Ernest ar Barzhig
Ernest ar Barzhig | |
---|---|
![]() Ernest ar Barzhig e 1973 (diwar Skol, niv. 55, 1974) | |
Anv ofisiel | Ernest Pierre Marie Le Barzic |
Anv pluenn | Ernest ar Barzhig Roh-Vur Barzig ar Roc'h |
Obererezh | Danevellour, troour, barzh, yezhoniour |
Ganedigezh | d'ar 4 a viz Mae 1917 e Kaouenneg-Lanvezeeg, ![]() ![]() |
Marv | d'an 2 a viz Kerzu 1977 e Mur (kumun), ![]() ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg Galleg |
Oberennoù pennañ | |
Loeiz Lezongar Eñvorennoù ur Barzhig Ma emgann evit Iwerzhon (Troidigezh) Ti Vatriona (Troidigezh) | |
kemmañ ![]() |
Ernest ar Barzhig, pe Ernest Pierre Marie Le Barzic hervez e anv ofisiel, ganet d'ar 4 a viz Mae 1917 e Porzh Bras e Kaouenneg e Treger, ha marvet d'an 2 a viz Kerzu 1977 e Mur, a oa ur mestr-skol hag ur skrivagner brezhonek ha gallek. "Roh-Vur", e anv-barzh, a oa e anv-pluenn en embannadurioù falc'hunek.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet eo bet e Kaouenneg, ha goude, er Roc'h e-lec'h m'o devoa savet e dud un ti. E studioù en deus graet e Skolaj Sant-Jozef, e Lannuon.
Ernest a oa rannvroeler, anavezet mat dre e enklaskoù war ar yezh. Ezel eo bet ivez eus ar "Fédération Régionaliste de Bretagne". Ur gevredigezh a grouas, anvet Unvaniez Arvor, war-lerc'h ar brezel hag e rae war he zro.
Dimeziñ a reas gant Suzanna 'r C'hustumer d'ar 15 a viz Gwengolo 1942 pa oa distroet da gelenn da Vur. Tri bugel en deus bet. E verc'h Gwenola a oa pried da Yvon Abiven, kuzulier kanton Sant-Tegoneg ha maer Sant-Tegoneg, ha brezhoneger ampart.
Micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War-lerc'h e studioù ez eo bet galvet da skolaer kristen e skol Sant-Loeiz Mur. Mestr-skol e chomas betek dibenn e vuhez, kelenn a reas e Bear ivez e 1939, e Mêl-Karaez e 1941 hag e Mur en-dro. War-lerc'h ar brezel e voe rener-skol e Kaezilieg betek e-tro ar bloavezh 1955 ha kelenner e skolaj Sant-Varzhin e Roazhon betek 1974.
Ar Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Kaouenneg en deus tremenet e vugaleaj holl, gant brezhoneg hepken tro-dro dezhañ. Ur brezhoneger eus an dibab e oa. Skrivañ a rae e brezhoneg hag e galleg. E galleg e rae dreist-holl studiadennoù istorel. Skrivet en deus Ernest un toullad brav a destennoù e brezhoneg, ha moarvat lodenn wellañ ha talvoudusañ e oberenn. Un troer ampart e oa ivez p'en deus troet levrioù evel reoù Paul Féval pe Ti Vatriona, gant Aleksandr Solzhenitsyn.
E labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kôzioù Tintin Mari : kontadennoù a Vro-Dreger, Emgleo Breiz, 1964. Adembannadur : Brud Nevez, 1979
- Kalonoù Tregeriad, Emgleo Breiz, 1965. Adembannadur : Brud Nevez, 1979
- Roh Vur, Loeiz Lezongar : Diwaskell torret, diwaskell digoret, Romant war istor eur vuhez, Brud, niverenn 28-29, 1968. Adembannadur : Brud Nevez - Emgleo Breiz, 1986 (ISBN 2-90082-842-2)
- Buhez ha faltazi, Danevelloù, Brud, niverenn 37-38-39-40, 1970. Adembannadur : Brud Nevez - Emgleo Breiz, 1984, 2000 (ISBN 2-86775-186-1)
- Pennadoù-lenn ha danevelloù, Skol, niverenn 55, 1974
- Mougev an drouiz, Skol, niverenn 60-61, 1975
- Eñvorennoù ur Barzhig, Hor Yezh, 1982. Skeudennoù gant Raphaël Binet, Pradig, Danièle Jego
- Minna ha danevelloù all, Hor Yezh, 1988. Adembannadur : Hor Yezh, 2000
- D'an avañtur Doue dre heñchou dindan-zouar Roh-Vur, Ar Skol Vrezoneg - Emgleo Breiz, 2002 (ISBN 2-906373-98-2)
- Barzhonegoù :
- An douilletenn
- Tan er siminal
Levrioù troet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Diwar Paul Féval :
- Diwar Aleksandr Solzhenitsyn : Ti Vatriona, Al Liamm, 1976
- Diwar Dan Breen : Ma emgann evit Iwerzhon, Skol, niverenn 70-71, 1978
E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean Choleau, son œuvre. La Fédération régionaliste de Bretagne (Unvaniez Arvor). Rennes, Imprimeries Simon.
- Mûr-de-Bretagne et sa région. Syndicat d'initiatives de Mûr, 1947. Adembannadurioù : Rennes, Imprimeries Simon, 1956 - Quimper, Nature et Bretagne, 1976
- Image de la Bretagne centrale. Syndicat d'initiatives de Mûr, 1950)
- Histoire d'une école depuis 1854 (école Saint-Joseph, Quédillac). E kannadig deaniezh Sant-Meen. 1954
- La Roche-Derrien et ses environs. Le barde Narcisse Quellien. Rennes, Imprimeries Simon, 1957
- Loguivy-de-la-Mer. Perle d'Armor et son écrin, le Goélo. Rennes, Imprimeries Simon.
- L'Île-Grande : Merveille de la côte de Granit Rose, Enez-Veur et ses environs. Rennes, Imprimeries Simon.
- Un intime du lorrain Lyautey, le général comte Yves de Boisboissel, barde de Bretagne
- À Saint-Malo, les Magon !. Quimper, Nature et Bretagne, 1974. Studiadenn war unan eus brudetañ familhoù Sant-Maloù, ar Vagoned, pa zimezas e verc'h Annaig gant Jean-Marie Magon de Saint-Elier, e 1970. Adembannadur : La Découvrance, 2004.
- Le Tunodo : Un exemple d'argot breton, asambles gant Narcisse Quellien, Émile Ernault, Alain Le Diuzet. Label LN, 2004.