Mont d’an endalc’had

Redadeg 2010

Eus Wikipedia
Skritell Redadeg 2010.

Redadeg 2010 eo anv ofisiel an eil redadeg evit ar brezhoneg a oa loc'het e Roazhon d'an 10 a viz Mae 2010 da 11 eur diouzh ar beure hag a oa echuet e Pondi d'ar 15, da 5 eur goude merenn, a-benn 1200 km. Klasket e oa bet dastum 100.000 €, an hanter a vo evit Diwan, an hanter evit raktresoù all.

Goulennet e oa bet sevel ur ganaouenn a vefe hini ofisiel ar Redadeg 2010, diwar-benn ar « brezhoneg er gêr ». Brudet eo bet ar ganaouenn Redadeg 2010 savet gant David ar Gall, kelenner e Diwan.

Div ganaouenn a oa bet kinniget e 2008 met ne oant ket bet gwall implijet.

Malaouiz gant o banniel e Redadeg 2010 e Roazhon, dindan ar glav, d'al Lun 10 a viz Mae 2010.

An arc'hant a vo dastumet gant ar Redadeg a vo roet da gevredigezhioù zo. Un hanter (50 000 €) a vo roet da Ziwan hag an hanter all (50 000 €) a vo rannet etre kevredigezhioù all a ginnig raktresoù evit ar brezhoneg.

Ar raktresoù a zo bet dibabet evit bezañ skoazellet gant ar Redadeg 2010 a zo :

  • Brudañ ha skignañ : 6 000 € - Sevel ur sistem podkast war internet evit selaouerien ar radio dre urzhiataer (ne vo ket klevet er skingomz) e brezhoneg.
  • Al Liamm : 10 000 € - Sevel levrioù da selaou war pladennoù evit an dud deuet
  • Comite départemental de Gouren des côtes d'Armor : 5 300 € - Krouiñ stajoù Gouren e brezhoneg
  • Ti ar c'hoadoù : 10 000 € - Krouiñ ur valizenn bedagogel diwar-benn ar c'hoadoù hag ar c'harzhaoueg

An daou raktres-mañ a vo skoazellet ma vez dastumet arc'hant a-walc'h :

  • Ar Vro Bagan : 6 000 € - Krouiñ ur pezh c'hoariva istorel evit ar grennarded
  • Studi ha dudi : 6 000 € - Krouiñ ur staj brezhoneg ha dudi evit ar grennarded a zo o teskiñ ar yezh hag a fell dezho mont war-raok gant ar brezhoneg.


Luc'hskeudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.