Mont d’an endalc’had

Brud Nevez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Brud)
Brud Nevez
mareadeg
Deiziad krouiñGenver 1977 Kemmañ
TitlBrud nevez Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvbrezhoneg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.emgleobreiz.com/fr/brud-nevez/brud-nevez.html Kemmañ

Brud Nevez a oa ur gelaouenn lennegel vrezhonek daouviziek embannet etre 1977 ha 2019, deuet da heul Brud, un trimizieg krouet e 1957. Embannet e voe gant Emgleo Breiz o-daou hag ar c'hevredad kevarzheoù-se a embanne dindan e anv levrioù brezhonek e-leizh en ur implij ar reizhskrivadur skolveuririek. Renet eo bet gant Per-Mari Mevel, Andreo ar Merser ha gant Fañch Broudig en diwezh. Ouzhpenn 350 niverenn a zo bet embannet dindan talbenn Brud ha Brud Nevez. Kreñvlec'h difennourien ar brezhoneg a ra Frañsez Favereau "patrioted" eus outo hag enebet gantañ ouzh tud a "spered broadel", ar re a voe bodet tro-dro da Guzul ar Brezhoneg[1]. E Brest eo bet staliet ar skridaozerezh atav. E miz Du 2015 e oa bet graet freuz-stal gant Emgleo Breiz ha chomet eo an embann levrioù a-sav. Daoust ma oa bet krouet ar gevredigezh, Brud Nevez hec'h anv, ne c'hellas ket kenderc'hel da embann ar gelaouenn goude marv he renerez Mari Kermareg e 2019.

Krouidigezh ar gelaouenn Brud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1957 e oa bet krouet an trimizieg Brud evel kelaouenn lennegel Emgleo Breiz. Istitlet e oa ar gelaouenn "Ar Yez hag ar Vro" hag enni e veze implijet ar skritur kazi nevez-flamm a oa bet fardet gant ar chaloni Frañsez Falc'hun, a oa pennkelenner war ar yezhoù keltiek e Skol-Veur Roazhon. E 1955 e oa bet roet dezhañ asant Ministr an Deskadurezh c'hall evit ma vefe implijet ar skritur-se, er skolioù publik. Ar reizhskrivadur skolveuriek a voe graet eus outañ.
Ma oa roet anv ar merour an doktor Loeiz Dujardin e oa dizanv ar pennad-stur, "E berr gomzou", sinet gant Brud, met hañvalout a ra bezañ bet savet gant Per Helias. Goude bezañ displeget petra oa Emgleo Breiz ec'h embanne e oa "ar Gevredigez vraz" deuet da vezañ : ar galloudousa kevredigez a zo bet biskoaz o labourad war dachenn ar yez.
Pal Brud a oa reiñ danvez-lenn… d'an oll vrezonegerien… setu perag eo en em lakaet da embann leoriou hag e krog hirio da embann eur gelaouenn lennegel e brezoneg penn-da-benn. Pelloc'h e lenner pennaennoù ar politikerezh embann : EVIT MAD AR BREZONEG EO BET SAVET BRUD, YA! ha netra ken, gand ar spi, diboell, marteze, e tarzo eun devez bennag mouez eur skrivagner gwirion penn-kil-ha-troad, eur barz awenet, eun alarh e-touez ragacherez an houidi, piou oar ? hag e kendalc'he gant eun saviad politikel aes da ziluziañ : EVIT AR BREZONEG eo bet savet "Brud", ya! Re aliez, siwaz, e vez savet kelaouennou er vro-mañ, a-ratoz-kaer evid klask sanka mojennou briz e-touez an dud paour ha sila sorhennou e spered ar Yannigou. Met an troc'h a oa ivez war beseurt brezhoneg e intente saverien Brud lakaat en o embannadennoù ha resisaet e voe gant lizherennou druz e penn an eil niverenn (Diskar-amzer 1957). Rag skler eo d'an oll petra eo pal BRUD : FELLOUD A RA DEOM STANKA AR FOZ A ZO BET KLEUZET ABAOE TREGONT VLOAZ ETRE AR YEZ "LENNEGEL" HAG AN HINI KOMZET GANT AR BOBL. Sklaer e oa ar vukenn : Roparz Hemon, ar Walarnourien hag ar re vodet tro-dro d'Al Liamm.

Mare ar gelaouenn Brud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kent marv Loeiz Dujardin e 1969 e voe meneget anv Per-Mari Mevel evel sekretour, skoazellet gant un teñzorier, Glaoda Millour, da gentañ. Ne oa ket anv eus ur prezidant. Da brezidant Emgleo Breiz ez eas Per-Mari Mevel hag a voe lakaet da rener an embann[2].
Skoilhoù ha diaesterioù en doa gouzañvet skipailh Brud e 1962 hag e 1963. Displeget e oa er pennad "Brud oh adsevel" (Brud, niv. 16, Genver 1964) e oa bet : "diouer a arhant, nebeud a genskoazell, leziregez ha diseblanted ar re-mañ, enebiez reoù all". Met "eun toullad stourmerien o-deus divizet n'helle ket Brud chom pelloh a-zav…." Anvioù ar re -se, "Strollad harperien Brud", a zo dispaket e penn ar gelaouen dre an urzh alfabetek : Gweltaz Bernier, Y. B. ar Berr, Albert Boché, Christian Brisson, Fañch Danno, Yann an Du, Yann-Ber Duval, Biel Elies, Charlez ar Gall, Herri Gourmelen, Per-Jakez Helias, Per Honoré, Armand Keravel, Per hag Alice Lavanant, Charlez Laurent, Yann-Glaoda Leon, Per-Mari Mevel, Glaoda Millour, G ar Moal, Fañch Peru, Erwan Person, Loeiz Roparz, Visant Seite hag Jean Tricoire. Bez e c'heller krediñ e oa bet degaset arc'hant gant an darn-vuiañ eus ar re-se, met ne felle ket d'an atebeien embann rolloù ar brofourien evel ma veze gwelet e notennoù Al Liamm.
Evit bezañ kontet evel harper Brud ne oa nemet "kas ur prof ouzpenn d'ar houmanant-bloaz."

Brud Nevez er wagenn rannvroelour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Priz lennegel Emgleo Breiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Politikerezh embann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pezhioù-c'hoari ha barzhonegoù Per Helias a voe kavet ingal, met oberenn Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern, embannet a-dammoù.

Met ar c'hentskrid hag an div drederenn eus ar mareadeg a oa deuet diouzh pluenn (pevar fezh-c'hoari dindan an talbenn "Tan ha Ludu").

E miz Du 2015 e oa aet Emgleo Breiz d'an traoñ[3].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Georges Cadiou, Emsav, dictionnaire critique, historique et biographique : le mouvement breton de A à Z, Coop Breizh, mars 2013, 368 p. (ISBN 9782843465741) et 2-84346-574-5.
  • Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved : 1945-1968, levrenn 3 : Al lennegezh a spered broadel : Al Liamm Tir na n'Og /Hervez spred ar "batrioted" : Brud ha Brud Nevez, Montroulez, Skol Vreizh, 2008, 518 p. (ISBN 9782915623-41-3)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Krouet e voe Kuzul ar Brezhoneg e 1958. Gant spered broadel e tleer intent broadelourien Breizh, met ar batrioted pe rannvroelourien vreizhat a blije dezho embann e oant izili eus an Emzao (Emsav) gwirion.
  2. rener an embann eo prezidant ar c'hevarzhe hervez al lezenn.
  3. https://www.letelegramme.fr/finistere/emgleo-breiz-l-association-placee-en-liquidation-judiciaire-12-11-2015-10846029.php