Breuriez Breiz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Breuriez Breiz (Breuriezh Breizh a-wezhioù hervez ar reizhskrivadur peurunvan) a oa ur strollad barzhed bet krouet tro-dro da Gervarker, pennsturier anezhañ, evit sevel un aozadur damheñvel ouzh Goursez Enez Vreizh e Breizh. Pep barzh a dlee kaout un anv-barzh, hini e lec’h-ganedigezh d’an aliesañ. Seblantout a ra bezañ bet savet er bloavezhioù 1840-50 ha ne badas ket pelloc’h eget un tregont bloavezh bennak.
Skrid-testeni ar varzhed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da bep barzh a voe degemeret er strollad a-enor-se e voe kaset ur skrid-testeni sinet gant Teodor Kervarker, dezhañ ur framm moullet e Moullerezh ar Govig, e Lannuon :
« BREURIEZ BREIZ
NI PENN-STURIER BREURIEZ BREIZ-IZEL, ARC’HKELENNER AR IEZ, MARC’HEK EN URZ AN ENOR, hag ann dilerc’h : da neb a lenno ar pez a zo aman warlerc’h, iec’hed, eurvad ha, dreist pep tra, kaz ha kounnar ruz d’ar brezoneg mesket.
Dre ma ez eo bet testeniet d’eomp gant tud wirion, eleiz anezo, diwar benn AN AOTROU, ANN UHEL, BARZ TREGER e oa hen ur prezeger diouz an dibab, e teue ganthan, da bep ger, Brezoneg mad, doareet c’houeg ha dic’hall a-grenn, evt se e fell deomp lakaat anezan ETOUEZ BARZED HA KENVREUDEUR BREIZ hag hel lakaat a reomp enn gwirionez dre al lizeriou-man, gant gourc’hemenni d’an holl stoui d’ezan e tu bennak e valeo, kouls e-kreiz leuriou kear evel enn henchou diwar ar meaz : ha gant aon e teufe unan-bennak da dremen hep he ober war zigarez ne wie ket, kement-man a vezo embannet raktal, e pep korn eus Breiz, gant neb a zo ganthan karg a embannerez.
Great e kastel Kemperle, ar c’henta a viz even, er bloaz 1861.Ar Penn-Sturier, KERMARKER
T. R. eil sr. »
Skrid-testeni kaset da Fañch an Uhel hervez treuzskrivadur Loeiz Dujardin.
Izili[1]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kervarker, penn-sturier, Barzh Nizon
- Aogust Brizeug († 1858), Barzh Bleomelen
- Yann-Vari ar Skourr
- Fañch an Uhel, Barzh Treger
- Gabriel Milin, Barzh Plouzeniel
- Yann-Vari ar Yann, Barzh Koat-an-Noz
- Matilin Kemar, Barzh Sant Lorans (Sant-Laorañs)
- Jakez Perrot, Barzh Taole, beleg, adembanner Buhez ar Sent e 1846
- Mikael Karis, Barzh Menez-Bre, beleg
- Frañsez Gourc'hant, Barzh Gwiseni, beleg
- Yann-Bêr Gwegen, Barzh Sant-Tujen, beleg, aluzener tiegezh Kervarker e 1844
- Kastreg, Barzh Brennilis, beleg
- Stanguenet, Barzh Tregourez, beleg
- Charles de Gaulle, Barzh Bro-C’hall, sekretour[2]
Breuriez Breiz-Izel, ur ravolt a-enep Teodor Kervarker
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Eost 1869 e voe bodet tro-dro da Yann-Vari ar Skourr un nebeud barzhed izili eus ar vreuriezh renet gant Teodor Kervarker gant un emzalc’h aotrouniek. Ar re dagusañ pa genskrivent etrezo e oa Fañch an Uhel ha Yann-Vari ar Yann. Bloaz goude e varvas Yann-Vari ar Skourr (19 a viz Eost 1870) ha ne voe mui anezhi pelloc’h.
Levrlennadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Loeiz Dujardin, « An Aotrou Jakez Perrot, barz Taole (1804-1877) ». E-barzh Loeiz Dujardin, Hor skrivagnerien. 2, Moulladurioù Hor Yezh, 1995, p. p. 61-64.(ISBN 288630839)
- Loeiz Dujardin, « Gabriel Yann-Vari Milin (1822-1895) ». E-barzh Loeiz Dujardin, Hor skrivagnerien. 2, Moulladurioù Hor Yezh, 1995, p. p. 41.(ISBN 288630839)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Anvioù an izili a zo tennet eus labourioù Loeiz Dujardin ma voent kavet gantañ e-barzh « Barzed Arvor », barzhoneg savet gant Yann-Vari ar Yann. E-barzh Revue de Bretagne et de Vendée, 1864.
- ↑ (fr) Société Historique et Archéologique du XVème Arrondissement de Paris