Levrlennadurezh

Skiant ar sevel rolloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sevel levrlennadurezhioù o tennañ d'o enklaskoù ha lakaat anezho da heul o oberennoù a zo ur ret evit ar skiantourien pa vez barnet siriusted o labourioù diwar pouezh an oberennoù skiantel pe get (levrioù, pennadoù) o deus implijet pe arroudennet.
Sevel lennadurezhioù a c’hell bezañ graet gant arbennigourien hag eo aparchant da skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù. Staliet-mat e voe he fennaennoù gant ar Beljiat Paul Otlet (1868–1944) a ziazezas an teuliouriezh, skourr eus skiant an Ditour ha nes d’al levraougouriezh.
Doare menegañ an oberennoù brezhonek gant berradurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Berradurioù a gaver e lost studiadennoù zo o plediñ gant traoù ar brezhoneg ha n'eus nemet kazi testennoù brezhonek e reer daveoù dezho. Savet eo bet reizhiad kodiñ evit pep oberenn vrezhonek a-bouez, dornskrid kozh pe levr, pennadoù kelaouenn. a-wezhoù. Ul lizherenn vras mui lizherenn vihan pe sifr evit levrioù gant adegadur ar XIVvet-XVvet kanted, div lizherenn vras evit ar c’hantved da-heul hag unan muioc’h evit pep a gantved ouzhpenn.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Loeiz Dujardin ha Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, "Danvez evit levrlennadurez ar c’hoariva brezhonek". E-barzh Gwalarn, niv. 187, 1941.
- Louise-Noëlle Malclès, La bibliographie, Pariz, Presses universitaires de France, coll. « Que sais-je ? » (niv. 708), 1989, 134 p. (ISBN 2130422926.
- Andrée Lhéritier, La Bibliographie, Presses universitaires de France, 1989 (ISBN 2-13-042292-6 et 978-2-13-042292-1.