Mont d’an endalc’had

Pondi

Eus Wikipedia
Pondivi
Fozioù Kastell ar Roc'haned
Fozioù Kastell ar Roc'haned
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pontivy
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi (isprefeti)
Kanton Pondi (pennlec'h)
Kod kumun 56178
Kod post 56300
Maer
Amzer gefridi
Christine Le Strat
2020-2026
Etrekumuniezh Pondi Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Bondi
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 14 640 ann. (2023)[1]
Stankter 589 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 04′ Norzh
2° 59′ Kornôg
/ 48.07, -2.98
Uhelderioù kreiz-kêr : 60 m
bihanañ 48 m — brasañ 192 m
Gorread 24,85 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pondivi

Pondivi zo ur gumun hag ur gêr e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En gul a nav mailhenn en aour, 3, 3, 3.
Tiegezh Roc'han, 1222 ; andon : d'Hozier, 26 Meurzh 1698.

Hervez ar richenn e oa bet krouet Pondivi gant ar manac'h sant Ivi er VIIvet kantved.

Emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675

Trubuilhoù a voe e kêr d'an 21 ha d'an 22 a viz Gouere 1675[2]; taget e voe ti ur bourc'hiz hag evet ar gwin a oa eno. Aloubet e oa bet kêr Bondivi d'an 21 « gant 2000 peizant a lonk pe skuilh 400 muid eus feurm an deverioù » ; dieubet eo bet gant « e vourc'hizien » d'an 21 a viz Even[3].
Digolloù a voe paeet gant parrezioù Noal-Pondivi (8 000 lur), Malgeneg (1 500 lur), Stival (500 lur) ha Bizhui-an-Dour (400 lur) d'an aotrou de la Pierre ha da tud all eus Pondivi goude an distrujoù bet graet e kêr e-pad an emsavadeg[4].

Krouet e voe ar gumun e 1790 e departamant ar Mor-Bihan. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h ur c'hanton, hini Pondivi, gant kumun Pondivi ennañ hepken, ha da benn un distrig, seizh kanton ennañ : Baod, ar Gemene, Klegereg, Logunec'h, Noal-Pondivi, Pluniav hag hini Pondivi. E 1795 e voe dilamet distrig Pondivi. E 1800 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h arondisamant Pondivi bet krouet gant al lezenn eus ar 17 a viz C'hwevrer 1800. Brasaet e voe kanton Pondivi dindan anv Kanton Pondivi ivez gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[5],[6],[7].

Napoléonville

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek an 9 a viz Du 1804 betek ar 14 a viz Ebrel 1814 e oa anvet Pondivi "Napoléonville" war urzh an diktatour ha danvez-impalaer Napoleone Buonaparte. Evel La Roche-sur-Yon, Napoléonville e Vendée, e oa bet soñjet gant Napoleon e vefe ur gêr pouezus evit derc'hel kornôg Frañs ha Breizh. C'hoant en devoa da sevel adal ar gêr 3 000 annezad enni « er peoc'h, ur greizenn-genwerzh veur, hag er brezel, ur greizenn vilourel bouezus ». Napoleon a soñje gantañ e oa Pondivi ur gêr a c'hellje bezañ pouezus-tre ma vije kleuzet kanolioù evit al listri-brezel a c'hellfe treuziñ Breizh pell diouzh re ar Saozon a oa mistri war ar mor : kanol ar Blavezh ha kanol Naoned-Brest.
Krouet e oa bet diouzhtu ur c'harter nevez gant ur blasenn-armoù, un isprefeti, ur c'hazarn hag ul lise.

  • 316 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,35 % eus he foblañs e 1911[11].
Anv H. Gaillard, un den eus Pondivi, ouzh monumant ar re fuzuilhet e Porzh-Loeiz
  • Tremen 3 000 repuad deuet eus hanternoz Bro-C'hall a oa e Pondivi e miz Even 1940[12].
  • D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Pondivi[13].
  • E miz Here 1940 e voe harzet ar gantreidi er Mor-Bihan; bac'het e voent e kamp Toulboubou e Pondivi, 18 tiegezh hag eizh den o-unan, da lavaret eo 32 waz, 28 maouez ha 56 bugel; war urzh an Alamaned e voent kaset gant un tren betek kamp-bac'h Maezon-ar-Stêr e miz Du 1940[14].
  • E miz Gouere 1944 e voe kemeret 150 000 lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[15].
  • D'ar 4 a viz Eost 1944 e voe dieubet Pondivi[16].
  • D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant ; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[17].
  • Mervel a reas 96 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[11].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • D'ar 4 a viz Eost 2004 e oa bet votet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 21 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label « Ya d'ar brezhoneg » live 2.
  • E 2022 e oa bet sinet ar garta da dizhout al live 3.
  • Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1984.
  • E distro-skol 2025 e oa 87 skoliad enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (8,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[18].

Redadeg 2010

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Pondi ez echuas ar Redadeg e 2010.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kastell ar Gêr nevez.
  • Iliz katolik Intron Varia ar Joa, XVIvet kantved.
  • Iliz katolik Sant Meriadeg, e kêriadenn Stival, XVIvet kantved.
  • Chapel ar Gelenneg.
  • Chapel Santez Trefin.
  • Karterioù kozh gant tiez XVvet-XVIvet-XVIIvet kantvedoù.
  • Porzh.

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mammennoù : Cassini hag EBSSA.

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Pondi er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. ↑ (fr)Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975, p. 113
  3. ↑ (fr)Auguste Dupouy, Histoire de Bretagne, p. 265, Embannadurioù Boivin, 1932, adembannet gant an embannadur Calligrammes, Kemper, hag embannadurioù Ar Morenn, Ar Gelveneg, 1983
  4. ↑ (fr)Les Révoltes bretonnes de 1675, pp. 159-160
  5. ↑ (fr)Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
  6. ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p. 290.
  7. ↑ (fr)Cassini - EHESS - Pondivi - Fichenn ar gumun
  8. ↑ (fr)Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 378
  9. ↑ (fr)Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 14
  10. ↑ Cassini-EHESS
  11. 1 2 3 (fr)Monumant ar re varv
  12. ↑ (fr)"Le Télégramme", 18 a viz Even 2010
  13. ↑ (fr)Le Morbihan en guerre 1939-1945, Archives départementales du Morbihan, 2009, p. 23
  14. 1 2 (fr)Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
  15. ↑ (fr)Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 297
  16. ↑ (fr)Le Morbihan en guerre 1939-1945, p. 130.
  17. ↑ (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pp. 315-316
  18. ↑ (br)Kelenn