Yann-Wilhoù Herri
Yann-Wilhoù Herri | |
---|---|
Anv ofisiel | Jean-Guillaume Henry |
Obererezh | Skrivagner |
Ganedigezh | d'ar 14 a viz Kerzu 1803 e Mellag, ![]() ![]() |
Marv | d'ar 12 a viz Genver 1880 e Kemperle, ![]() ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
kemmañ ![]() |
Yann-Wilhoù Herri, pe Iann-Wilhou Herry[1], (Jean-Guillaume Henry), ganet d'ar 14 a viz Kerzu 1803 e Mellag ha marvet d'an 12 a viz Genver 1880 e Kemperle, oa ur beleg ha yezhour breizhat eus Kerne-Izel.
Ganet e oa en un tiegezh dalc'het gant e dad, a oa maer. Tomm e oa e dud ouzh ar relijion hag ouzh ar renad kozh. Studiañ a reas e Kemper kent bezañ beleget e 1828. Kaset e voe da gure da Lesneven. Fall e oa e yec'hed, ha kaset e voe da aluzener da ospital Kemperle.
Amzer en doa da skrivañ, ha treiñ a reas buhez sant Izidor e brezhoneg, embannet e 1839, ar bloaz ma voe embannet Barzaz Breiz Kervarker. Hervez Fañch an Uhel hag Anatol ar Braz eo Herri e oa gwir oberour ar Barzaz Breiz, evel en dije lâret Kervarker da F. an Uhel e 1890 hervez un disklêriadur skrivet gant F. an Uhel war gein ur golo-lizher.
A-dra-sur eo bet kuzulier Kervarker evit skrivañ ar yezh, met n'en deus ket gallet ober evit embannadur kentañ Barzaz Breiz, pa ne skrive ket c'hoazh e doare ar Gonideg.
Un adwel a reas, pe un ouzhpennig, da Sainte Tryphine et le Roi Arthur, ar mister embannet gant Fañch an Uhel.
E-kichen iliz Mellag emañ e vez.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1838 - Buez sant Isidor
- 1842 - Kanaouennou santel dilennet ha reizet evid Eskopti Kemper[2]
- 1858 - Buez hor Zalver Jezus Krist graet gant skridou tud santel ha gouiziek, E Kemperle, moulet e ti Guffanti-Breton.
- 1864 - Kalon Mari
- 1865 - Kantikou eskopti Kemper ha Leon
- 1867 - Bennoz eur maner nevez (Kendalc’h keltiek etrevroadel - Sant Brieg)
- 1872 - Buez ann Duk a Vourdel Herri V[3]
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1849 - Skrituriou Sakr. Genes, pe levr ar c’heneliez, E Kemperle, moulet e ti Guffanti-Breton.
- 1860 - Skrituriou Sakr. Levr ann Exod ha meur a bennad euz al levriou all, bete maro Josue