Erwan Hupel
Erwan Hupel | |
---|---|
Obererezh | Skrivagner, Troour |
Ganedigezh | d'ar 7 a viz Here 1975 e Roazhon, ![]() ![]() |
Yezh skrivañ | brezhoneg, galleg |
Enorioù | priz Langleiz e 2013 |
kemmañ ![]() |
Erwan Hupel, ganet d'ar 7 a viz Here 1975 e Roazhon, zo kelenner, skrivagner ha troour.
Bet eo o kelenn e Stumdi, a-raok dont da vezañ skolaer divyezhek er bloavezhioù 2000 ha kelenner war ar brezhoneg en eil derez hag e Skol-Veur Roazhon 2. Arbennikaet eo war studi al lennegezh vrezhonek. Doktor eo war ar C'heltieg (brezhoneg), ha kenezel eus Kreizenn Enklaskerezh Breizhat ha Kelt Skol-veur Roazhon 2. Goude bezañ graet ur memor DEA diwar-benn Strollad ar Vro Bagan, ur strollad c'hoariva en deus adroet lañs d'ar sevenadur er Vro-Bagan, en deus aozet en anv Labourva Breizh hag ar Broioù Keltiek e 2005 (bremañ anvet CRBC – Rennes 2) devezhiadoù gouestlet da Oaled ar Vro-Bagan kement ha kompren gwelloc'h treuzkas an identelezh, hag o klozañ gant ar soñj ez eus un emdroadur reneveziñ "mitologel" ur vro.
Savet en deus ivez un dezenn c'hallek e 2010 diwar-benn ar gelaouenn lennegel holl-vrezhonek Gwalarn ha kinniget dielfenniñ ar prantad a-bouez evit savidigezh ur bennskouer yezhoniel ha lennegel e Breizh hag e brezhoneg.
Bet eo ivez e penn Radio Kerne. Perzh en deus kemeret e-pad meur a vloaz e strollad c'hoariva Ar Vro Bagan.
Buhez personel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bet eo bet kannad Emgann e Brest e 2001[1]
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yudal!, Embannadurioù al Liamm, 2013, Priz Langleiz 2013.(ISBN 978-2-7368-0097-0)
- Penaos dont da vezañ brezhoneger a-vihanik ?, Embannadurioù Al Liamm, 2018. (ISBN 978-2-7368-0130-4)
- Gevred ha skridoù diechu all, Roparz Hemon, aozet ha kinniget gant Erwan Hupel, Embannadurioù Al Liamm, 2018 (ISBN 978-2-7368-0127-4)
Levrioù bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar brammoù, TES, 2007 (ISBN 978-2-912905-84-0)
- Barzhaz an naon du, Al Liamm, 2009 (ISBN 978-2-7368-0078-9)
- Istor du ar familh yar, embannadurioù Goater, 2012 (ISBN 978-2-918647-15-7)
Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Parler breton comme un Breton, Ixelles éditions, 2013 : ouzhpenn 2 000 tro-lavar a vremañ (ISBN 978-2875151865)
- Le breton pour les nuls, First edition, 2014 (ISBN 2754064133)
- Ribinoù, Les degrés bretons de l'écriture, Travaux d'Investigation et de Recherche, 2018 (ISBN 978-2-9176-8142-8)
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kêr al loened (troet diwar "Animal farm" gant George Orwell), Skrid, 2011 ;
- An estren (troet diwar "L'étranger" gant Albert Camus), Skrid, 2016.
Bannoù treset[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar vBidochoned o veajiñ a-stroll (troet diwar "Les Bidochons en voyage organisé" gant Christian Binet), An Dalar, 2002
Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- "Conferançou curius, util hac interessant evit amusamant an dud divar ar meaz", une encyclopédie bretonne (troet diwar "Conferançou curius, util hac interessant evit amusamant an dud divar ar meaz" gant Alexandre-Louis-Marie Lédan), Travaux d'Investigation et de Recherche, 2019
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- http://www.ouest-france.fr/actu/actuLocale_-Sacre-Coeur-cinq-departs-et-deja-une-arrivee-_29117-avd-20120711-63224367_actuLocale.Htm
- http://www.lannion-perros.maville.com/actu/actudet_-Des-nouveaux-professeurs-au-college-Le-Goffic_-2205779_actu.Htm
- https://perso.univ-rennes2.fr/br/erwan.hupel