ha Breiz e 1939[4].

Levrlevrennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Constantin Lecigne, Brizeux, sa vie et ses œuvres, Lille, 1898 (Priz Bordin an Académie française e 1899).
  • Auguste Brizeux, ‘’Œuvres complètes, Pariz, Alphonse Lemerre, 1879
  • Aogust Brizeug, Telenn Arvor, Brest, Feiz ha Breiz, 1939, 32 p.
  • Joseph Rio, Auguste Brizeux 1803-1858 : inventeur de la Bretagne ?, Roazhon : Presses universitaires de Bretagne, 2021. (ISBN 9782753581869)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Théodore Hersart de la Villemarqué. Épilogue. La renaissance bretonne. In : La Bretagne contemporaine, levrenn III, p. 10. Pariz ha Naoned : Henri Charpentier, 1867. Troet diwar ar meneg gant Joseph Rio, Auguste Brizeux &all. : ''Inventeur de la Bretagne ? p. 39 ha notenn 29. Kavet : 17/01/2023.
  2. Lizher d'ar mouller kemperat Blot, meneget gant Constantin Lecigne, Brizeux, sa vie et ses œuvres, 1898.
  3. Kentskrid disin an embannadur fardet gant Feiz ha Breiz e 1839.
  4. E-barzh ar c’hatalog levrioù kinniget gant Skridoù Breizh e voe da c’houde.