Mont d’an endalc’had

Paul Féval

Eus Wikipedia
Paul Féval
E 1877, oadet a 61 bloaz
Anv Féval, Paul Henri Corentin
Lesanvioù Daniel Sot
(Sir) Francis Trolopp
Ganedigezh 29 a viz Gwengolo 1816
Roazhon
Marv 7 a viz Meurzh 1887 (70 vloaz)
Paris
Broadelezh

Stummadur • Lise Émile-Zola, Roazhon
(Bachelouriezh, 1826-1833)
• Skol-veur Roazhon
(Gwir, 1833-1836)
Micherioù Alvokad, dramaour, skrivagner, pozier, kazetenner

Politikerezh Roueelouriezh
Luskad lennegel Romantoù klezeiata
Romantoù troioù-kaer
Romantoù istorel
Yezhoù Galleg, gallaoueg
Kargoù
Société des gens de lettres
Kadoriad 1865-1868
1874-1876

Paul Féval, bet ganet Paul Henry Corentin Féval d'an 29 a viz Gwengolo 1816 e Roazhon[1] hag aet da Anaon d'ar 7 a viz Meurzh 1887 e Pariz, a oa ur skrivagner breizhat.
Puilh eo e skridoù, en o zouez tremen 70 romant, hogos kement all a istorioù berr, hag un 30 bennak a oberennoù all (pezhioù-c'hoari, studiadennoù war an Istor, flemmskridoù ha kraflevrioù kristen), ken e voe kel lennet ha brudet hag Honoré de Balzac (1799-1850) hag Alexandre Dumas (1802-1870) en e amzer.

Un alvokad e oa Paul Féval a-c'houde an aotreegezh war ar gwir a voe deroet dezhañ e skol-veur Roazhon ; ne reas ket berzh war ar vicher-se avat, setu e troas war-du al lennegezh. Kontadennoù ha romantoù-feilheton a skrivas da gentañ adalek 1841 ; gant e romant Le bossu (1857) e c'hounezas brud bras. Lies oberennoù a voe troet da bezhioù-c'hoari a-raok e dremenvan, ha meur a film sinema ha skinwel a voe sevenet diwar e bennoberenn Le bossu.

D'an 29 a viz Gwengolo 1816 e voe ganet Paul Féval, en Hôtel de Brossac e Roazhon[1],[2], en un tiegezh roueelour ha katolik. A orin eus Troyes e oa e dad, Jean Nicolas Féval, kuzulier e Lez ar roue ; deuet eus bro Redon e oa e vamm, Jeanne Joséphine Renée Le Baron, ur verc'h-vihan d'ar gwirelour Henri François Potier de La Germondaye (1729-1797), a orin eus Dinan, bet alvokad e Breujoù Breizh. O fempvet bugel ha diwezhañ e oa Paul.

E 1826, d'e zek vloaz, e voe kaset da lojad e skolaj roueel Roazhon, eleze al lise Émile-Zola hiziv. Bloaz war-lerc'h e varvas e dad, ar pezh a gasas an tiegezh hogozik d'an dienez[3].

E-kerzh Reveulzi Gouere e 1830, hag eñ oadet a 14 vloaz, ec'h embannas Paul Féval e vennozhioù roueelour hag e loc'has kannoù. Diwar ali provizor ar skolaj e voe tennet eus ar skolaj gant e vamm ha kaset da "sioulaat" e maner ar Forest-Nevez e Glenneg, perc'hennet gant he familh[4],[5], ma klevas istorioù a-zivout ar Chouanerezh[4]. E miz Genver 1831 e tistroas da Roazhon, en eilvet klas.
Goude e vachelouriezh e 1833 ec'h eas da studiañ ar gwir e skol-veur Roazhon, ma voe deroet dezhañ un aotreegezh e 1836. Alvokad e voe neuze, hogen dilezel ar vicher a eure goude e vreutadenn gentañ, c'hwitet ma oa bet dre wall an tamallad[6].

Ugent vloaz e oa Paul Féval da neuze ; ret e voe dezhañ tennañ ur bilhed da vont d'e servij soudard. Siwazh dezhañ, un niverenn fall a dennas, ha goullonderiñ e yalc'h a rankas ober evit prenañ un den da vont en e lec'h[7]. C'hoant gantañ da dreiñ d'al lennegezh e skrivas d'ur c'har dezhañ e Paris, a gavas labour evitañ en ur bank eno. E miz Eost 1837 e voulc'has e vuhez nevez. Berr e voe e red-micher en ti-bank : lenn romantoù a rae e-lec'h labourat, ha skarzhet e voe pa voe tapet o lenn ur flemmskrid gant H. de Balzac a-zivout trokelloù ar bankoù[8]. Da baotr e vil vicher e troas tra ma skrive istorioù a veze nac'het gant embannerien ar gêr vras.

Kentaoù el lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-drugarez da anaoudeien e voe digoret d'an den yaouank dorioù ar metoù roueelour ha katolik e Paris. E 1841, pa oa oadet a 24 bloaz, e voe embannet e istor berr Le Club des phoques er gelaouenn lennegel Revue de Paris. E 1843 e voe embannet e romant-feilheton Le loup blanc, un istor troioù-kaer hag a c'hoarvez e koadeg Roazhon, er sizhunieg Le Courrier français. Da heul an embann-se, Anténor Joly, pennskridaozer ar gelaouenn, en devoa ur gudenn vras da ziluziañ : goulennet en devoa digant ur skrivagner aozañ ur skrid par da Les Mystères de Paris, bet embannet nevez a oa gant Eugène Sue ; Les Mystères de Londres a voe kaset dezhañ, hogen ker fall e oa ma ne c'helled ket e embann evel m'edo ; neuze e c'houlennas A. Joly digant Paul Féval adober al labour dindan miz – asantiñ a eure ar skrivagner, met gourc'hemennet groñs e voe dezhañ sinañ e skrid gant an anv-pluenn Sir Francis Trolopp[9]. Berzh a reas ar romant kerkent hag ar pennadoù kentañ ; goude embannadur pennad diwezhañ ar rann gentañ, d'an 28 a viz Genver 1844, ec'h eas P. Féval da London evit dastum peadra da sevel ar pennadoù war-lerc'h, a voe embannet betek an 12 a viz Gwengolo. Dre 11 levrenn e voe moullet ar romant en e bezh e 1844, hag adembannet 20 gwezh.

« Paul Féval », engravadur gant É. Carjat, ~1862

Boulc'het e oa remzad Paul Féval el lennegezh c'hallek neuze. Dek oberenn a voe embannet betek Dispac'h Gall 1848, a skoas garv war ar skrivagner peogwir e oa roueelour ha mirour : ha n'en devije ket roet lañs dre e skridoù da emskiant politikel ar bobl, alese ar reveulzi-se ? Kenderc'hel da skrivañ ha da embann a reas koulskoude, hogen en un doare neptuekoc'h.

E 1853 avat ec'h aozas pozioù unan eus ar c'hanaouennoù roueel brudetañ, Monsieur de Charrette (anvet Prends ton fusil, Grégoire ivez).

Bloaz goude e timezas gant merc'h e vezeg, Marie Pénoyée ; eizh bugel o devoe, en o zouez Paul Auguste Jean Nicolas, lesanvet « Paul Féval fils », a gendalc'has gant oberennoù e dad.

E 1857 e teuas Le bossu a-zindan ar wask, anezhañ oberenn vrudetañ ar skrivagner, a-drugarez d'an haroz Lagardère. Nav romant all a voe skrivet gant e vab diwar an istor-se.

Er bloaz 1863 e kejas Paul Féval ouzh ar skrivagner saoz Charles Dickens (1812-1870) ; liammoù a vignoniezh a voe skoulmet gant an daou skrivagner.
Adalek 1865 betek 1868 e voe kadoriad ar Société des gens de lettres, hag arre adalek 1874 betek 1876[10]

E 1876 e tistroas d'ar feiz kristen pan eas da unan da skridaozerien ar sizhunieg katolik La France illustrée renet gant an abad Louis Roussel (1825-1897), anezhañ diazezer an aozadur karitezel Les Orphelins apprentis d'Auteuil e 1866), kement-se a-c'houde ma voe korbellet ar skrivagner en Académie française ; berr e oa e arc'hant ivez, p'edo e vrud o vont war ziskar.

Adalek deroù ar bloavezhioù 1880 e krogas Paul Féval da c'houzañv diwar barradoù hanterseizi, da lavaret eo e veze seizet an tu dehou pe an tu kleiz eus e gorf. Repu a gavas en Urzh Ospitaler Saint-Jean-de-Dieu e Paris. Hogos disoñjet e oa bet e oberennoù d'ar mare-se, met a-hed e vloavezhioù diwezhañ e klaskas o adaozañ en ur stumm tostoc'h d'e feiz adkavet.
D'ar 7 a viz Meurzh 1887 e varvas Paul Féval. E bered Montparnasse e Paris e voe beziet.

  • Hep bloaziad : La reine rouge[11]
  • 1841 : Le bourgeois de VitréLe citoyen capitaine SpartacusLe Club des phoques
  • 1842 : La femme blanche des maraisRollan Pied-de-Fer
  • 1843 : Le Capitaine SpartacusLe docteur BousseauLe joli châteauLe loup blancLa mort de CésarLe médecin bleuLe petit garsLe vulnéraire du docteur Thomas
  • 1844 : Les aventures d'un émigréLe banquier de cireContes de BretagneLes fanfarons du roiLes mystères de Londres
  • 1845 : Les amours de ParisLes contes de nos pèresFontaine aux perles
  • 1846 : Les belles-de-nuit ou les anges de la famille[11]Le fils du diableQuandoquidemLa quittance de minuit[12]
  • 1847 : Les banditsLes chevaliers du firmamentLe fils du diable[11]Le mendiant noir ou La créoleLa Mort de Lord Byron, élégie dramatique[13]La mort de Lord Byron[11]
  • 1848 : Le 24 février[11],[13]La tour du diable : Le château de Croïat – La joute bretonne
  • 1849 : Les belles-de-nuit ou les anges de la famille[14]Un drôle de corpsMauvais cœur[11]Une pécheresseLes puritains d'Écosse
  • 1850 : Le bonhomme Jacques[11]Le jeu de la mort, ou La tirelire
  • 1851 : Beau démonLe capitaine SimonLa fée des grèvesL'InquisitionLes jumeaux de FoixLe sourire de la ViergeLes Tribunaux secrets, ouvrage historique
  • 1851-52 : Les Nuits de Paris
  • 1852 : Le château de veloursLa forêt noire[15]Frère tranquille
  • 1853 : Frère tranquille : pièce de théâtre[11]Le livre des mystèresMonsieur de Charette (kanaouenn) • Les parvenusLe tueur de tigresLe volontaire
  • 1854 : BlanchefleurLa bourgeoise ou Les cinq auberges[11]Le paradis des femmes
  • 1856 : Les couteaux d'orL'homme de ferMadame Gil Blas, souvenirs et aventures d'une femme de notre tempsLa vampire
  • 1857 : Le bossuLes compagnons du silenceLes errants de la nuitLa louveLe petit parisienLagardère !
  • 1858 : La Fabrique de mariages
  • 1859 : Le Roi des gueuxLe roman de minuit
  • 1860 : Le berceau de ParisLe Chevalier Tènèbre
  • 1861 : Le drame de la jeunesseLa littérature au Sénat
  • 1862 : Le bossu : pièce de théâtre[16]Bouche de ferLe Capitaine FantômeLe Chevalier TénèbreLa garde noireJean DiableQuatre femmes et un hommeValentine de Rohan[17]
  • 1863 : Annette LaïsLa fille du juif errantLes filles de Cabanit, suite et fin du Capitaine FantômeLes habits noirs : cycle romanesqueLe poisson d'or
  • 1864 : Le Capitaine Fantôme : pièce de théâtre[16]
  • 1865 : Les gens de la noceJean qui ritLe mousquetaire du roi[11]Les parents terribles : Enfin seuls !Les parents terribles : Les chenilles du ménageRoger Bontemps
  • 1866 : La cavalièreLa fabrique de crimesLa reine Cotillon[11]Cœur d'acier
  • 1867 : L'avaleur de sabreLa Chouanne[11]Mademoiselle SaphirLa pécheresse
  • 1868 : La rue de JérusalemLe Cavalier Fortune
  • 1869 : L'arme invisibleChizac-le-RicheContes bretons[18]Les couteaux d'or : pièce de théâtre[11]La fille des roisMaman LéoLa province de Paris – Amourette et MarieLe quai de la ferraille
  • 1870 : Le Duc de RichelieuLa tache rouge
  • 1871 : Le dernier vivant
  • 1872 : Les compagnons du trésorL'homme du gaz
  • 1873 : Le théâtre femme – Causerie à propos de l'École des femmes
  • 1874 : Le Chevalier de Keramour
  • 1875 : La bande CadetLes CinqCocagne[11]La Forêt de Rennes – Nouvelle édition[19]La ville-vampire
  • 1876 : Bellerose[11]GavotteLa première aventure de Corentin Quimper
  • 1877 : La Belle-ÉtoileChâteaupauvre - Voyage de découverte dans les Côtes-du-Nord[20]Le dernier chevalierLes étapes d'une conversion : 1. La mort du pèreJésuites !
  • 1878 : Le Denier du Sacré-Cœur[21]Douze femmesLa louve[22]Notre-Dame de SionPierre Olivaint, petite esquisse d'un grand portraitLa première communion[23]Valentine de Rohan
  • 1879 : Chouans et Bleus[24]Les Merveilles du Mont Saint-MichelMontmartre et le Sacré CoeurL'outrage au Sacré-CoeurLe Pèlerinage de Tours, visite au sanctuaire de Saint-MartinVieux mensonges !
  • 1880 : La comédie politiqueCorbeille d'histoires[25]La France s'éveillePas de divorce ![26]
  • 1881 : Le coup de grâce[27]Roger Bontemps, histoire d'un notaire et d'une tonne de poudre d'or
  • 1881 : Histor burzudus ha beachou Corentin Kemper, bet troet gant Arsène de Kerangal diwar La première aventure de Corentin Quimper (1876).
  • 1906-07 : Ar Re-Wenn hag ar Re-C'hlas, Glaoda ar Prad diwar Les contes de nos pères (1845).
  • 1942 : Ar Pesk Aour, Roparz Hemon, diwar Le poisson d'or (1863) ha skeudennaouet gant Robert Micheau-Vernez[28].
  • 1977 : Ar bleiz gwenn, Pêr Denez, adskrivet gant Ernest ar Barzhig, diwar Le loup blanc (1843) • D'an hini gaerañ, heñvel, diwar Les amours de Paris (1845), embannet gant Skol niv. 67-68, miz Du 1977.
  • 1980 : Valentina a Roc'han, heñvel, diwar Valentine de Rohan (1878).
  • 1987 : Boudig an aod, heñvel, diwar La fée des grèves (1851) • Rollan Troad-houarn, Alan an Diuzet, diwar Rollan Pied-de-Fer (1842).
  • 1993 : Mab an diaoul, Mark Kerrain, diwar Le fils du diable (1846).

Azasadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a wezh ez eo bet azasaet Le bossu (1857) er sinema goude ar pezh-c'hoari (1862) ; oberennoù all zo bet azasaet ivez, koulz er sinema hag er skinwel.

  • 1912 : Le bossu, film sevenet gant André Heuzé (fr).
  • 1925 : Le bossu (Jean Kemm) (fr).
  • 1934 : Le bossu (René Sti) (fr).
  • 1943 : El jorobado (Jaime Salvador) (es).
  • 1944 : Le bossu (Jean Delannoy) (fr).
  • 1952 : Il figlio i Lagardère (Fernando Cerchio) (it).
  • 1958 : El juramento de Lagardere (Leon Klimovsky) (es).
  • 1959 : Le bossu (André Hunebelle) (fr).
  • 1967 : Les Aventures de Lagardère (stirad skinwel, div rann) (fr)Les habits noirs (stirad skinwel, 31 rann) (fr).
  • 1968 : Les aventures de Lagardère (Jean-Pierre Decourt) (fr).
  • 1970 : Le bossu (Louis Boxus hag André Gevrey, film evit ar skinwel) (fr).
  • 1977 : Le loup blanc (Jean-Pierre Decourt, film evit ar skinwel) (fr).
  • 1997 : Le bossu (Philippe de Broca, film evit ar skinwel) (fr).
  • 2003 : Lagardère (Henri Helman, stirad evit ar skinwel, 2 rann) (fr).
  • E 1984, ar Société des gens de lettres a grouas ur Priz lennegel anvet Prix Paul-Féval de littérature populaire[29].
  • Ur straed Paul Féval zo e Roazhon.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Baudry, Jeanne. La jeunesse de Paul Féval. In : Annales de Bretagne et des Pays de l'Ouest (ABPO), levrenn 44, niv. 3-4, 1937, pp. 433-449. ha levrenn 45, niv. 1-2, pp. 25-39..
  • (fr) Buard, Jean-Luc. Londres et ses Mystères en 1843 dans Le Courrier français d'Antñor Joly, folie-feuilleton en trois actes et un épilogue. In : Le Rocambole, niv. 75-76 (Le mystérieux Paul Féval), 2016, pp. 167-206 (ISBN 978-2-912349-65-1).
  • (fr) De Mirecourt, Eugène. Paul Féval. Paris : Gustave Havard, 1856 • En-linenn..

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Diwar-benn Paul Féval
  • (fr) Paul Féval war lechienn ar BNF (kavet d'an 29/10/2025)
  • (fr) Paul Féval war lec'hienn FranceArchives (kavet d'an 29/10/2025)
Oberennoù Paul Féval enlinenn
  • (fr) War Gallica (kavet d'an 29/10/2025)
Sinema ha skinwel

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Dielloù kêr Roazhon, marilh ar ganedigezhioù, merk 2 E 24, pp. 177-178. Kavet : 28 a viz Here 2025.
  2. Er c'hreiz-kêr istorel : 6,rue du Four-au-Chapitre, a zo rue du Chapitre hiziv.
  3. Baudry 1938, p. 30.
  4. 4,0 ha4,1 Baudry 1938, p. 32.
  5. Mirecourt 1856, p. 7.
  6. Mirecourt 1856, pp. 14-16.
  7. Mirecourt, p. 16.
  8. Mirecourt, p. 18.
  9. (fr) Buard 2016.
  10. (fr) Société des gens de lettres. Kavet : 28 a viz Here 2025.
  11. 11,00 11,01 11,02 11,03 11,04 11,05 11,06 11,07 11,08 11,09 11,10 11,11 11,12 11,13 ha11,14 Pezh-c'hoari.
  12. Adembannet dindan an talbennoù Les libérateurs de l'Irlande (gant Terre de Brume e 2000) ha Les Molly-Maguires (al levrenn 1 hepken, gant Éditions de l'Aube e 2006).
  13. 13,0 ha13,1 A-gevret gant Pierre Zaccone (1818-1895)
  14. Pezh-c'hoari, a-gevret gant Paul de Guerville (1798-1865) ha g Amédée Achard (1814-1875).
  15. Adembannet dindan an talbenn La Reine des épées.
  16. 16,0 ha16,1 A-gevret gant Auguste Anicet-Bourgeois (1806-1871)
  17. Heuliad La Louve.
  18. Adembannadur Les contes de nos pères (1845).
  19. A zo Le Loup blanc ha Le Banquier de cire)
  20. E 1877 ivez e voe un adembannadur adwelet ha reizhet, istitlet Voyage au dernier pays de Bretagne. E Saent-Telo e c'hoarvez ar romant-se ; kalz gallaoueg zo ennañ.
  21. Les étapes d'une conversion /2.
  22. Adembannadur adwelet ha reizhet.
  23. Les étapes d'une conversion /3.
  24. Kendastumad 4 skrid adwelet ha reizhet : Le citoyen capitaine Spartacus (1841), Le docteur Bousseau (1843), La mort de César (1843) ha Le petit gars (1843).
  25. Seizh istor berr.
  26. Arnodskrid.
  27. Les étapes d'une conversion /4.
  28. Ar golo..
  29. (fr) SGDL. Kavet : 27 a viz Here 2025..