Mont d’an endalc’had

Levrlennadurezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Levrlennadur)
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Ul levrlennadurezh a zo ur roll levrioù pe deulioù pe bennadoù a zo bet kendastumet p'o deus liammoù diabarzh pe berzhioù damheñvel : (dodennoù, danvezioù, deiziadoù...). Alies e vez implijet levrlennadur en e lec’h (ur rentañ-kont levrioù eo) hervez an droidigezh gentañ kinniget gant Frañsez Vallée e 1931. Ouzhpenn ar ster sevel ur roll e kaver unan all, hini an diskiblezh a bled gant sevel anezho hag, en un doare hollek, klask daveoù hag aozañ anezho evit an dud o furchal war danvez pe zanvez.

Levrlennadur (rentañ-kont) implijet e lec’h Levrlennadurezh (menegadur an teulioù[1])

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'eo heñvelstumm an daou ster e ger galleg, bibliographie eo bet adkemeret ar ster kentañ evit an eil. Ar ger rolladur (a-wezhoù levrolladur) a vez implijet ivez (sell ouzh Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques, Termbret - Skol Uhel ar Vro 1996, p. 72), met, pelloc'h en doe kinniget TermOfis ma vefe graet levrollouriezh[2] pe rollouriezh evit an diskiblezh, levrlennadur evit ar rolladur (sevel rolloù) ha levrlennadurezhevit an teknik[3].
Estreget ar geriadurioù hag an ofisoù evit geriaouañ e tleer sellout ouzh implij ar ger gant an arbennigourien (skiantourien pe get), ar re o deus ezhomm ober gant rolloù levrioù pe daveoù da bennadoù ar c’helaouennoù. Sklaer eo m’en doe kavet levrlennadurezh emsavoc’h eget kinnig Frañsez Vallée Loeiz Dujardin, pa savas levrlennadurezh ar c’hoariva brezhonek evit Gwalarn’’[4]. Er gelaouenn Hor Yezh e vez kavet meur a levrlennadurezh dindan pluenn Herve Bihan (Armes Prydein…, Hor Yezh, niv. 208, 1996, p. 5) pe Herve Seubil gKernaudour (Hor Yezh, niv. 225, 2001, p. 30).

Rentaoù-kont al levrioù bet embannet nevez zo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al levrlennadurioù a kaver er c’helaouennoù brezhonek a voe drevezet diwar ar rubrikennoù « bibiographie » a vez gwelet er c’helaouennoù gallek. « Lennadurioù" pe "A-dreuz lenn » a vez roet d’ar pennadoù-se hir pe verr, o plediñ gant meur a levr, peurvuiañ. Ne vez ket o falioù pourveziñ ur briziadenn resis, evel ma ra ar skridvarnerien hag ar re-se a sav pennadoù skridvarnerezh er c’helaouennoù.

Levrlennadurezh evel skiant ar sevel rolloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevel levrlennadurezhioù o tennañ d'o enklaskoù ha lakaat anezho da heul o oberennoù a zo ur ret evit ar skiantourien pa vez barnet siriusted o labourioù diwar pouezh an oberennoù skiantel pe get (levrioù, pennadoù) o deus implijet pe arroudennet.
Sevel lennadurezhioù a c’hell bezañ graet gant arbennigourien hag eo aparchant da skiantoù an Ditour hag al Levraouegoù. Staliet-mat e voe he fennaennoù gant ar Beljiat Paul Otlet (1868–1944) a ziazezas an teuliouriezh, skourr eus skiant an Ditour ha nes d’al levraougouriezh.

Rolloù evit an teulioù estreget al levrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar paronoù all e vez implijet filmrolladur, roll pladennoù, pladenn lennadur[5] hag all.
Savet e vez ‘'levrlennadurezhioù war red'’ a vez embannet a vare da vare (bep bloaz, d’an aliesañ[6]) pe levrlennadurioù bras gant arbennigourien zo evel al levraouegourien hag an deulaouegourien.

Rummoù levrlennadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enebet e vez peurvuiañ d'al levrlennadurezh renkennañ m'emañ teulioù embannet en ul lec'h ha/pe d'ar memes deiziad.

Berradurioù a gaver e lost studiadennoù zo o plediñ gant traoù ar brezhoneg ha n'eus nemet kazi testennoù brezhonek e reer daveoù dezho. Savet eo bet reizhiad kodiñ evit pep oberenn vrezhonek a-bouez, dornskrid kozh pe levr, pennadoù kelaouenn. a-wezhoù. Ul lizherenn vras mui lizherenn vihan pe sifr evit levrioù gant adegadur ar XIVvet-XVvet kanted, div lizherenn vras evit ar c’hantved da-heul hag unan muioc’h evit pep a gantved ouzhpenn.

  • Ul levrlennadurezh war red a vez embannet a vare da vare. Pa vezent moullet e c’helled bezañ embannet pep bloaz nemetken, met, diwar diorren an urzhiataerezh, ne weler ket mui ermaezadennoù distag. Hiziv ez eus muioc'h-miuañ da diazoù-stlenn o tispakañ levrlennadurezhioù wae red, reoù gwerzherien levrioù war an Internet, da skouer.
  • En ul levrlennadurezh dezrannañ, n'eus nemet perzhioù an teulioù gant un destenn deskrivañ neptu. Er c'hontrol ez eus un tamm skridvarnerezh war bep a deul a zo ennañ e-barzh ul levrlennadur gant barnerezh.

Ul levrlennadurezh peurglok pe ul levrlennadurezh berr’’ a c’hell bezañ implijet a-hervez.

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. E saozneg e reer gant "reference" (an hini stankañ), "bibliography" ha "book indexing".
  2. Ne seblant ket bezañ bet implijet.
  3. Kavout e reer an dra-se ivez er pennger ‘’levrlennadurezh’’, a weler er geriadur Nouveau dictionnaire Breton-Français Français-Breton, Embannadurioù Al Liamm, 2014.
  4. Loeiz Dujardin ha Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, "Danvez evit levrlennadurez ar c’hoariva brezhonek". E-barzh ''Gwalarn'', niv. 187, 1941.
  5. Geriadur galleg-brezhoneg An Here
  6. E Bro-C’hall e vez embannet ar « Bibliographie nationale française », enlinenn hiziv, met moullet war ur pazenn miziek, trimiziek ha bloaziek gwezhall.