Nâzım Hikmet
Nâzım Hikmet Ran, anavezetoc'h evel Nâzım Hikmet (distaget [nɑːˌzɯm hikˈmɛt] e turkeg), (Thessaloniki, 15 a viz Genver 1902 – Moskov, 3 a viz Mezheven 1963) a oa ur skrivagner turkek, hag a seller outañ alies evel ar barzh turkek pouezusañ en XXvet kantved. Troet eo bet e skridoù en ouzhpenn 50 yezh.
Meulet eo bet e varzhoniezh ha deskrivet eo bet an den evel ur "c'homunour romantel" pe evel un "dispac'hour romantel". Harzet e voe meur a wech e Turkia abalamour d'e vennozhioù politikel ha tremen a reas ul lodenn vat eus e vuhez en toull-bac'h pe en harlu. Tennet e oa bet e geodedouriezh turk digantañ e 1959 ha rentet e voe dezhañ e 2009. Pa varvas, e 1963, e oa keodedour polonat.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e Selanik, a oa neuze en Impalaeriezh Otoman (Thessaloniki hiziv, e Gres). Mont a reas da ofiser a vor, met e 1919 e voe klañv-bras ha dilezel a reas ar morlu e 1920. E 1921 ez eas gant mignoned dezhañ da gemer perzh er brezel evit dieubidigezh Turkia. En Ankara e reas anaoudegezh gant Mustafa Kemal Pasha (Kemal Atatürk) a brizias ur varzhoneg bet skrivet gantañ da vroudañ an Durked da gemer perzh er brezel. E-lec'h mont da soudard e voe anvet da gelenner, met ne blije ket nemeur e soñjoù komunour d'ar pennoù bras na d'ar virourien. Mont kuit a reas da Jorjia, hag alese da Voskov. Eno e reas studioù e Skol-veur gomunour Labourerien ar Reter e 1922. Distreiñ a reas da Durkia e 1928 hag eno e voe toullbac'het e-pad tri miz. E 1933 adarre e voe lakaet er vac'h, a-raok bezañ lezet da vont e 1934.
E 1938 e voe kondaonet da 28 vloaz toull-bac'h. Neuze e voe brudet er bed a-bezh, ha tud eus ar bed a-bezh, evel Pablo Picasso, Paul Robeson pe Jean-Paul Sartre, a c'houlenne ma vije dieubet. Kregiñ a reas Nâzım Hikmet gant un harz-debriñ e miz Ebrel 1950. Reuz a voe er vro, ha skrivagnerien durkek all a reas harz-debriñ ivez. A-benn ar fin e voe lezet da vont d'an 19 a viz Mae, da-geñver un distaoliadeg embannet gant gouarnamant nevez ar vro.
D'an 22 a viz Du 1950 e voe roet dezhañ Priz Etrebroadel ar Peoc'h, asambles gant Pablo Picasso, Paul Robeson, Wanda Jakubowska ha Pablo Neruda. Ret e voe dezhañ kuitaat Turkia e 1951, ha ne zeuas ket en-dro ken goude. Tremen a reas ar braz eus dibenn e vuhez en Unaniezh Soviedel, ha beajiñ a reas e broioù all ivez evel Sina pe [Bro-C'hall]]. Mervel a reas e Moskov.