Mont d’an endalc’had

Gwilherm Berthou-Kerverzhiou

Eus Wikipedia
Gwilherm Berthou-Kerverzhioù
Gwilherm Berthou-Kerverzhiou
Anv ofisiel Guillaume Berthou
Anv pluenn G.B. Kerverzhioù
Obererezh Barzh, skrivagner
Ganedigezh d'an 10 a viz Mae 1908
Pempoull, Banniel Bro-Sant-Brieg Sant-Brieg
Marv d'an 13 a viz Meurzh 1951
Roazhon, Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Barzhonegoù, Levr an amprevaned, Llena Davies
Traoù ouzhpenn
Sekretour ar gelaouenn Gwalarn

Gwilherm vBertoù, hag a sine G.B. Kerverzhioù dre vras (ha "Kerverziou" a-raok 1941), a oa un ijinour hag ur skrivagner brezhonek ganet e Pempoull (Aodoù-an-Hanternoz d'an ampoent) d'an 10 a viz Mae 1908 ha marvet e Roazhon d'an 13 a viz Meurzh 1951. Kemeret en deus perzh e-barzh an Eil Emsav, el luskad Gwalarn. Drouiz ha penskridaozer Ogam e voe ivez.

Mab e oa d'ur c'habiten a vor eus Pempoull ha d’ur vaouez eus Lezardrev. Mont a reas d'ar skol-vihan e Pempoull, d'al lise e Sant-Brieg. Tremen a reas e vachelouriezh war ar skiantoù hag al lizhiri e 1925 ha 1926. Mont a reas neuze d'ar Skol-veur e Roazhon, ha dont a reas da vezañ ijinour-kimiour e 1929. Er memes bloaz e voe ijinour e Goueled-Antr (Bro-Naoned). Goude-se e voe o chom e Sanch Amàs er Provañs, hag e Brest (er Vilin Wenn), e 1931. Engouestlet en Emsav e voe rediet da vont en harlu politikel e Marselha eus 1933 da 1935.

Adalek 1939 e voe kelenner war ar gimiezh hag an naturoniezh e skolaj Itron Varia a Wir Sikour e Brest. Sekretour Gwalarn e voe neuze, koulz ha merour Arvor ha skrivagner e-barzh L'Heure Bretonne (kronikenn "ar yezh hag ar vro"). E bried a zalc’he ur stal apotikerezh e Gwipavaz hag e chomlec’h, 12 straed Puebla, e Lambezelleg a oa dispaket evel hini ar merour war Arvor’’.
Goude ar brezel e voe teñzorer Kad ha rener/pennskrivagner ‘'Ogam. Skrivet en deus pennadoù ivez e-barzh Galv, Studi hag Ober hag al Liamm. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar gelaouenn Hor Yezh e 1950, pa voe mignon bras da Arzel Even. Mervel a reas e 1951, d'an oad a 43 bloaz, gant an droug-skevent. Barzh e voe Gwilherm vBertoù dreist-holl, met un nebeud danevelloù a zo anavezet ivez, en o zouez an hini gentañ el lennegezh vrezhonek ma'z eus anv eus darempred rev (Llena Davies). Luziet-tre a c’hell seblantout e varzhonegoù, levezonet gant an hengeltieg hag ar skiantoù, ken int bet keñveriet ouzh re savet gant Yeats ha Stéphane Mallarmé.

Obererezh politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studier war ar gimiezh e Skol-Veur Roazhon eo, pa kemer perzh e-barzh krouidigezh Kevredad Studierien Vreiz (Fédération des étudiants bretons) asambles gant Célestin Lainé d'ar 27 a viz Kerzu 1927. An daou a embann bezañ broadelourien daer hag e vo techet da vont war-zu aozadurioù kuzh evel Kentoc'h mervel savet gant Lainé e 1930. Gwilherm Berthou hag Armand Giraud e voe an daou ezel all a voe dibabet gant Lainé evit ar C'huzul Meur.
Aterset e voe gant ar polis e 1932 da-heul tarzhadenn Roazhon e 1932. Tamallet e voe dezhañ bezañ kenlabouret da sevel ar poultr. Met, rebechet e voe dezhañ bezañ bet ur glakenn ha dre ur gemennadenn gourdrouzus embannet gant an aozadur kuzh Gwenn ha Du e voe rediet da guitaat Breizh. Da Varselha ez eas kuit e dibenn 1932. Distreiñ a reas da Landreger e 1935.

Oberenn hag obererezh lennegel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa desket war ar skiantoù, koulz ha troet gant al lennegezh hag ar brederouriezh e tegasas ur spered dibar e-touez ar Walarnidi. Sevel a reas Levr an Amprevaned, kentañ levr loenoniezh e brezhoneg.
Hervez Lukian Raoul, Gwilherm Berthou a voe un den gouiziek-bras, koulz er skiantoù hag er yezhoù (ur mailh e oa war an hengeltieg), hag el lennegezh ivez. Skrivañ a reas barzhonegoù a zo bet embannet dalif e 1955. Unan eus ar gwellañ barzhed e voe hag e savas barzhonegoù gant enklotennoù. Koulskoude e anzavas Abeozen n'en em gave ket en e aez o lenn ar seurt barzhoniezh-se, hag eñ ur barzh hag ur den gouizieg-tre ivez[1].

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Levr an amprevaned, Brest, Skridoù Breizh, 1943.
  • Llena Davies, Embannadurioù Al Liamm, 1950, 16 p. Liesskrivet. Adembannnet dindan. neuz ar moillañ gant Sav Breizh (1974) hag An Alarc'h Embannadurioù. Danevell verr.
  • Barzhonegoù : Barzhaz Kerwerzhioù, Ar Baol, Embannadurioù Al Liamm, 1955, 96 p. Embannadenn dalif.
  • Foar Vre, An Alarc'h Embannadurioù
  • « Danvez evit levrlennadurez ar c’hoariva brezhonek", asambles gant Loeiz Dujardin. E-barzh Gwalarn, niv. 140 ha 187.
  •  « Yezh an drouized ». E-barzh Kad, niv. 1, 1949.
  • « Geriadur ha yezhadur ». E-barzh Hor Yezh’’, niv. 1, 1950.
  • « Studi yezhoniel war c’henarvezioù ». E-barzh Hor Yezh, niv. 86-87, 1973. Dalif.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Embannadurioù Al Liamm, 1992 Pennad Berthou, Guillaume.
  • Frañsez Favereau, Lennegezh an XXvet kantved. 2 : Breiz Atao hag ar re all el lennegezh (1919-1944), Montroulez, Skol Vreizh, 2003, p. 413-417
  • Sébastien Carney, Breiz Atao !, Mordrel, Delaporte, Lainé, Fouéré… Roazhon, SHAB ; Presses universitaires de Rennes, 2016.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Meneget gant Frañsez Favereau, Lennegezh an XXvet kantved. 2…, p. 414.