Lennegezh vrezhonek

Eus Wikipedia

Lennegezh an henvrezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennegezh ar c'hrennvrezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lennegezh dre gomz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pinvidik-kenañ e seblant bezañ bet al Lennegezh dre gomz diouzh gwelet ar pezh a zo degouezhet betek ennomp. En XIXvet kanted ez eur krog da zastum ar pinvidigezhioù-se. Unan eus ar re gentañ eo bet Kervarker (Théodore Hersart de La Villemarqué), gant e zastumad Barzaz Breiz (1839, 1867) a reas berzh bras en e vare hag e ra c’hoazh. Dastum a reas danvez kanet (gwerzioù, sonioù, ha kanoù relijiel).
Digoret e oa an hent evel-se da dud all evel Fañch an Uhel a zastumas ivez kontadennoù, Gab Milin, Pengwern... Tostoc’h ouzhimp e c'heller menegiñ Loeiz ar Floc'h (Maodez Glanndour), ha Donatien Laurent, ha dreist-holl ar gevredigezh Dastum hag an holl re a zo bodet en-dro dezhi.

Al lennegezh dre skrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lennegezh dre skrid vodern a c’heller lakaat anezhi da gregiñ gant an XIXvet kantved. Barzhoniezh a zo bet dreist-holl e-pad pell, pa n’eo ket rimerezh hepken.
Skridoù komz-plaen a zo bet, darn a rae berzh evel Emgann Kergidu skrivet gant Lan Inizan, pe skridoù diduiñ gant Ivon Krog pe Erwan ar Moal (Dir na Dor).
Goude ar Brezel bed kentañ e weler skridoù awenet-mat. An embannadenn lennegel gentañ a zo roet lañs dezhi gant Tangi Malmanche, a sav pezhioù-c’hoari pe misterioù a live uhel. Siwazh, e-unan emañ d’an ampoent-se.
Eus tu ar varzhoniezh e ranker menegiñ “Ar en deulin”, un dastumadenn barzhonegoù gant Yann-Bêr Kalloc'h, bet embannet goude ar brezel. Goude ar brezel-se e teu ur bagad tud bodet en-dro da Gwalarn renet gant Roparz Hemon. Fellout a ra dezho ober ul lennegezh vodern digor war ar bed. Ur bern troidigezhioù a vo graet, hag oberoù a live uhel-mat. Menegomp skrivagnerien evel Jakez Riou, Youenn Drezen, Langleiz, Fañch Elies (Abeozen), Frañsez Kervella (Kenan Kongar), Fant Rozeg (Meavenn)...
Levezon Gwalarn a chom kreñv goude an Eil brezel bed. Re hir e vefe menegiñ holl skrivagnerien ar rummad-se a ro ul lennegezh puilh evit un niver a lennerien izel. Ret eo reiñ anvioù zo koulskoude : Ronan Huon, Jarl Priel, Per-Jakez Helias, Per Denez... hep disoñjal Anjela Duval, ur beizantez paour, bet savet ganti barzhonegoù hep o far.
Da heul ar rummad-se eo aet al lennegezh vrezhonek war liesaat, gant skrivagnerien niverus hag awenet gant danvezioù a bep seurt ha nevez (evel ar moliac'h hag ar skiant-faltazi), daoust ma chom bras lod ar varzhoniezh hag an danevelloù berr.
Puilh eo an danvez kinniget gant tud evel Mikael Madeg pe Yann Gerven. Talvoudus e chomo moarvat dastumadegoù danevelloù Goulc’han Kervella evel Lara hag oberenn Tudual Huon.

XXIañ kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]