Mont d’an endalc’had

Yvon Abiven

Eus Wikipedia

Yvon Abiven zo ur politiker breizhat ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1948 e Plouneour-Traezh.

Kelenner war an armerzh hag ar brezhoneg eo bet.

En e yaouankiz eo bet ezel eus Strollad ar Vro Bagan hag eus UDB. Mignon e oa d'an Tad Medar a zaremprede p'edo ar manac'h en ur gouent e Gwengamp.

Teir gwech eo bet dimezet : da gentañ gant Gwenola Barzhig, ur verc'h da Ernest ar Barzhig, a varvas en ur gwallzarvoud ; da eil gant Anna-Vari Strullu, eus Douarnenez ; da ziwezhañ gant Chantal Simon-Guillou, levraouegerez er CRBC e Brest. Pevar bugel en deus, tri gant e wreg kentañ hag unan gant an eil[1] an holl zo bet desavet e brezhoneg.

Marc'heg eo en Urzh an Arzoù hag al Lizhiri gall ha el Lejion a enor gall.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1980 en doa kuitaet an UDB ha dilennet e oa bet e penn ti-kêr Sant-Tegoneg. Maer ar gumun-se eo bet betek 2014. Kuzulier kanton Sant-Tegoneg e oa ivez etre 1992 ha 2011 (dilennet e 1992, addilennet e 1998 hag e 2004). Etre ar 5 a viz Gouere 1997 hag an 18 a viz Mezheven 2002 e oa kannad sokialour evit Penn-ar-Bed e Pariz, e-lec'h Marylise Lebranchu.