Unvaniez Arvor

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Unvaniez Arvor a oa un aozadur politikel gouestlet d'ar vuhez publik e Breizh ha kentañ lodenn e anv a oa Fédération régionaliste de Bretagne (FRB). Krouet e voe d'an 29 a viz Here 1911, e Roazhon. Un disrann e oa eus Kevredigez Broadel Breiz (KBB) da vare an Emsav kentañ, an eil aozadur oc'h embann mennozhoù ar Rannvroelouriezh hag an emrenerezh e Breizh.

Diazezadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe krouet Kevredigez Broadel Breizh e 1899 e teuas un niver bras a skrivagnerien vrezhonek, hogos holl varzhed ha divizout a rejont en em vodañ en ur vreuriezh drouized, anvet Goursez Breizh a voe krouet e Gwengamp tri miz goude. Tarzhañ a reas an disemglev e-barzh Kevredigez Broadel Breiz er bodad-meur 1 dalc'het en hañv 1912. E-doug ar vodadeg kentañ Unvaniez Arvor e voe roet kazi holl ar c'hargoù da izili ar Gorsedd. En o zouez e oa Jos Parker (Barz Kloarek Kerne) anvet da gadoriad, André Mellac (Barzh Gwenedour), anvet da deñzorer (ur garg heñvel a oa gantañ e KBB), Maurice Duhamel, sonaozour, Émile Masson, kelenner lise ha stourmer eus an tu kleiz, Camille Le Mercier d'Erm, barzh ha skrivagner, Jean Choleau, anvet da veskadoriad, Leon ar Berr, kelaouenner ha skrivagner brezhonek, anvet da sekretour, Frañsez Vallée (Drouiz Abherve), yezhoniour ar brezhoneg, anvet da veskadoriad, Joseph Duchauchix (Barz Ar Meneziad), anvet da sekretour, Frañsez Jaffrennou (Barzh Taldir), mouller ha rener kelaouenn brezhonek, Iwan an Diberder, kelaouenner ha dastumer lennegezh dre gomz, ha Loeiz Herrieu, labourer-douar ha skrivagner brezhonek, anvet da vessekretour.

Mennozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E niverenn gentañ ar Bulletin de la Fédération régionaliste de Bretagne e voe skrivet n'en doa an aozadur nevez netra da welout gant un obererezh politikel. Un dislavar ne oa ket, pa ne oa ket intent, hervez Alain Déniel, eus ober kampagn ha kemer perzh en dilennadegoù. Displeget e voe abegoù an disrann :

  • En emsilet ez eus (e-barzh KBB) mondianed estren hag a gemer ar plas a dlefe bezañ roet d'ar Vrezhoned wir ha d'ar Varzhed, ken ez a an Emsav da vezañ troet war-zu embannoù politikel, kontrol-mik d'ar reolennoù
  • Dre faot aotrouniusted ar c'hadoriad a sav harzoù da frankiz ar c'hevrennoù en ur gemer plas an izili hag ar c'huzul-ren zoken ha sparlet eo al labour solut adal tri bloaz
  • Doareoù tud deuet evit gronnañ ar c'hadoriad nevez zo hag a glask aozañ ar Gevredigezh diwar o froudennoù ma yafe-hi da vezañ ur gevredigezh diduamant

E-doug ar c'hendalc'h kentañ, dalc'het e Ploermael, e C'hwevrer 1912, e embannas ar c'hadoriad : "Un digreizennadur hag un emrenerezh normal evit ma vo diorroet kreñv o teurioù ha perzhioù hor gouenn a fell deomp kaout ha doujañ evit hengounioù hon hendadoù ivez". […]. Pelloc'h e adlavar " e tleer skarzhañ ar politikerezh kuit, pa 'z eo un abeg evit an droukrañs hag ar gerteri."

Eus 1920 betek ar bloavezioù 50 e chomas Jean Choleau, hag eñ hêr da wiaderien e Gwitreg ha ur greantour er obererezh-se, e penn an aozadur. Degas a reas ur savboent armezrhel ha ne oa ket anezha~~en Emsav kenta~~. Ur renkad tud gant micherioù o tennañ d'an aferioù a zeuas da vezañ dedennet gant Breizh ha ne vezent ket an holl anezho brezhonegerien ha pa glaske lod anezho adpiaouiñ ar yezh. E komzoù berr eo bet displeget an dra gant Michel Nicolas : "Un torradur diwar ar bloc'had maeziad, hag eñ an hini mestroniour betek-hen, ha dilec'hiadur ar rannvroelouriezh war dachenn an diorreadur lec'hel, hemañ armerzhel dreist-holl, koulz hini ar greanterezh hag hini ar c'henwerzh[1]". Tolpañ energiezhoù evit kreskiñ pinvidigezhioù ar Vrezhoned e voe diaz an lavar broadel a gloto gant laz (meizad)ioù darn ar vourc'hizelezh bihan hag ar vourc'hizelezh krenn e Breizh.
E 1920 e embann Unvaniez Arvor e vefe gwelloc'h broudañ Breiz arvorigat, ur rannvro armerzhel, Naoned ar gêr-benn dezhi, a enklozfe Anjev, Kotentin, Maine ha Poatev ha ne voe ket resevet mat ar c'hinnig gant an holl izili. Ne oa ket dre zegouzh e klaske Jean Choleau klotañ ouzh ar prederiadennoù a rene en amzer-se, ar rannvroioù da vezañ krouet hag deurioù ar pennadurezhioù naonedad a gave dezho e c'hell bezañ ur rannvro re strizh pa oa ar gêr-benn o kaout liammoù stank gant tiriadoù all.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre m'emañ ar brezel o ren, ne vo nemet daou emvod en e brantad, e Pondi (Gwengolo 1917) hag en Alre (Gwengolo 1918) hag adlañset e voe e 1920 gant Frañsez Vallée, kadoriad. Erlec'hiet e voe e diwezh ar bloaz gant Jean Choleau a voe bet pennibil an an aozadur goude marv Jos Parker e 1917.
E miz Kerzu 1921, hervez ster he daou anv, Unvaniez Arvor a ya da vezañ ur gevredad savet etre 5 aozadur vreizhek : ar Bleun-Brug, Brediah ar brehoneg, Breuriez Breiz, Goursez Breiz hag Unvaniez Yaouankiz Breiz, Met ezc eus bet nac'het gant Kevredigez Broadel Breiz mont er bourzh. Chañchet e voe titl ar gelaouenn ofisiel (ne voe nemet 4 niverenn anezhi) evit "", kelaouenn drimiziek.


Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Georges Cadiou, Emsav : Dictionnaire historique et critique, Coop Breizh, 2013. Pennad : Fédération régionaliste de Bretagne.
  • Michel Nicolas, Histoire de la revendication bretonne, Coop Breizh, , 2007.ISBN978-2-84346-312-9
  • Michel Nicolas, Histoire du mouvement breton, Pariz, Syros, 1982.
  • Lukian Raoul, Un siècle de journalisme en Bretagne, Ar Gelvenegù, Le Signor, 1982.
  • Alain Déniel, Le mouvement breton (1919-1945), Pariz, Éditions Maspéro, 1976 (ISBN 270710826X).
  1. Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton : Emsav, 1982.